Diwar-benn tour-meur Sant Albin an Hiliber

Aozer : René Cintré / Du 2016

Savet er bloaz 1225 gant an dug Per Mauclerc evitañ da greñvaat e grog war an harzoù, e oa tour-meur Sant Albin an Hiliber testeni eus galloud an dug e Breizh azalek an XIIIvet kantved. Diwar e orin kapesian, dre ma oa gourvab da Loeiz VI, e oa Per Mauclerc, hag a zeuas da zug Breizh dre e eured gant ar briñsez Alix, a oa c'hoant bras ar galloud en e wad...evit ren ha sujañ baroned meur ar vro, met ivez evit mirout ouzh bro-C'hall da lakaat he c'hrabanoù war Vreizh. Evit an abeg-se ivez e lakaas sevel an tour-meur-se, pevar estaj outañ, ha mogerioù 3 metrad hanter a devder...Nag a boan a voe d'ar C'hallaoued foeltrañ anezho, a-daolioù minoù, er bloaz 1489, «ken mat e oa ar voger, kement ha ma nevez ket savet ken er mare a-vremañ» ! Hag evit gwir, pa voe diskaret ha rivinet raktal war-lerc'h «brezelioù Breizh», e voe daouhanteret : miret en e stad «war-zu bro-C'hall», distrujet-holl «diouzh tu Breizh»… Ha kement-se evit ma vefe miret skeudenn an drouklamm, ha mirout eñvor an «devezh» a c'hoarvezas e skeud e dour-meur, d'an 28 a viz Gouere 1488. Ouzhpenn un arouez, ul lec'h koun gwirion.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : René Cintré, « Diwar-benn tour-meur Sant Albin an Hiliber », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/diwar-benn-tour-meur-sant-albin-an-hiliber