1461 : Digoradur «kudenn Breizh»
Pa erruas Loeiz XI war dron bro-C'hall e 1461, e krogas ur marevezh hir ha stenn, kreizennet war dachenn ar marzoù. E-pad un tregont vloaz bennak e voe tagadennoù trumm ha prantadoù peoc'h a bep eil etre Breizh ha bro-C'hall... da c'hortoz ur stokadenn a lakfe un termen d'ar reuz.
Pezh zo e varvas Loeiz XI pell a-raok bezañ renket kudenn breizh. Evit gwir e teuio ar gudenn en-dro, ha kreñvoc'h c'hoazh, dindan ren Charlez VIII, evit mont betek penn-kentañ ar bloavezioù1490. Loc'het e voe un dagadenn gentañ e miz Mae 1487, ha pa echuas e voe dalc'het krog gant an armeoù gall en un toullad mat a greñvlec'hioù pouezus, Dol, Sant Albin an Hiliber, Gwitreg, Gwerc'h-Breizh ha Klison... hep dont a-benn da bakañ Naoned.
1488 : trec'h meur ar C'hallaoued
Gant taolioù-brezel 1488 e vo tapet un hent nevez d'ar brezel, pa voe degaset pikoloù armeoù bodet en Angers : 12 000 soudard, na mui na mez, en o zouez milieroù a soudarded a orin suis a veze graet outo « e-touez bravañ gwazed ar bed ». Renet e oant gant Louis de la Trémoïlle , a veze lavaret diwar e benn e oa unan eus gwellañ kabitened ar mare.
Adalek Pouancé e ya ar C'hallaoued da lakaat o c'hrabanoù war Gastell-Briant (a voe drastet da vat gant pezhioù-kanol ar roue) hag Ankiniz (freuzet kement all) ... Ha Felger goude-se (kouezhet d'an 19 a viz Gouere). Alese e kemer ar Vretoned hent an emgann. D'an 28 a viz Gouere en em gavas stok-ha-stok an div arme, e-tal Sant Albin an Hiliber, en ul lec'h a vez graet outañ abaoe an devezh-se « Lanneier an Emgav ».
Tro div eur goude merenn e krogas an emgann, ha tro-dro peder eurvezh e padas. Klaseloc'h emgann n'eus ket. Da gentañ e krog gant diskarg holl bezhioù kanol lu ar roue gall. Ha goude-se en em daol ar soudarded a-benn d'ar re all, gant ar Vretoned o huchal «Sant Samson ! Sant Samson !», pa oant oc'h aspedin sant an deiz, an hini bet gwechall eskob Dol hag unan eus sent diwallerien ar muiañ doujet outo en dugelezh.
Taer-meurbet e voe an dagadenn, kement ha ma voe disrannet adalek an taol kentañ renkadoù arme ar Vretoned -renkadoù liesseurt ha pennfollet-mik. Goude-se e voe ur stourmadeg kriz-meurbet, a welas en tu all a 6000 den koll o buhez, diouzh tu ar Vretoned nemetken : Bretoned evel-just, met ivez Alamaned, Gwaskoned, Euskariz ha Spagnoled, holl deuet da skoazellañ anezho, «lazhet dibaouez evel deñved en o fark», ha d'an nebeutañ 500 archer saoz, drailhet en hevelep doare... Diouzh tu ar C'hallaoued e kaver war-dro 1400 soudard lazhet, pezh a ra tro 8000 den lazhet en holl, a voe sebeliet prestik war an dachenn, en ur c'harnel divent !
War-lerc'h an emgann
War-lerc'h an emgann e tered an arme Gall e kalon ar vro. E-keit-se e koazh Frañsez II, en ur glask dastum e nerzhioù diwezhañ. Goude-se, emskiant eus pegen mantrus e oa ar gwall-reuz, e rankas plegañ ha goulenn sinañ ar peoc'h. Sinet e voe e kastell ar Werjez (en Anjev) d'an 19 a viz Eost 1488. E-barzh diviz pennañ an emglev en em ouestle ne euredfe ket e verc'hed hep asant ar roue. Erru faezh gant e dregont vloaz e penn an dugelezh, « gouzañvus ha leun e galon a dristidigezh», e varvas ar bloavezh-se e Koeron (e-tal an Naoned), d'an 9 a viz Gwengolo 1488. Hiviziken e vo diazezet planedenn Breizh war zivskoaz an dugez Anna yaouankik c'hoazh, war-nes dont da vezañ ar briñsez ar muiañ c'hoantaet en Europa... a-raok eurediñ gant Charlez VIII, d'ar 6 a viz Kerzu 1491.
Teul : "Stad Breizh, eus Yann V d'an dugez Anna"
Teul gant Alain Croix ha Patrice Roturier, 1995 ; Skol-Veur Roazhon 2 - CREA - Canal-U
Troet gant Sten Charbonneau