Bernard Paillard
E 1965 e oa Bernard Paillard studier war ar bsikologiezh hag ar sokiologiezh e Roazhon, ha gopret e oa bet gant Edgar Morin evit e enklask diwar-benn Plozeved. Ezel eus e unvez klaskerezh parizian e teuas da vezañ e 1967, a-raok dont da vezañ enklasker er CNRS evit e vuhez-labour-pad. Gant ar pezh en doa bevet e Plozeved ez eas d'ober studiadennoù treuz e tiriadoù kudennoù prederius dezho evel bro Pleg-mor Fos o vezañ industrielaet (La damnation de Fos, Seuil, 1981), pe kêr Marsilha pa oa paket gant kleñved-red ar sida (L’Épidémie. Carnet d’un sociologue, Stock, 1994). Dont a reas en-dro da Blozeved adalek 1998 evit labourat eus un tu diwar-benn istor an enklaskoù hag o dielloù, hag eus un tu all diwar-benn an doare ma c'hell tud arsellet gwechall dont da vezañ arsellerien o istor dezho.