Emsav

Aozer : Tudi Kernalegenn / Eost 2020

Emsav a vez graet, gant ar re a gemer perzh ennañ dreist-holl, eus al luskad breizhat en e bezh. Perzh anezhañ eo, d’o soñj, kement den ha kement strollad a striv da ziorren bezañs sevenadurel, sokial, armerzhel ha politikel Breizh. Diveret eo an anvmañ eus ar verb « en em sevel », a dalv koulz ha talañ ouzh un dra bennak pe stourm evit un dra all. Biskoazh n’eo bet unvan an Emsav pa zo anezhañ tud disheñvel-tre o mennozhioù.

Tri Emsav zo bet en istor, hervez kont. Padet e oa an hini kentañ eus kreiz an XIXvet kantved (1843, krouidigezh l’Association bretonne) betek ar Brezel Bras. Dre vras e oa an emsav kentañ rannvroelour, mirour ha kristen.

Kaoz zo eus an eil Emsav eus fin ar Brezel Bras betek 1945. Modernour e faote d’al luskad-se bezañ, koulz war dachenn ar yezh (kelaouenn Gwalarn) ha war hini ar politikerezh pa savas ur vroadelouriezh vreizhat krenn ennañ. Koll e holl gred a reas e-doug an Eil Brezel Bed dre ma oa aet ul lodenn vat eus e bennoù bras a-du gant renad Vichy, pe gant an nazied zoken.

An trede Emsav eo an hini a grogas e 1945 . Strivet en deus kerkent d’en em zizober eus roudoù pistrius ar golaborasion ha lakaet en deus ar pep brasañ eus e nerzhioù war dachenn ar sevenadur (krouidigezh ar bagadoù hag ar c’helc’hioù keltiek) ha hini an armerzh (CELIB). Abaoe fin ar bloavezhioù 1950 eo aet war an dachenn bolitikel en-dro, gant ar MOB da gentañ, ha gant UDB war e lerc’h.

Aezet eo ar mod-se da rannañ istor an Emsav dre dri mare distag. Un tamm simpl eo ivez avat. Rak an Emsav, evel m’en diskouez Michel Nicolas, zo perzhioù digemm anezhañ koulz ha disrannoù a bep seurt (etre « rannvroelourien » ha « broadelourien », etre sevenadur ha politikerezh, etre an tu kleiz hag an tu dehou anezhañ, hag all…) ha troc’hoù bras e red e istor. Abaoe ar bloavezhioù 1960-70 ez eo ken gwriziennet al lodenn vrasañ eus an Emsav en tu kleiz, ha kreñvaet e blas e buhez ar gevredigezh vreizhat ken e c’hellfed ober anv eus ur pevare Emsav e gwirionez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Emsav », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/emsav

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité