Tro-ha-tro e-doug an xxvet kantved ez eus bet taolioù-esae evit krouiñ ensavadurioù diwar live ar rannvroioù, lod graet tro wenn ganto, lod all aet da bennvat. Er bloaz 1972 e voe krouet an Ensavadurioù publik rannvroel (EPR), bodadennoù stag ouzh prefed ar Rannvro a c’helle goulenn o ali ganto mar kare, tra ken. An tu-kleiz eo dreist-holl avat, pa oa en tu-enep ha n’eo ket c’hoazh er galloud, en doa lakaet ar stourm evit an demokratelezh er rannvroioù e kreizig-kreiz ar jeu e-pad ar bloavezhioù 1960 ha 1970, kement-se evit respont ouzh ar pezh a c’hoantae muioc’h-mui a geodediz.
Setu pa zeuas ar poent ma voe cheñchet penn d’ar Stad e 1981, e voe lakaet diouzhtu war ar stern gant an tu-kleiz ul lezenn digreizennañ . Ar pal a oa reiñ galloudoù ha kefridioù nevez d’ar c’humunioù, d’an departamantoù ha d’ar rannvroioù. Michel Rocard (ministr Terkerezh an Tiriad e gouarnamant Mauroy) an hini en dije gallet François Mitterrand fiziañ ennañ an adaozañ, peogwir e oa hemañ eus « an eil tu-kleiz », bet a-viskoazh a-du gant seveniñ ur wir demokratelezh er rannvroioù. Gaston Defferre a voe dibabet koulskoude evit kemer e karg « mell afer ar seizhvloaziad », ha hennezh da vat paotr an departamantoù evel ar prezidant. Sed aze perak ez eo bet graet o mad eus an adreizhañ-se gant an departamantoù dreist pep tra. Dezho e oa bet roet ar c’hefridioù nevez, hag hiviziken e oa ar galloud gant prezidant ar C’huzul-Meur (pa oa bet gant ar prefed a-raok). Evit a sell ar rannvroioù, gwir eo ez int deuet da vezañ diwar neuze strollegezhioù lec’hel. En o fenn ez eus bet lakaet pep a guzul rannvro dilennet dre ar mouezhiañ hollek eeun, ha deuet eo prezidant ar vodadenn-se da vezañ penn ar galloud rannvroel. Ar votadeg evelkent, dalc’het evit ar wech kentañ e 1986, a zo diazezet war listennoù dre zepartamant : tolpet e vez da c’houde an dilennidi eus kement departamant e-barzh ur vodadenn hag a vez graet « Kuzul rannvro » anezhi. Seul ziaesoc’h a se gwelet er rannvroioù pennoù bras o tont war wel a-douez ar bern.
Troet gant Stefan Moal