P’eo ledanaet implij ar Brezhoneg da oberennoù nann-lennegel, tro ar XVIIvet kantved eo pellaet diouzh skouerioù an doareoù-skrivañ ar Galleg hag al Latin, a veze sellet outo evel yezhoù meur. Dre ma ne oa bet ar Brezhoneg gwech yezh ur stad, eo kinnigoù hiniennoù pe diwar rouedadoù a levezon eo bet savet doareoù-skrivañ bet degemeret mui-pe-vui pe dilezet, doareoù a gaver kichen-ha-kichen a-wechoù. Meur a ahel a gaver an ad-kempennadurioù-se, degaset a-hed ar reformoù : teurel kont eus an distagadur, pellaat diouzh doare skrivañ ar Galleg, unvaniñ ar yezh diwar skouer un unvez broadel, pe d’ur stad da zont zoken. Pep kempennadur a vir lod eus ar perzhioù degemeret a-raok, ha diorren a ra reoù nevez. N’heller gwelet an hini koshañ eus ar c’hemmoù-se ken met dre implij an dibenn-gerioù –ff a gaver abaoe ar Grennamzer e anvioù-familh zo (Henaff da skouer) pe anvioù-lec’h (Dourduff da skouer) ; degaset gant an Tad Maner (1659) evit notenniñ ar c’hemmadurioù hag implij ar c’h ; hini ar Gonideg (1807) gant al lizherennoù k ha w ; hag hini ar C’hLT (1908) gant an tilde evit diskouez ar friadurioù, hag al lizherennoù y- hag lh, ha kement zo.
Tri doare-skrivañ a gaver abaoe un hanter-kant vloaz bennak : ar peurunvan (1941), ar skolveurieg (1953), an etrerannyezhel (1973). M’eo bet an etrerannyezhel doare-skrivañ an UDB er bloavezhioù 1970, hini an hentenn Assimil hag hini geriadur Favereau, ne vez ket implijet nemeur bremañ. Ha ma’z eus bet un toullad mat a levrioù bet embannet e doare ar skolveurieg gant an ti-embann Emgleo Breiz, dre m’eo bet serret e 2015 ez eo aet da get implij foran an doare-skrivañ-se. Ar peurunvan eo a zo bremañ an doare implijet ar muiañ hiriv an deiz neuze, abalamour m’eo implijet gantan holl e kumuniezh ar gelennerien er c’hentañ hag eil derez, o kemer harp war an embann levrioù skol en doare-skrivañ-se ivez, hag un toullad mat a oberennoù lennegel; ouzhpenn da-se eo kaset war-raok gant ar galloudoù publik, ha d’o heul gant Ofis publik ar Brezhoneg, ha brudet ivez dre ar banellerezh divyezhek ha troidigezhioù allivez