Alejiñ boued er gêr ne yae ket en tu all d’un henvoaz treuzkaset a-bell eus ar vamm oc’h ober d’ar verc’h o sellout hag o klak ober evelti d’he zro. Gant an dorn e veze muzuliet an drammoù : bozad, divvozad, meudad, unan anezhe pe meur a hini. Skuilhet e veze baz ar c’hrampouezh gant kozh tasoù ha muzuliet skejennoù andouilh gant laonenn ar gontell ha mat pell zo … Displegadennoù ne veze ket nemeur dioute : jestroù tra ken. Ne veze a gemmoù nemet ar re a oa ret evit en em ober eus nevezintioù a-seurt gant ar poazhañ gant gaz.
An hini a vez o klask dastum ar skiant prenet-se d’he lakaat dre skrid ne c’hell ket ober kement all avat. N’eo ket oc’h ober a-vras e taper adkavout ar blaz a vez kaoz dioutañ gant ar gelaouerien. Bras eo hon anaoudegezh eta ouzh Simone Morand (1914-2001) evit al labour bras bet kaset ganti o tastum sekredoù-kegin an henvoaz hag ouzh o lakaat dre skrid evit keginerien Breizh m’eo bet-hi lakaet da vaeronez dezhe.
Strivet o deus keginerien veur ar vro goude-se, da grouiñ ur geginouriezh vreizhat diwar ar sekredoù uvel bet dastumet er familhoù. Klasket zo bet doujañ ouzh spered orin ar meuz en ur zegas dezhañ bouedoù nevez hag a rae berzh. Er mod-se ez eo bet azasaet ar c’hig-ha-karz gant Olier Bellin a Blomodiern, o lakaat legestr e lec’h ar c’hig paneveken.