Etnografiezh Plozeved er sinema

Aozer : Bernard Paillard - Gaïd Pitrou / C’hwevrer 2023
Graet ez eus bet meur a film gant ar skiantourien e-pad enklaskoù Plozeved ha Goulien.

Les Gens de Saint-Démet gant Monique ha Robert Gessain

E 1953 e oa bet krouet poellgor ar filmoù etnografek gant etnologourien ha filmaozerien a felle dezho diazezañ o doareoù da filmañ war ar skiant hag ar sinema memes amzer. Dindan e warez e oa bet sevenet ha frammet pemp film gant Monique ha Robert Gessain. Dindan titl Les Gens de Saint-Démet e oant bet bodet (sant patrom Plozeved eo Sant Deved). Ken abred hag an hañv 1961 e oa bet filmet ar senennoù kentañ, war demoù distag da vat (pe dost) diouzh an enklaskoù bet pe da vezañ lañset. Ur film diwar-benn ar boued a oa bet graet da skouer, hag ennañ ne oa anv ebet eus al labourioù war ar vezhurouriezh a oa bet graet gant skiantourien all. Gant ur c'hamera liv 16 mm hep son sinkronel (e-kichen e veze enrollet ar son) e oant bet filmet. An teknik hag an diouer a arc'hant ne aotreent ket ar skeudennoù hag ar sonioù da vezañ lakaet kenamzer da vat, neuze e oa bet lakaet displegadennoù e mouezh off kentoc'h eget lakaat an dud filmet da vezañ klevet. Rener ar skeudenniñ a oa anezhañ Roger Morillère, eus ar greizenn stummañ d'an enklaskoù etnologel e mirdi mab-den. Frammet ez eus bet pemp film berr diwar un tregont eurvezh bennak a reuchoù. Anv a zo enno eus buhez annezidi ar porzh-bigi e Les Pêcheurs de Pors Poulhan (1965, 34’), eus buhez ar beizanted e Les agriculteurs (1965, 48’), eus tud ar vourc'h e Le Bourg (1966, 48’), eus ar boued e Les Gestes du repas (1966, 33’), eus ar c'hoef hag eus ar vicher a gemener e Le Costume (1966, 20’).

Film ''Les agriculteurs''de Robert et Monique Gessain (1966). Source : La cinémathèque de Bretagne        

 

Un doare etnologiezh warez eo ar filmoù-mañ, hag anv a zo enno eus ur bed o vont da get. Kinnig a reont ar cheñchamantoù er gevredigezh o washaat ar c'hemm mat a zo etre ur sevenadur hengounel o vervel hag ur gevredigezh a-vremañ lec'h ma vez produet, bevezet ha bevet e doareoù nevez.

Displijet e oa bet lod eus ar Blozevediz ganto d'an ampoent rak diskouezet int evel tud gant gizioù kozh, met hiziv eo cheñchet ar sell warno. Gwelet e vezont evel ul lodenn eus glad ar gumun rak testenioù bev int eus ur sevenadur hag ur gevredigezh n'eus mui anezho.

Goulien, gant Christian Pelras

Edo skipailhad mirdi mab-den o filmañ e Plozeved, ha n’en em gave ket da C'houlien. Prenañ a reas neuze an etnologour Christian Pelras, gant e voneiz dezhañ, ur c'hamera 8 mm Eumig evit krouiñ dielloù diwar e enklaskoù war an dachenn (1962-1964). Ur c'harned enklaskoù gwir hag anterin en doa filmet neuze war ar pemdez.

Film ''Lever du jour à Goulien'' de Christian Pelras en 1963. Source : Cinémathèque de Bretagne

E 2000 e oa bet divizet frammañ anezhañ en-dro gant harp teknikel Gwarez filmoù Breizh. Skignet ez eus bet ur rak-frammañ d'an dud bet filmet gwechall ha da dud kar dezho. O evezhiadennoù a zo deuet da vezañ lodenn vrasañ bandenn son ar film peurglok, Travaux, fêtes et saisons dans le Cap Sizun : Goulien 1962-1964.

Reiñ talvoudegezh d'ar filmoù

Les Gens de Saint-Démet hag e reuchoù a zo bet fiziet e Mirdi Breizh gant mirdi mab-den. Goulennet en deus ar mirdi gant Gwarez filmoù Breizh e vefent niverelaet ha lakaet war wel. War lec'hienn Gwarez filmoù Breizh e c'heller sellet ouzh ar filmoù hag ar reuchoù evit netra, ouzh ar filmoù diwar-benn Goulien ivez. 75 bandenn son bet enrollet e-pad ar filmañ he deus Gwarez filmoù Breizh ivez. Treuzskrivet ha troet eo bet an elfennoù brezhonek ha gallek.

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Paillard - Gaïd Pitrou, « Etnografiezh Plozeved er sinema », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/etnografiezh-plozeved-er-sinema

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité