Kenarroud votadeg ar rannvroioù e 2004 e Breizh
Abaoe penn-kentañ an xxivet kantved e vez diskouezet splann gant enklaskoù Arsellva etrebroadel ar politikerezh evit ar c’hwec’hkogn penaos e vez dedennet an dud muioc’h-mui gant galloud ar rannvroioù. Ha tuetoc’h c’hoazh Breizhiz eget ar re all. Anat eo diwar neuze penaos kuzulierien an tu-dehoù, ganto ar muiañ-niver, ha Josilin a Roc’han en o fenn, a oa en em gavet a-skarv p’o doa lakaet ar rannvro da bazenn a eil renk, pell dindan ar Stad war o skeul.
Ur mell lañs a oa gant an tu-kleiz er speredoù dre vras da geñver votadeg ar rannvroioù e 2004. Danvez enep-galloudoù a veze rakwelet gant an tu-kleiz e kement rannvro, peadra da dapout kempouez peogwir e oa ar Parlamant dindan beli an UMP penn-da-benn. Kresket e oa levezon ar mennozhioù a lakae ar rannvroioù gouest d’en em ziorren o-unan, hep na vije disteraet o renk e-barzh skeul ar galloud da live ur bazennig na rafe nemet lakaat e pleustr divizoù politikel ar Stad.
En dro gentañ n’ez eas nemet 25,5 % eus ar mouezhioù gant listenn an hini a oa o tont a brezidant. Gant ar C’hreiz ez eas 11 % ha gant ar Front National 8,4 %. Tra ken met dre ober ar gont etre disoc’hoù listenn Le Drian (38,4 % eus ar mouezhioù), listenn ar Re C’hlas hag UDB (9,7 % eus ar mouezhioù) ha listenn an drotskisted (4,7 %) e oa ar muiañ niver gant an tu-kleiz endeo. En eil tro ez eo listenn Le Drian a yeas e-barzh, naet ha pizh, ganti 58,7 % eus ar mouezhioù. Diwar neuze e voe an tu-kleiz o verañ 24 rannvro diwar 26 er c’hwec’hkogn (war-bouez Alzas ha Korsika).
Disoc’hoù ar c’hentañ tro e Breizh
Niver | % Enskrivet | % Voterien | |
---|---|---|---|
Enskrivet | 2.2207.064 | ||
Anvouezhioù | 785.758 | 35,60 | |
Votoù | 1.421.306 | 64,40 | |
Gwenn pe nul | 64.853 | 2,94 | 4,56 |
Talvoudek | 1.356.453 | 61,46 | 94,44 |
Roll renet gant | Mouezioù | % Talvoudek | Sezioù |
---|---|---|---|
Mme Brigitte Neveux (LFN) | 114.926 | 8,47 | |
M. Lionel David (LXD) | 26.074 | 1,92 | |
Mme Françoise Dubu (LXG) | 64.868 | 4,78 | (LCR-LO) |
M. Josselin Rohan de (LDR) | 347.134 | 25,59 | |
M. Bruno Joncour (LDR) | 150.078 | 11,06 | |
Mme Pascale Loget (LVE) | 131.550 | 9,70 | (Verts-UDB) |
M. Jean-Yves Le Drian (LGA) | 521.823 | 38,47 | (PS-PCF-Radicaux) |
Disoc’hoù an eil tro e Breizh
Niver | % Enskrivet | % Voterien | |
---|---|---|---|
Inscrits | 2.206.047 | ||
Abstentions | 708.830 | 32,13 | |
Votants | 1.497.217 | 67,87 | |
Blancs ou nuls | 66.591 | 3,02 | 4,45 |
Exprimés | 1.430.626 | 64,85 | 95,55 |
Roll renet gant | Mouezioù | % Talvoudek | Sezioù |
---|---|---|---|
M. Jean-Yves Le Drian (LGA) | 840.989 | 58,78 | 58 |
M. Josselin Rohan de (LDR) | 589.637 | 41,22 | 25 |
Mammenn : Ministrerezh an Diabarzh (1añ tro / 2l tro)
Ha Breizh un esparadenn ivez diwar ar souezhadenn deuet eus kostez ar Re C’hlas hag UDB, bodet evit an drovezh-se war al listenn « Breizh c’hlas unvan ha kengred » pe « Breizh nevez asambles ». En dro gentañ ez eas ganto 9,7 % eus ar mouezhioù (131 500 mouezh), ar pezh a rae anezho ur pezh nerzh politikel, ken e vije chomet an tu-kleiz gant ar bihanañ niver hepto. Aet tri sez gant Unvaniezh demokratel Breizh eta, hag ur pevare gant Christian Troadec, maer Karaez, tost ouzh mennozhioù honnezh.
Kevredadelourien aet da guzulierien evit ar wech kentañ
Forzh pegen bihan e ve niver o dilennidi, ez eo bet an dilennadeg-se ur pezh mell arouez dre ar vro, rak ar wech kentañ e oa e vefe dilennet e-barzh ur c’huzul-rannvro, en ur mod demokratel, kuzulierien hag a zisklêrie e oant eno e anv « pobl Breizh ». Adc’hanet eta an Emsav diwar an dilennadeg-se, koulz lavaret, goude un hir a amzer ma ne c’halle ober nemet prezeg pe goulenn hag azgoulenn. Ouzhpenn-se, gant UDB lakaet e karg eus an darempredoù etrebroadel e-touez ar pennoù bras o ren ar rannvro, ez eus bet un digor seul vuanoc’h war-zu un Europa hag a zo o tont : hini ar rannvroioù hag an tiriadoù.
Dre vras, ur mennozh zo o toullañ e hent a-gleiz pelloc’h : n’emañ ket ar vreizhadelezh da vezañ kemeret e kont hepken pa vez anv eus diorren an ekonomiezh pe degas un tammig ene ouzhpenn. Ur wirionez eo ar vreizhadelezh, ha n’haller ket tamm ebet chom hep reiñ mouezh dezhi da vat e-barzh breujoù demokratel ar rannvro.
Kemer e kont kudennadurioù nevez
E Breizh ez eus poentoù diazez e dalc’h : an endro, astenn an demokratelezh er rannvro, diorren an ekonomiezh, an digor etrebroadel, ar yezh hag ar sevenadur, adunvaniñ Breizh, ha kement zo. E meur a geñver e c’heller gwelet endeo ez eus bet disoc’het kalzik a draoù diwar ar c’hempouez politikel nevez.
Mar kemerer an daou boent diwezhañ, a zo e-kreizig-kreiz ar pezh a c’houlenn Breizhiz abaoe an deroù, kaset e oa bet ar re-se un tamm mat war-raok kerkent ha dibenn ar bloavezh 2004. Evit a sell adunvaniñ ar vro, d’an 8 a viz Here e voe votet a-unvouezh gant ar c’huzul-rannvro, diwar intrudu an tolpad « UDB ha tu-kleiz arall », un diviz evit « adlavaret e sav a-du krenn gant mennozh an adunvanidigezh velestradurel Breizh ». Kinnig a ra da brezidant kuzul-meur Liger-Atlantel boulc’hañ kement hent zo dleet, etrezek ar gouarnamant hag ar Parlamant, a-benn tapout kaout aozadur ur referendom diwar-benn ar poent-se. Nag evit a sell ar yezh e voe votet gant ar c’huzul a-unvouezh ivez, d’ar 17 a viz Kerzu 2004, « ur politikerezh yezh evit Breizh » diwar intrudu ar sosialist Yann-Ber Thomin. Ur pezh steuñvenn eo evit saveteiñ ha brudañ ar brezhoneg, diwar skouer Karta ar Yezhoù rannvroel pe minorel bet votet gant Kuzul Europa e miz Mezheven 1992.
Er votadeg rannvro war-lerc’h, e 2010, e chomas ar galloud gant an tu-kleiz, ha biskoazh ne oa bet tapet gantañ kement a vouezhioù : 65,8 %. Nemet justik e voe an traoù evit listenn Le Drian, gant 50,2 % eus ar mouezhioù. Rak ar wech-se e oa listenn ar Re C’hlas hag UDB e-tailh da chom – ha chom a zivizjont ober – en eil tro (tapet ganto 17,3 %).