Farzoù Breizh

Aozer : Patrick Hervé / Meurzh 2021
E Breizh e soñjer pa vez graet anv eus farz. A bep seurt meuzioù zo eus ar farz avat, dishañval o doareoù ha pa vefe ar memes mod-ober orin dezhe-tout : poazhañ en ur sac’h. Cheñchet eo bet ar rekipe kentañ tamm-ha-tamm ha meur a seurt farz zo bremañ, farz-forn ha kig-ha-farz paneveken, deuet da vezañ arouezioù keginerezh Breizh.

Farz a vez graet ivez eus meuzioù all, dishañval-tre, en Arvernia, Savoie pe Poitou. Un termenadur strizh zo d’ar ger farz er geriadurioù avat pa ne vez kaoz enne nemet eus ur meuz a Vreizh, dous ha poazhet er forn. E Breizh koulskoude e reer farz eus a bep seurt, ar c’hig-ha-farz (ur seut farz-sac’h anezhañ) hag ar farz-forn paneveken.

Ar farz-sac’h

Elen zo lorc’h enni gant he farz-sac’h – foto gant Padrig Herve
Bara an hini a veze debret dreist da bep tra, a-raok an Dispach. E Breizh avat ne oa ket aezet ober bara. Ed-du a veze gounezet dreist-holl, aezet o gounid war douaroù paour pe freuzet a-nevez. Gluten a vank d’ar greun-se avat evit lakaat an toaz e go. Ne veze ket a fornioù gant tud ar bobl ouzhpenn-se pa oa an noblañsoù perc’henn warne-tout, ha rouezh e oa an danvez-tan. Sell ma ranke ar pep brasañ eus an tiegezhioù labourerien-douar ober gant edajoù all : yod, krampouezh ha farz-sac’h. Ne oa ket ezhomm eus ur forn nag eus danvez-tan eus an dibab evit poazhañ en dour berv toaz ed-du paket en un tamm lien pe en ur c’hozh milgin. Keñveriet e oa bet ar mod poazhañ-se gant hini ar pudding e Breizh-Veur gant beajourien an XVIIIvet kantved, ken hañval e oant o-daou. Un astez bara gwak ha poazhet-fall e oa eus ar farz-se da skrivas soudarded zo, bet kaset e gwarnizon e Breizh..

 

En XIXvet kantved e oa bet ijinet ar c’hig-ha-farz hag ar farz-forn

A-drugarez da araokadennoù al labour-douar en XIXvet kantved e voe tapet gounid edeier, segal paneveken. War un dro e voe aotreet an dud, estroc’h evit ar binvidien, da sevel fornioù. Diwar neuze e c’hellas an dud diwar ar maez poazhañ bara o ziegezh kement ha m’o deveze ezhomm. En toleadoù paourañ avat e talc’has an dud da boazhañ toaz er seier : chumpod pe kouign-pod e enezennoù Bro-Wened, Groux er Brier. E Bro-Leon, er c’hontrefed, e teuas ar c’hig-ha-farz da vezañ arouez ar binvidigezh savet diwar ar gounid legumaj. Ur meuz klok eo hennezh, poazhet asambles gant kig ha legumaj. Ruilhet e vez ar sac’had d’ober bruzun farz. Ar c’hig hag ar farz a vez debret da sul hag ar peurrest e-pad ar sizhun, fritet pe soubet.

Bep ma kreske an tachennoù e voe ret d’an dieien enrollañ mevelien ha tuta devezhourien evit an devezhioù bras. War-bouez o genou an hini veze tapet ar vicherourien wellañ avat ha n’eo ket gant stlipoù-logod ! Gant farz-forn ne lâran ket, hag evel-se e veze graet… pa veze tomm an amzer, laezh puilh digant ar saout ha vioù e-leizh gant ar yer, dres da goulz an devezhioù bras. Poazhet e veze ar farz war-lerc’h ar bara e-keit ma oa tomm ar forn c’hoazh. Prunaoz pe lodivi a c’halle ar batronez lakaat ouzhpenn en toaz kement ha ‘n em ziskouez lark ha kas he brud vat pelloc’h.

 

A bep seurt farz c’hoazh

Farz a vez graet eus a bep seurt meuzioù all c’hoazh, a vez aozet da degouezhioù zo hag e toleadoù bevennet-strizh. Farz gwad, da skouer, a veze graet war Enez Eusa pa veze lazhet ar porc’hell, o livañ an toaz gant e wad. Farz al leue bihan a veze aozet gant laezh-nuz ar saout a oa o paouez halañ. Farz pitillig pe farz buan a veze aozet war ar prim o skuilhañ baz war ar billig hag ouzh e dreiñ gant ul loa-goad da gaout bruzun poazh.

Ar rekipeoù war gemm en XXvet kantved

Adalek fin an XIXvet kantved en em gavas ar farz-forn war taolioù bourc’hizien Pariz pe kêrioù gall all, dre ar merc’hed yaouank a veze kaset da vatezh eno, pa c’hallent kavout e kêr kement tra a oa ezhomm dioutañ evit e aozañ.

E-pad pell n’eus bet eus ar c’hig-ha-farz nemet e norzh departamant Penn-ar-Bed. Adalek ar bloavezhioù 1960 avat e krogas kevredigezhioù Bretoned Pariz da aozañ anezhañ evit ar banvezioù bras a veze savet da zastum arc’hant evit a bep seurt oberennoù. Gwellaet e voe ar rekipe orin o kinnig koulz farz ed-du ha farz gwinizh, koulz kig ejen ha kig moc’h, an eil sko ouzh egile, amann teuz sof-kont war o gorre. Evel-se e voe lakaet ar meuz-se, ken dibar ha ken plijus e rannañ gant egile, war renk keginerezh Breizh, koulz hag ar farzoù all, dibennoù-pred pe meuzioù pennañ anezhe, en tiegezhioù koulz hag er predvaoù hag en ostalerioù eus an dibab.

.

Kig-ha-farz forom Plouzeniel, ouzhpenn mil kouviad ouzh taol. Foto gant Padrig Herve 

 

Teul bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Hervé, « Farzoù Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/03/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/farzou-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité