Trafika ha paramanti
Beva a ra kêr gand koñverz ar hrez, lien lin moan Bro Leon, kaset d’an Antillez dre Vourdel ha Baiona, da Vilbo evid diabarz Bro Spagn hag Amerika ar Su. Mestr eo al Landerneviz war an trafik-se a drugarez da reoliaduriou Colbert hag a laka da zouja ouz kalite al lien. N’eus nemed St-Malo, Montroulez, Naoned ha Landerne a vez roet dezo ar gwir da ezporzia.
Digaset e vez endro gand ar bigi gwin hag odovi euz Bro Vourdel, ‘leh m’eo Landerne e-touez brasa porziou Breiz-Izel. Karga a reont spoue-dero, saovon, prun seh, produiou an inizi, koad priziuz. Euz Baiona e vez digaset funiou kanab, koad-prenn, rousin da galafati. Karga a reont houarn e Bilbo hag holen er Groazig. Da vare ar peoh, ez eont da Vro Gembre da gerhad glaou-douar. Kalzig euz ar marhadourez-se a zo evid ar Marin. Ezporzi a ra Landerne greun, sardin, produiou al labour-douar, lien ha neud, lêr, paper. Berz a ra ar hoñverz gand ar peoh (1713-44). Padal, brezeliou war grisaad e eil lodenn ar hantved a ra droug dezañ. War zigresk ez a produi ar hrez, euz 44 225 pez merket e 1744, da 20 512 e 1788. Kemered a ra o flas goude 1750 al lêr kivijet e traonienn an Elorn ha dreist-oll e Lambaol-Gwimilio.
Mond a ra 11 bag da Vourdel e 1698-99 ha 17 e 1721. Ema ar flodad en e barr e 1739 gand 23 bag (809td), med gouzanv a ra ar brezeliou. Spontuz eo hini Herez Aostria : ne jom nemed 5 bag e 1748. Torret eo an adsav da heul gand ar brezel Seiz bloaz. Gwelloh eo dibenn ar hantved. Gand brezel Dieubidigez Amerika (1778-83) eo pelleet ar flodad saoz ar pez a ro nerz d’an trafik a zo en e uhella gand 19 bag (1 084 td) e 1784. War ziskar ez a, avad, gand enkadenn bloaveziou diweza ar Renad Koz.
Daou du ar brezel
Aliet gand Colbert, e kas Loeiz XIV eur politikerez o noazoud da ekonomiez Breiz. Taga a ra koñverz Bro Saoz, o kreski an taillou maltouter hag o lakaad diesoh ar mezer saoz da zond tre. Diouz o zu, ar Zaozon ha gresk ar gwiriou war lien Breiz, ar pez a laka Montroulez da ziskara. Brouda a reont ivez ar produi lien en Iwerzon hag e Silezia, oh ober kevelerez da lien Breiz. Kollet eo marhad ar Portugal e kreiz ar hantved.
Stalia a ra ar Stad he henta porz brezel e Brest, a-benn sevel eur flodad. Gounid a ra al Landerneviz kargadou-distro gand pourveziou sevel bigi ha gwin. Chom a ra o hoñverz emrenn, o veza ma vez ezporziet produiou an tro-war-dro ganto. Dindan beli a Stad emaint muioh-mui, avad. Goude peb brezel e ‘z a war ziskar budjed ar Marin ha digreski ar ra e goulennou.
Keñverzourien o vond war ‘raog
En em stalia a ra marhadourien a-ziavez azaleg 1660, ar pez a zizkouez pegen birvidig eo ar porz. Arnaud Duthoya eo an hini kenta, deuet da werza gwin ti e famill euz Bourdel. Dond a reont euz broiou ‘leh ma vez produet marhadourez gwerzet e Landerne : gwin Bourdel, lienaj Normandi, desachet ma ‘z int gand ar spi ober berz. Dimezi a reont Bretonezed ha sevel a reont lignezou a bad a-wechou beteg kreiz an XXved kantved. Lod anezo, evel Yann-Vadezour Mazurie, an hini pinvidika, erruet e 1716, a zigas ganto sammadou arhant hag a laka anezo e penn ar vourhizien. An 2/3 euz ar heñverzourien int hag eilpenna a reont ar hierarkiez sokial ma oa ofiserien ar gwir hag an arhant e penn anezi. Enebto ez eont e penn an ti-kêr e 1721. Sevel a reont tiez-meur pinvidig ha prena madou, en o-zouez maneriou war ar mêz. Mond a reont war ar renk da gaoud kargou gand ar spi dond da veza nobl.
Ma ‘z eo war hortoz koñverz ar Vontrouleziz hag a implij bigi a-ziavez, oberiant eo hini al Landerneviz ha paramanti a reont bigi. Kadarneet eo e 1769 gand enseller al labouradegou : « ne vez labouret gand tiez-koñverz Montroulez nemed dre gomision ha pa n’eus ket a houlennou gand an estrañjour e chomont dilabour. Re Landerne […] a labour kalz war o hont ». Goude 1763 e teu da veza, gand Berteleme Kerroz, 3de porz Bro-Hall e Bilbo, goude Naoned ha Baiona hag koulz lavared an hini nemetañ euz Breiz-Izel en trafik
C’hoant o-deus ar heñverzourien ober koñverz gand an inizi. Naha a ra ar Feurm meur, kuitez da gaoud dispignou ha floderez, med tremenet e vez e-biou. E 1739-45, e kemer Jean Duthoya, asamblez gand ar re Surcouf ha keñverzourien euz Masilla ha Cadiz, lodennou war al Louis-Erasme hag a ra an trafik kuz en Amerika ar Su, a-benn digas piastred endro. Kaset e vez gwin d’an Antillez euz Bourdel ha trakika a reer briz-marhadourez. Dond a ra bigi euz an inizi e Landerne, 22 dindan 18 miz e penn kenta brezel Dieubidigez Amerika. Kaset e vez reou all da voruta en Douar nevez. En em stalia ar ra ar re Verduc e 1710 ha Villard e 1785 e Cadiz, leh-meur an trafik war zu Amerika ar Su. Ha kas a ra, paramantourien ‘zo, rederien-vor da peb brezel.
Oh ezporzia hag emporzia e sikour Landerne, porz a eil renk, rei buhez da ekonomiez Breiz. Oberiant eo e geñverzourien war dachenn ar hoñverz ar pez a laka a porz da jom emrenn e-keñver e amezeien. Dond a ra brezeliou an Dispah ha re Napoleon da drubuilla an trafik-ze.