FLB hag ARB, ar stourm politikel armet e Breizh (1966-2000)

Aozer : Erwan Chartier / Mae 2021
Tra ma oa en o c’herzh, dre ar bed a-bezh, an didrevadenniñ, ar stourmoù evit dieubidigezh vroadel ar pobloù, hag an trubuilhoù a heje reizhadoù politikel ar C’hornog, demokratel sañset, e savas e Breizh, e deroù ar bloavezhioù 1960, ar Front de Libération de la Bretagne (FLB) hag an Armée républicaine bretonne (ARB) a zeuas lizherenn R he anv da dalvezout kement ha « révolutionnaire » a-benn un dek vloaz bennak war-lerc’h. Brudañ ar gounnar a oa savet e don kevredigezh Breizh e tapas an FLB-ARB ober, kantadoù a izili dezhañ e-doug daou-ugent vloaz ha pa ne dapas biskoazh stagañ e stourm ouzh un ideologiezh resis.

War hent ar feulster

Evit a sell ouzh ar « stourm armet » e tapas Breizh un tamm brav a lañs war pobloù all ar Stad c’hall, rak e 1932 an hini e voe kaset ar gwall-daol kentañ er vro-mañ. Ar bloavezh-se e tapas ar strollad broadelour Gwenn-ha-du lakaat ar monumant bet savet e Roazhon e koun stagidigezh Breizh da Rouantelezh Bro-chall da darzhañ.

Brasoc’h-brasañ e teuas c’hoant en Emsav da vont war hent ar stourm armet adalek 1964. Drailhet e oa ar Mouvement pour l’Organisation de la Bretagne gant an disrann a oa savet ennañ, kement ha ken bihan ken ec’h eas ul lodenn vat eus e izili yaouank kuit dioutañ ; hag int ha krouiñ an Union démocratique bretonne, ur strollad gwriziennet splann en tu kleiz.

Da soñj broadelourien yaouank ar MOB e oa hollret ar stourm « dre an armoù » evit Breizh, hag un doare efedus da gas ar stourm politikel war-raok, war skouer an Irish republican Army (IRA) en Iwerzhon pe hini ar Front de Libération du Québec (FLQ).

An taolioù-tarzh kentañ

D’an 18 a viz even 1966 e teuas anv an FLB war-wel evit ar wech kentañ, war un ardivink-tarzh bet lakaet e kevioù tailhdi Sant-Brieg. D’an 13 a viz gouere 1967 e tiflukas an ARB. Hag an aozadur-se ha lakaat tarzhañ ur pourpez pellgomz treuzkevandirel e Vigneux-de-Bretagne. Pa ne oa dioutañ nemet strolladoù distag da gentañ ec’h eas an emsav nevez war unvanaat, dezhañ ur « pennrenerezh » hag ur C’huzul meur politikel.

Siell an FLB. Dastumad prevez Erwan ChartierE miz genver 1968 e voe taget pemp savadur melestradurel, tailhdier ar pep brasañ anezhe. Ha, kaeroc’h c’hoazh, e lidas an aozadur e ugentved taol war an ton bras o tagañ kazarn ar CRS13 e Sant-Brieg en noz eus an 28 d’an 29 a viz ebrel 1968. Un daou-ugent bennak a daolioù a seurt-se a voe kaset e Breizh eus 1966 betek fin ar bloavezh 1968. Dismantret e voe an FLB-ARB kentañ gant ar polis avat e fin ar bloavezh 1968 ha deroù ar bloavezh 1969.

Souezhet e voe an dud – ha nec’het gouarnamant de Gaulle – o welout e oa beleien ha tud a bep seurt renk e-touez an damallidi. « Beleien, peizanted, studierien : an holl ac’hanomp a oa e-barzh » a zispleg Ronan Kerhousse, krenn ha krak. « Breizh a oa ac’hanomp e-barzh an toull ! ».  Hag ar c’henskoazell o sevel neuze, en-dro da grouidigezh ar gevredigezh « Skoazell Vreizh ». Mizioù-pad e voe dalc’het stourmerien Breizh e toull-bac’h La Santé, ken e teuas o stad da vezañ ur pouez brasoc’h-brasañ evit ar galloud, bep m’ac’h ae an tabutoù politikel war stegnaat. Neuze e reas ar prezidant George Pompidoù e soñj distaoliañ an holl brizonidi, kement ha klask distegnañ an traoù un tamm.

Un eil FLB, « diouzh al lezenn »

Meur a brizoniad-bet ac’h eas d’ober an eil FLB, a veze graet « diouzh al lezenn » dioutañ dre ma oa bet disklêriet ez ofisiel er prefeti e 1970. Gwriziennet mat en tu kleiz e oa, tudennoù a bep seurt, personelezhioù kreñv anezho ennañ. Ne badas ket pell avat, ken don e teuas an disemglevioù diabarzh da vezañ, abalamour d’ar re greñv ma oa ar personelezhioù-se just-awalc’h.

N’ec’h eas ket e oberiantiz pelloc’h evit sevel ur meeting e sal La Mutualité e Pariz d’ar 5 a viz du 1969. Un daou vil bennak a dud a zeuas an nozvezh-se da selaou un aridennad prezegennourien : an abad Lebreton eus Gouanac’h, an tad Jean Chardonnel, an doktor Guy Caro, ezel ar PSU anezhañ, ar c’hazetenner saoz Peter Berresford Ellis, Jean-Pierre Vigier, ezel-bet eus Kuzul-kreiz ar Strollad komunour gall… o chaokañ gerioù diwar-benn ar sokialouriezh vreizhat, a-us ur giton hag a c’helled lenn ar gerioù-mañ warni : «  Eus Nevenoe d’an FLB, a-stroll gant Ho Chi Minh hag an Che »

Goude an taol bet skoet ouzh Savadur ar Melestradurezh e Gwened e miz gouere 1975. (lodenn). Dielloù kêr Gwened

Adalek 1971 e voe kaset gwalldaolioù all, sinet gant a bep seurt anvioù : « FLB-Armée républicaine bretonne », « FLB1 », « FLB-Armée révolutionnaire bretonne », « Commandos forces paysannes bretonnes ». Gant hiniennoù emren ivez e voe lakaet bombezennoù zo.

E 1972 e voe dalc’het prosez unnek stourmer gant Lez-varn Surentez ar Stad. Unan eus brasañ taolioù bruderezh an Emsav a voe d’ar c’houlz-se. Buan awalc’h e voe lakaet ar gaoz war ar perag eus an taolioù-se ha n’eo ket war an taolioù o-unan ken : an harz-labour er Joint Français, an adlodennañ, diaesterioù al labour-douar, distruj an Arvor gant industriezh ar betoñs, dilez ar maezioù, an divroañ, mont en-dro an ensavadurioù… Ar greizennouriezh c’hall hag obererezh ar Stad c’hall e Breizh an hini a voe lakaet e kaoz adal neuze. Taolioù-kastiz skañv awalc’h a voe tapet gant an damallidi a-benn ar fin ha laosket e voent da vont kerkent ha barnet.

Kresk ar feulster politikel (1974-1978)

O c’hoari a bep eil gant an taolioù-bazh hag an distaoliadegoù ne ouie ket ar gouarnamant gall penaos ober gant « kudenn Breizh », ha pelloc’h c’hoazh gant ar mouezhioù « rannvroelour » a save, difeuls en Okitania, un tamm feulsoc’h en Ipar Euskadi ha tarzhus da vat e Korsika. D’an 30 a viz genver 1974 e voe votet un dekred gant Kuzul ar vinistred evit divodañ an FLB-LNS, an FLB-Armée-républicaine bretonne, un aozadur korsat (Front populaire corse de Libération) hag unan all en Euskadi (Enbata).

Neuze, e miz here 1975, e voe harzet ur c’hant bennak a stourmerien vreizhat da goulz an taol-rastell « Sultan IV ». Ne chomas ket an FLB-ARB e lip war e lap evit afer-se : en noz eus ar 14 d’ar 15 a viz c’hwevrer e tistrujas paotred an hentoù don peul bras an tele er Roc’h Tredudon, er Menez Are, ken propr ken ne voe ket eus programmoù an tele golist (an ORTF ) ken e Breizh-Izel sizhunvezhioù-pad.

Un dresadenn-c’hoap gant Serj Pineau (lodenn). Gwirioù miret strizh

Soniñ diwezh ur prantad a reas gwalldaol ar Roc’h Tredudon. Diwar neuze e voe an FLB-ARB « dispac’hour », hag eñ gwriziennet en tu kleiz,  mestr war an hentoù don. Ha bombezennoù e leizh betek 1978. Ouzhpenn hanter-kant gwalldaol skoet ouzh savadurioù a voe kaset e Breizh er bloavezh-se.

Fromus e oa taolioù zo, a seurt gant damzistruj ur c’harr-nij Fokker 27 daou blas ha hanter-kant anezhañ hag a rae ar monedone etre Pariz hag aerborzh Kemper, e noz an 8 a viz eost 1974. En tu all da degadoù a savadurioù publik e voe taget ivez embregerezhioù hag a denne o mad eus an adlodennañ pe eus al lanvioù du. Dreist d’an holl daolioù fromusañ emañ an hini a wallas unan eus kazelioù kastell Versailhez d’ar 25 a viz even 1978. Bihan e voe an distruj. Ar brud avat a voe eus ar braouac’husañ.

 

Ur « flik meur a Vreizh »

Ha pa ouie ar pep brasañ anezhe teurel pled e oa dañjerus ar vicher a vombezour. D’an 30 a viz gwengolo 1976 e voe lazhet Yann-Kael Kernalegenn, ur stourmer yaouank eus an FLB, gant ar vombezenn a oa o staliañ ouzh ur savadur eus ar c’hazarn a oad o sevel war dachenn Ti Voujeret e Kastellin. Adalek 1978 avat e voe dismantret an holl rouedadoù an eil war lerc’h eben gant polis ar barn. E penn e servijoù e Breizh e oa Roger an Tailhanter, ur « flik meur » a Vreizh anezhañ hag a reas gant paotred an hentoù don evel ma oa kustum d’ober gant ar forbanerezh : titoura, heuliañ war guzh, selaou ar pellgomzadennoù hag a-benn ar fin tapout al louarn e loch ar yer. Gant doareoù a seurt-se e voe toullbac’het un daou-ugent bennak a emsaverien e 1979. Evit an aozadur da vezañ gwanaet e tapas memestra unan eus e skipailhoù lakaat tarzhañ kenkiz ar c’homiser e Breheg e kreiz an deiz, d’an 30 a viz mae 1979.

Al lid e koun Yann-Kael Kernalegenn, merzher kentañ an FLB, e bered Kerfeunteun e Kemper e miz gwengolo 2006. Foto gant Erwan ChartierBep ma talc’hed da herzel stourmerien e veze dalc’het o frosezioù, an eil war-lerc’h egile e Lez-varn Surentez ar Stad, krisoc’h-krisañ an taolioù-kastiz a gouezhe warne. Un digarez da vrudañ diaezamantoù pobl Breizh e oa eus ar prosezioù-se ivez, seul vuioc’h ma teue da souten an damallidi testoù hollvrudet evel ar jeneral de Bollardière, Haroun Tazieff, Louis ar Peñseg pe Michel Rocard.

Ar barrad diwezhañ ?

Cheñchamantoù a voe da heul dilennadeg François Mitterand da brezidant ar Republik e miz mae 1981. Gantañ e voe roet harz d’ar raktres sevel ur greizenn nukleel e Plogoñv, divodet Lez-varn Surentez ar Stad ha distaoliet ar brizonidi bolitikel. Lezennoù kentañ an digreizennañ a voe embannet ivez gant ar galloud nevez-se ha krouet kuzulioù-rannvro dilennet gant an holl. Sioulaat tu pellañ an Emsav a seblantas ober kement-mañ, e-pad ur prantadig d’an nebeutañ. Neuze e klaslas an tu-pellañ-se en em frammañ ha mont war dachennoù-stourm nevez, e sell d’an holl hiviziken. E 1983 e voe savet ur strollad dizalc’hour, sokialour hag emrenour, Emgann e anv. D’ar memes koulz e voe savet Stourm ar Brezhoneg a stagas gant an duañ panelloù-hent evit ma vije eus ur panellerezh brezhonek war vord an hentoù.

E 1983 avat e voe kaset gwalldaolioù en-dro, war anv an Armée révolutionnaire bretonne. Taget e voe gant an ARB koulz  savadurioù melestradurel ha burevioù an ANPE (Agence Nationale pour l’Emploi) pe stalioù labour dre hanterouriezh. Diskouez a rae ar stourmerien nevez-se bezañ gwan awalc’h o stummadur teknik avat. Gloazet-fall e voe unan anezhe e Sarzhaw e 1984 pa oa o prientiñ un taol, hag e 1985 e voe lazhet Christian ar Bihan, un ezel all eus an ARB, pa oa o staliañ un ardivink-tarzhañ ouzh dor lez-varn Gwengamp. Un harz a voe roet gant ar gwallzarvoudoù-se da oberiantiz paotred an hentoù don.

Bretoned hag Euskariz dorn-ha-dorn

Arru e oa ar stourm armet war e dalaroù pa voe dilezet da vat etre 1990 ha 1992 diwar goulenn ETA, evit aezetaat degemer repuidi ha stourmerien dre guzh Euskal Herria e Breizh. Adalek 1992 avat e tommas an traoù adarre, abalamour ma veze heskinet gant ar polis degadoù a Vretoned tamallet oute bezañ sikouret Euskariz deuet da glask repu dre guzh e Breizh. E 1993 eta e stagas emsaverien nevez, harpet gant lod eus « re gozh » ar bloavezhioù 1970 gant ar feulster en-dro. Un daou-ugent a walldaolioù an hini a voe kaset gante e-korf seizh vloaz.

Berzh a reas lod dioute er mediaoù, evel ar re bet kaset ouzh Ti ar Justis e Roazhon (1996), Ti-Kêr Belfort pa oa Jean-Pierre Chevènement ministr an Diabarzh (1998) pe tailhdi Cintegabelle pa oa Lionel Jospin ministr kentañ (1999). E pajennoù lec’hel kazetennoù pemdeziek Breizh avat, ne veze ket gouestlet kalz a linennoù d’an taolioù bet skoet d’ar c’houlz-se pa ne darzhas nemet un hanter eus an ardivinkoù bet staliet etre 1998 ha 2000.

Ur vogerskrid livet e enor an ARB e fin ar bloavezhioù 1990. Foto gant Erwan ChartierEn octobre 1999, un commando de militants bretons et basques dérobe huit tonnes d’explosifs à Plévin, en centre Bretagne. Cet explosif sert contre l’attaque meurtrière du McDonald’s de Quévert, le 19 avril 2000, où une jeune femme, Laurence Turbec, trouve la mort. L’événement provoque une vive réaction en Bretagne. Depuis Quévert, la violence politique semble beaucoup moins séduire les militants radicaux bretons. L’ARB ne communique plus depuis l’automne 2000, date à laquelle elle a restitué des explosifs au juge antiterroriste Gilbert Thiel. Elle n’a pas annoncé sa dissolution et il est encore trop tôt pour affirmer qu’elle a disparu.

E miz here 1999 e voe skrapet eizh tonenn a zanvez-tarzh gant ur skipailh emsaverien vreizhat hag euskarat e Plevin, e kreiz-Breizh. An hevelep danvez a voe implijet diwezhatoc’h er gwalldaol bet kaset ouzh stal McDonald’s e Keverzh d’an 19 a viz ebrel 2000, a voe lazhet gantañ Laurence Turbec, un implijadez yaouank. Fromet-bras e voe an holl e Breizh gant an darvoud mantrus-se. Abaoe an taol fall-se ne ziskouez ket tu-pellañ an Emsav bezañ dedennet gant hent ar feulster. Evit an ARB, e chom mut abaoe an diskar-hañv 2000, pa oa bet daskoret ganti da Gilbert Thiel, barner ar sponterezh, an danvez-tarzh a oa ganti c’hoazh. N’he deus ket embannet bezañ en em zivodet evit afer-se. Re abred eo c’hoazh eta evit en embann en he flas.

Koazhet eo da vat ar feulster politikel e Breizh e-doug ar bloavezhioù 2000, koulz hag e Korsika, en Iwerzhon hag en Euskadi, skouerioù meur tu pellañ an Emsav anezho.

 


bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

Levrlennadur :

 

  • Chartier Erwan et Cabon Alain, Le Dossier FLB - Plongée chez les clandestins bretons, Spézet, Éditions Coop Breizh, 2006.
  • Caerléon Ronan, Les Bretons le dos au mur: le FLB devant la Cour de Sûreté de l'État, Paris La Table Ronde, 1973.
  • Bonnet Marie-Pierre, Bretagne 79: des années de poudre, Carhaix, Ed. Egina, 1989.
  • Henry Lionel et Lagadec Annick, FLB-ARB : L'Histoire 1966-2005, Fouesnant, Yoran Embanner, 2006.
  • Documentaire Les années FLB, écrit et réalisé par Hubert Béasse (2013). Durée : 1h45. Coproduction Vivement lundi ! / France Télévision (participation de la chaîne Histoire, partenariat avec l'INA). Conseillers éditoriaux : Lionel Henry, auteur de FLB-ARB : L'Histoire 1966-2005, et Romain Pasquier, directeur de recherche au CNRS et professeur à l'IEP de Rennes.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité