Catherine Meur-Férec
Catherine Meur-Férec a zo kelennerez war an douaroniezh e Skol-Veur Brest hag ezel eus al labourva LETG, UMR 6554 CNRS, hag eus Ensavadur skol-veur europat ar mor (ESEM) abaoe 2007. Mestrez-prezegennerez e oa a-raok en Université du littoral Côte d’Opale e Dukark abaoe 1993. Arbennik eo war douaroniezh an arvor. Labourat a rae war ar geomorfologiezh da gentañ, a-raok liesaat he zachennoù tamm-ha-tamm war-zu mererezh enframmet an takadoù aod, gwareziñ an tachennoù naturel, ha riskloù an aod. Abaoe un ugent vloaz bennak emañ o labourat diwar-benn tizhusted reizhiadel an takadoù aod ouzh ar riskloù a grignerezh hag a liñvadenn, o kemer e kont goulennoù an darvoudoù, an dalc'hoù, soñjoù an dud hag ar merañ. Kemeret he deus perzh e meur a raktres enklask war an tem-se evel ar PNEC (programm broadel evit endro an arvor), MISEEVA, COCORISCO, OSIRISC hag astenn a ra hec'h enklaskoù betek Kebek bremañ gant ar raktres ARICO.