Reiñ a reas glaou-douar Kembre ur pezh lañs d’an aocherezh e Breizh da heul an dispac’h greantel. Ur flodad bagoù dre lien a veze graet « frikerien kranked » dioute a voe savet neuze diwar startijenn tud a vor Breizh. E kement porzh-mor bihan eus Breizh e tegase ar chal ar bagoù bihan-se er goudor.
Adalek 1840 e voe diorreet eskemmoù reoliek gant su Breizh-Veur, harp ouzh henvoaz merdeiñ aodoù norzh Breizh, eus Rosko da Vinig. Ne chomas ket seizhdaletoc’h porzhioù bihan su Breizh, dezho bagadoù a vartoloded hag a baramantourien, eus Pornig d’an Alre dreist-holl, hag a-hed aodoù Kerne-Izel, goudor e-leizh enne. Tennañ o mad eus an diorroadur-se a reas ivez porzhioù foñs an aberioù, Kemper, Gwened ha Redon paneveken. Postoù-min, legumaj prim ha holen Gwenrann ac’h ae d’ober ar pep brasañ eus fred al listri ac’h ae da gargañ glaou-douar e porzhioù su Kembre.
E metoù an dud a vor, boas da skoazell an eil egile e veze alies meur a berc’henn war ur vag, artizaned ha marc’hadourien anezhe, liammet mod pe vod ouzh bed ar mor. Rak arvarus-tre e oa postañ arc’hant er verdeadurezh pa oa peñseoù lod eus planedenn ar bagoù. Tamm-ha-tamm, adalek ar bloavezhioù 1890 e kemeras al listri-karg dre dan, brasoc’h-brasañ anezhe, plas ar bagoù dre lien, ha pa dapas ur flodad fetis awalc’h derc’hel ganti betek ar bloavezhioù 1930.