E dibenn eizh bloavezh brezelioù kriz, merket don gant feulster ha spont (adalek Lazhadeg Gouel Bertele betek ar C’hevre), ha seizh emglev a beoc’h sinet, emglevioù da c’hortoz, bresk ha chomet hep bezañ doujet outo, e voe sinet edit an Naoned d’an 30 a viz Ebrel 1598. Diazezet e voe neuze ur peoc’h padus, oc’h embann pennaenn un unvaniezh etre an div gredenn ha n’o doa ket paouezet d’en em zrailhañ abaoe tost d’un hanter-kantved : katoliked ha protestanted.
Bevennet strizh a oa an unvaniezh-se koulskoude : aesaat a rae an edit d’ar gatoliked, hag e pep keñver (rankout a rae ar brotestanted, da skouer, paeañ an deog, an dailh dleet d’an Iliz). Embann a rae dreist-holl ar frankiz a goustiañs, termenet dre bommoù negativel (ne c’helle den bout lakaet nec’het abalamour d’e goustiañs), anavezet e oa evit an hugunoded ur frankiz liderezh strishaet ha mestroniet, savet ez eus bet kambreier «hanter-lodet» a roe tro, e parlamantoù ‘zo, da lakaat barnerien katoliked ha reformed da genlabourat en aferioù a selle ouzh ar brotestanted, evel aotreadurioù politikel pe reoù ar soudarded, (e-mesk emglevioù sekred ha daou vreved deiziadet d’an 30 a viz Ebrel 1598).
Breizh o plegañ da lezenn ar roue : dibenn ar brezelioù Relijion
Ma voe sinet an edit diazezer-se en Naoned, eo abalamour ma voe e-kreiz brezeliadennoù kaset war-raok evit adtapout e rouantelezh gant Herri IV, roue bro-Frañs abaoe ma oa bet drouklazhet Herri III e 1589. Ar rannvro ziwezhañ da zerc’hel penn ouzh ar roue e oa Breizh, renet gant he gouarnour, dug Mercœur, gounezet ma oa gant mennozhioù ar C’hevre. Pa voe bodet, e miz Kerzu e Roazhon ar stadoù proviñs, feal da Herri IV adalek an deroù, o doa aspedet ar roue da «vont dillo war hent Breizh gant e arme evit ma vefe dieubet diouzh treuz-piaouañ ha moustradur hec’h enebourien, hag homañ bout adkaset he frankizioù hag he gwirioù ha brientoù kozh, ha da chom dindan he sentidigezh ». Kinniget o doa ur sammad a 200 000 skoed (600 000 lur) evit arc’hantaouiñ ul lodenn eus an dro-vrezel.
Herri IV a guitaas Pariz neuze d’an 18 a viz C’hwevrer 1598, o vont war e hent a dennadoù berr. En Angers e tivizas Mercœur hag an Naonediz plegañ hep derc’hel penn, dre ma welent sklaer pegent digempouez e veze an daou arme. D’an 20 a viz Meurzh 1598 e voe sinet un emglev. An dug a zilezas neuze e c’houarnamant, hag e redie e bennhêrez, Frañseza a Loren, da zimeziñ gant bastard ar roue, Kaezar a Vendôme, hag ez ae hemañ da dapout penn ar rannvro en e blas. Ne oa ken met pevar blaoz ar paotr yaouank, ha c’hwec’h ar plac’h yaouank ! En eskemm d’e sujidigezh en doa Mercœur da gaout « ar sammad a 235 000 skoed a ranke bout dastumet dindan daou vloaz war an tailhoù diwezhañ war ar gwin », pa dremene dre ar stêr Liger, ur pañsion a 16 666 skoed ar bloaz, ha tri sammad a 50 000 skoed, 35 000 skoed ha 15 000 skoed, lakaet «d’ar c’houarnerien evit ar plasoù dalc’het gantañ da neuze », ha d’ar re eus e servijourien o defe bet koll e-doug ar brezel. Degouezhout a rae an hollad d’ober ur c’houst a 4 milion a lurioù – ker-ruz evit teñzoriezh vresk ar rouantelezh-. En eskemm e ranke Mercœur reiñ kêr an Naoned raktal, hag ar c’hêrioù ha kreñvlec’hioù a chome dindan e urzhioù kement-all (Blaen, Ar Roc’h-Bernez), goude ma vefe bet kaset er-maez ar gwarnizonoù gall ha spagnol (sikouret e veze ar C’hevre gant soudarded Bro-Spagn). Reiñ a reas e c’her da guitaat ar rannvro ivez.
Hag evel‑se eo e zeuas tre ar roue e kêr an Naoned, d’al Lun 13 a viz Ebrel, da c’hwec’h eur d’abardaez, dre dor Sant Pêr, hep na vefe un degemer ofisiel, rak nac’het e oa bet gantañ an disterañ lid ofisiel. War e varc’h hag armet e oa memestra, rak trec’h er brezel e teue ar roue. Ha madelezhus memestra : miret e oa o c’hargoù d’an ofiserien disuj a veze e lez-varn an Naoned bet staliet gant dug Mercœur, gant ma vefent prest da douiñ ul le a fealded. Rankout a rae pep hini anezho touiñ «bezañ ur sujed mat ha feal ha servijout ar roue» hag ivez da «nac’hañ kemer perzh e nep kevre hag enebiezh kenkoulz er rouantelezh hag en diavaez».
« Dispac’h » ar frankiz a goustiañs
D’an 30 a viz Ebrel e voe sinet edit an Naoned, goude daou vloavezh a gaozeadegoù taer etre katoliked ha protestanted ; kreñvaat a rae aotrouniezh seveniñ Stad ar roue, ur Stad gwall zisheñvel diouzh an hini a oa e 1562, e penn-kentañ brezelioù ar Relijion. Kreñvaet gant an darvoudoù dre ma voe ur Stad a boell, soñjet evel ur Stad tredeog diharz, a-us d’ar c’hostezennoù politikel ha relijiel pe d’an dibarderioù. Da neuze e kadarnae emrenerezh an abegoù politikel, deuet da vezañ dreist d’ar c’hredennoù relijiel.
Ha setu aze an « dispac’h » diazezet gant Edit an Naoned : en ur sujañ dleoù ar relijion ouzh lezenn sivil, e lak ar Stad diharz da warant nemetañ interest an holl, a‑enep pep kostezenn ha pep kredenn, a‑enep feulster pep « soudard Doue ». Reizher ha kontroller ar relijion ez eo edit an Naoned ur pennad a-bouez en istor an disparti etre ar c’heodedour, ar sujet politikel a rank sentiñ ouzh al lezenn, hag an den a feiz, frank e zibaboù relijiel prevez.
Troet gant Sten Charbonneau