En XIXved kantved, euz ar heñverz d’an industriez

Aozer : Jean-Pierre Thomin / Gwengolo 2020

Goude brezeliou an Dispah ha re Napoleon, e kompren buan keñverzourien Landerne n’eus dazond ebed ken war marhad diavez al lien lin. Kollet eo bet enezenn Sant-Dominik, brasa trevadenn gall en Antillez, ‘leh ma veze kaset lien e-leiz er hantved araog. Gand Dispah frankizour Bro-Spagn e 1820 eo liezkementet an taillou maltourer ha kemer a ra tro trevadennou Amerika ar Zu evid troha al liammou gand Bro Spagn. N’eus mui marhad ebed du-ze kennebeud.

Ne jom nemed hini an armeou, darempredet dija e-pad ar brezeliou. Nemed e fell d’ar Marin kaoud danvez gwelloh, a galite ingal ha marhamatoh eged lien an artizaned war ar mez. Red eo, evid dond a-benn, implij mekanikou ha renevezi penn da benn labour al lin. Kroui a ra e 1821 ar strollad Radiguet-Goury-Poisson-Heuze eur stal geñverz hag a brodu ivez lien. Implijet e vez abred ganto ar vulzun vekanik hag an energiez dre dan. Digemeret e vez o lien gand ar Marin hag a zell outo evel ar re wella. E-kreiz ar bloaveziou 1820 eo echu gand artizaned Lokorn evid al lien kanab. Hag e fin ar bloaveziou 1830 eo tro al lein lin « bretagnes », produet tro-dro da Gintin, da vond da get.

O tilezel ar paramanti, e klask al Landerneviz mond asamblez gand o hevezerien dosta, euz Landivizio ha Montroulez, a-benn beza mestr war ar marhad. Sevel a reont e 1845 ar Société Linière du Finistère, brasa stal prevez Penn ar Bed, gand beteg 5 000 micherour. Kroui a reont eul labouradeg vraz neza lin euz ar re voderna e Landerne, gand mekanikou euz Breiz-Veur.

Med ne dremen ket ar hantved, o veza re dalhet ouz ar Stad hag a bren 70% euz ar produiou, ha kuitez da veza dibabet ar hotoñs, pa ne ree ket berz ken al lin. Echu eo e 1892 gand an taol-esa nemetañ e Breiz evid sevel industriez al lin.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Pierre Thomin, « En XIXved kantved, euz ar heñverz d’an industriez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/en-xixved-kantved-euz-ar-henverz-d-an-industriez

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité