Brittany Ferries, tro-kaer ar beizanted-paramantourien

Aozer : Erwan Chartier / Mezheven 2019
E 1972 e voe krouet ar paramanterezh BAI ha roet lañs da istor ar Brittany Ferries. Ha pa oa bet savet honnezh evit aezetaat gwerzh produennoù labourerien-douar Breizh tramor ez eo deuet buan da vezañ unan eus kompagnuniezhoù pennañ an dezougen beajourien eus eil ribl Mor Breizh d’egile.

Frammet-mat ha mennet bras anezhe, e oa un nerzh efedus eus peizanted Bro Leon en-dro d’o rener Alexis Gourvenneg, er bloavezhioù 1960, koulz war dachenn ar stourm hag evit kas mennozhioù nevez war-raok. E 1968 eta en em glevas kevredigezh interestoù boutin al labour-douar e Kastell-Paol (SICA da gentañ, aet da Sica goude-se) ha Komite studial ha kenurzhiañ interestoù Breizh (CELIB) evit kinnig tri raktres frammañ d’ar galloud kreiz. War e api e oa ar gouarnamant da heul darvoudoù miz mae ha degemer a reas anezhe ar buanañ ma c’hellas : ur plañ evit hentoù Breizh, ur Skol-veur e Brest hag ur porzh e donvor Rosko. Dre hennezh e vefe gwerzhet o froduennoù gant labourerien Breizh, 130 km alese, tramor. « Dre an istor, hor boa desket ez eus ur binvidigezh divent eus ar mor » a zisklêrias Alexis Gourvenneg d’ar gelaouenn Ar Men e miz genver 1996. Kroget e voe gant ar chanter e porzh ar Bloskon e 1970 evit sevel ur chaoser a c’hellfe ar ferries kosteziañ outi. Evit ur paramantour avat, ne voe kavet hini ebet prest da sammañ war e chouk an treizh etre Breizh ha Breizh-Veur.

Gant Jean Henaff, ur Breizhad all, kabiten war bigi-kenwerzh, prederiet gant an dilabour a oa taolet ar vartoloded ennañ da heul dieubidigezh trevadennoù ar Stad c’hall, e voe kavet un disoc’h. D’e soñj-eñ, ma ne vije ket krouet a bostoù-labour ken gant ar baramantourien, neuze krouiñ paramantourien all a oa d’ober. En nevez-hañv 1972 e voe aozet un emvod gant André Colin, prezidant Kuzul meur Penn-ar-Bed e burevioù Kambr ar c’henwerzh hag ar c’hreanterezh e Montroulez, asambles gant ar peizant Gourvenneg ha Henaff, ar c’habiten divatimant. Divizet e voe gante sevel ur gompagnuniezh paramantiñ nevez, Bretagne-Angleterre-Irlande (BAI) hec’h anv, ha staliet e voe he sez e straed Sant-Vazhev e Kemper. 15 000 lur gall a voe bodet gant an tri c’hensaver… pa oa 18 milion da gaout evit prenañ ar vag bet diskoachet gant Jean Henaff e Vigo, e Galizia. Dereout mat a rae d’an embregerezh nevez-krouet ar vatimant-se, bet savet evit ar morlu israelat a oa en em zislavaret etretant. Kavout an arc’hant avat, aze oa an dalc’h… Hag Alexis Gourvenneg da gabaliñ neuze, par ma c’halle, koulz e frammoù al labour-douar hag e reoù an armerzh, da glask kendrec’hiñ anezhe da lakaat klaoustre war an taol arvarus-se. Pemp million a lurioù gall a voe dastumet gantañ evel-se ha prestet e voe ar peurrest gant ar bankoù. « Kerisnel » a voe graet eus ar vatimant, anv al lec’h m’en em gave marc’had al legumaj ha sez ar Sica. Daou vloaz goude-se e voe kemeret penn ar BAI, deuet da vezañ Brittany Ferries gant ar « peizant-pennrener » Alexis Gourvenneg a dapas kerkent kendrec’hiñ ar Sica da bostañ he gwenneien en un eil batimant, ar « Penn-ar-Bed » anezhi.

Paramantet evit ar c’haol-fleur

D’an 18 a viz kerzu ec’h antreas ar vag Kerisnel e porzh ar Bloskon ha daou zevezh war-lerc’h ec’h eas penn e Plymouth, goullo-kaer. E deroù miz genver e reas teir c’hamion o zreizh war he bourzh. Diaes e oa d’ar gompagnuniezh nevez ober he zoull ha pa oa Breizh-Veur o paouez kemer perzh er Marc’had kumun. E 1973 avat e voe sammet ouzhpenn pemp mil kamion ganti. Neuze e tiflukas ur goulenn all : hini ar veajourien hag an douristed. Ar Gerisnel avat, daouzek kabinenn war he bourzh, ne oa ket evit talañ ouzh ar marc’had-se. Evit ar Penn-ar-Bed, e c’helle-hi kas-degas ur pemp kant bennak a veajourien. Stagañ a reas ganti e deroù ar bloavezh 1974. Dres d’an ampoent e krouas Jean Henaff un ad-kompagnuniezh etre Sant-Nazer ha Vigo. Fiziet e voe al linenn er Gerisnel ha talvezout a reas d’an embregerezh Citroën dreistholl, dezhañ labouradegoù e Roazhon hag e Vigo. E 1974 e voe sammet 83 000 a veajourien hag ouzhpenn 8 000 karr pe karr-samm gant ar BAI. Ur pezh taol-bruderezh a voe graet neuze gant Alexis Gourvenneg o kas dibunadeg Tro Bro-Frañs eus Rosko da Blymouth.

Kement a vec’h a rae ar Brittany Ferries ken e reas he renerien o soñj boulc’hañ un eil linenn adalek porzh Sant-Malo. Dres d’an ampoent ec’h embannas ar gompagnuniezh alaman TT, banniel Kyprus war he bigi, digeriñ ul linenn treizhañ Mor-Breizh adalek Sant-Malo, goude bezañ nac’het ober kement all e Rosko un nebeut bloavezhioù a-gent. Kounnar en ennañ e savas Alexis Gourvenneg e vouezh ouzh kambr kenwerzh ha greanterezh Sant-Malo a oa bet roet he ger ganti da Brittany Ferries evit digeriñ ul linenn e 1976. Disfiz bras a oa gant ar Valouiz avat ouzh Leoniz lemm o skilfoù. Sell ma voe aloubet chaoserioù porzh Sant-Malo gant ar re-se, anez d’an archerien krediñ diskouez beg o fri : treiñ kein a reas batimant an TT ha mont a reas he ferc’henned da glask fred e lec’h all.

E 1978 e voe roet lañs d’un hent-mor nevez war-zu Iwerzhon, broudet ha maget gant labour ar soner Paolig Montjarret bet o tiorren ar gevelliñ etre kêrioù an div vro dre ar gevredigezh Breizh-Iwerzhon. Er bloavezhioù 1980 e kavas ar Brittany Ferries bod e porzhioù Normandi ha digeriñ a reas un eil diazlec’h lec’haveiñ e Ouistreham. Al linenn Portsmouth-Caen eo an hini vrasañ hiviziken evit a sell ouzh an niver a veajourien. Harpañ a ra ar strollegezhioù lec’hel an emled-mañ, rak a-viskoazh en doa kredet Alexis Gourvenneg goulenn dibistig skoaziadoù publik evit e baramant. E 1982 e kensavas Kuzul rannvro Breizh, meur a zepartamant hag ar C’h/ Crédit agricole ur gevredad ekonomiezh kemmesk evit arc’hantiñ ar gompagnuniezh. Dont a reas Normaned d’o heul diwezhatoc’h.

Eus he deroù betek bremañ eo kresket ar gompagnuniezh, un eston, ha hi renet gant « ar beizanted-paramantourien » bepred. 2015 batimant a oa paramantet ganti e 2015 ha 300 milion a euroioù an hini a oa bet meret ganti er bloavezh-se

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Brittany Ferries, tro-kaer ar beizanted-paramantourien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/06/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/brittany-ferries-tro-kaer-ar-beizanted-paramantourien

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù