E pelec’h e c’heller gwelet skeudennoù eus an Ankoù ?

Aozer : Daniel Giraudon / Genver 2017

N’eo ket e Breizh hepken e veze personiet ar Marv ha graet skeudennoù anezhañ. Pa vez graet anv eus an Ankoù avat, emeur e Breizh-Izel, anat eo. E-barzh savadurioù relijiel pe war o zro an hini e vez gwelet. Kizellet eo bet e mein-greun e Noal-Pondi (XVvet), Bulad-Pestivien (1552), Landivizio (1585), Kleden-Poher (XVIvet), Brasparzh (XVIvet), Lannedern (XVIvet), er Merzher (1619), Plouziri (1635) ha c’hoazh er Roc’h-Morvan (1639). Div zelwenn gaer eus an Ankoù, eus ar XVIIvet kantved, a c’heller gwelet ivez : unan e-barzh iliz Plouilio, eben e mirdi ar Jakobined e Montroulez.

War skeudennoù eus dañs Bekabe e weler an Ankoù c’hoazh. Unan zo bet livet e-barzh chapel Kervaria-an-Iskuit e Plouha (1450-1460) hag eben e Kernaskledenn (e-tro 1464), gwall zihailhet honnezh avat, siwazh. Da bep hini e renk e-barzh an dañsadeg evel er gevredigezh : impalaer, kardinal, roue, dug, eskob, marc’heg, marc’hadour, peizant... Kement den a vez kaset er jabadao, er salmantenn, gant un Ankoù krignet.

Ur ral eo gwelet skeudennoù eus ar Marv personiet e Breizh-Uhel, koulskoude e weler unan kizellet war sablezenn porched an iliz e Sant-Jord (Saint-Georges-de-Chesné, XVIvet) hag unan all livet war lambrusk porched an iliz e Sant-Herve (XVIIvet). Ur saezh hir zo gant an dudenn gentañ, ha mezheret eo eben en he sebeilh, gant un enskrivadur latin : nemini parco, ne espernan den.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Giraudon, « E pelec’h e c’heller gwelet skeudennoù eus an Ankoù ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/e-pelech-e-cheller-gwelet-skeudennou-eus-an-ankou

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù