Gouennoù loened doñv Breizh : Ur c’haer a c’hlad bev

Aozer : Bernard Denis / Gwengolo 2018
Kalz a ouennoù loened doñv, hag a bep seurt anezhe, zo orin eus Breizh. E eil hanterenn an XXvet kantved oa bet dilezet ur c’halz anezhe gant ar sevel chatal, siwazh, pa ne veze miret nemet ar gouennoù frouezhusoc’h, sañset. En deizioù a-vremañ avat, bep ma ya ar sevel-loened gant hent al liesaat, e tap ar gouennoù-se ul lañs nevez.

Ur skeudenn hollvrudet

Ar gouennoù saout eo ar re vrudetañ-tout, ar Re Brizh-Du dreist d’ar re all, pa oa bet o skeudenn danvez skritell Saloñs al Labour-Douar e 2017. Koazhet e oant abaoe ar bloavezhioù 1960, ha pa oa kalz anezhe e deroù an XXvet kantved. Kalz a bri a vez douget dezhe en-dro avat, abalamour d’o c’hig koulz ha d’o laezh, danvez amann ha fourmaj eus ar c’hentañ.

Meleganez Bro-Leon. Foto gant Kevredad Gouennoù loened Breizh

N’eus c’hoazh nemet un nebeut kantadoù a Veleganezed Bro-Leon ha Re Ruz Arvorig. Krog int da baotañ avat. Abalamour d’o amann liv an aour eo brudet eo ar re gentañ, bet strujet diwarne saout Gwernenez moarvat, ur ouenn hollvrudet er bed. Kar da saout Breizh eo saout Jerzenez ivez, ken brudet all er bed a-bezh. En tu all d’o ferzhioù kaer eo saout Ruz Arvorig testoù prizius an istor pa zo dioute strujoù eus an holl groazamantoù bet graet en XIXvet kantved gant saout saoz Durham, mammennoù ur c’halz eus loened-korn Bro Frañs. Ha p’eo kar saout Naoned da strollad saout ar Poatou, saout Breizh int kerkoulz all, bet tapet ul lañs nevez gante ivez, ouzhpenn 1 000 parez anezhe bremañ.

Deñved diwezhañ ar Vro

Deñved Lanneier Breizh. Foto gant Kevredad Gouennoù loened Breizh

Maout Eusa. Foto gant Kevredad Gouennoù loened Breizh

N’eo ket brudet ar Vretoned da vezañ saverien deñved. Kalz a bennoù-deñved a veze gwechall war al lanneier koulskoude. Hanter-kant vloaz zo e soñje d’an dud e oa aet gouennoù deñved ar Vro da get, war-bouez re Eusa a oa paotet un tamm e pep lec’h en Europa, dre ma zo loened bihan anezhe, tost d’an dud ha deuet da vezañ touzerien leton. Adkavet eo bet abaoe gouenn « deñved Lanneier Breizh », mammenn vev ar re-se hag an holl ouennoù-deñved a orin eus norzh Bro-Frañs. Strujet eo deñved ar Gerveur (a veze graet « gouenn an Daou » su-Morbihan anezhi gwechall) diwar ar meskajoù a oa bet en XVIIIvet kantved gant deñved ar Vro hag ar ouenn flandrezat eus aodoù Mor an Hanternoz. Goude ma ne chome nemet un nebeut degadoù eus deñved Lanneier Breizh hag eus re ar Gerveur er bloavezhioù 1980 zo bet roet ul lañs nevez dezhe gant saverien-loened a-vicher, o deus gouvezet tennañ splet eus o zalvoudegezh sevenadurel hag eus strujusted deñved ar Gerveur.

Givri ar C’hleuzioù

Gavr ar C‘hleuzioù. Foto gant Kevredad Gouennoù loened Breizh

Ha pa oa kalz a c’hivri e Bro-Frañs, n’eus bet strujet nemeur a ouennoù anezhe rak sellet e veze oute evel ouzh saout ar beorien. Ne gave ket d’ar saverien pe d’an aotrouien penn-kanton o dije tennet splet o strujañ gouennoù lec’hel. N’eus bet gouenn givri breizhat ebet eta. Ne oa ket aet Givri ar C’hornog da get koulskoude, ur ouenn diforzh awalc’h a vez graet « givri ar C’hleuzioù » anezhe hag a vez dedennet gante hiniennoù zo bremañ, saverien en o zouez.

Kezeg pounner Breizh

Div gazeg pounner a Vreizh e ekomirdi Bro Roazhon (Menaj La Bintinais, Roazhon) Foto gant Wikimedia - Eponimm

Pell zo eo brudet Kezeg Pounner Breizh ha kalz a bri a veze douget dezhe gant ar saverien-loened. Loened-kezeg bihan a veze graet bideded pe bidoched anezhe a veze kavet e pep lec’h e Breizh gwechall : luc’hskeudennoù zo eus bideded Breizh e deroù an XXvet kantved. Kalz eus ar gouennoù kezeg a oa e korn-mañ korn eus ar rouantelezh zo bet kemmet avat, kerkent ha krouet ar Servijoù-kezeg gant Colbert ha kroget gante d’o meskañ gant gouennoù loened bras eus ar broioù all . Evel-se eo bet krouet Kezeg Pounner Breizh ha Kezeg Poster Breizh, un tamm uheloc’h ha skañvoc’h anezhe. Tost kendeuzet e oa an daou rumm kezeg-se kent diforc’hañ en-dro en deizioù a-vremañ. Evel an holl gezeg pounner, n’eo ket aezet d’o saverien gounid o buhez diwarne. Troterien Korle a ranker ober anv anezhe a-benn ar fin p’eo dre ar re-se e voe dedennet ar Vretoned gant ar redadegoù-kezeg.

Azen breizhat ebet

Azened e-leizh a veze e Breizh eveljust, evel e lec’h all. Evel d’ar givri avat, ne veze ket douget kalz a bri dezhe. Alese n’eus bet savet gouenn ezen ebet e Breizh daoust ma veze aezetaet a-galz buhez an dud gante.

Kornoc’h…

Gwizi Gwenn ar C’hornog o turiañ. Foto gant Kevredad Gouennoù loened Breizh

Moc’h e-leizh zo bet a-viskoazh e Breizh. Ur ouenn moc’h geltiek, gwenn o lêr ha laosk o diskouarn e oa moc’h ar Vro a weler war galz a gartennoù-post eus an amzer wechall. Kaoz zo bet eus ur ouenn vreizhat a vije teuzet e-mesk « moc’h gwenn ar C’hornog », strujet diwar meskajoù moc’h Normandi gant re Craon dreist-holl. Moc’h Gwenn ar C’hornog eta - ar « C’hornoc’h ? » - eo testoù diwezhañ ur ouenn moc’h a vije bet e Breizh kentoc’h. Gwall ziaes eo d’ar re-se paotañ en-dro, siwazh.

Yer bet tomm d’o ler

Yer-koukoug Roazhon. Foto gant Kevredad Gouennoù loened Breizh

Gouennoù yer al lec’h-mañ-lec’h pe gouennoù yer ar vro-mañ-bro zo bet un tamm e pep lec’h e Bro-Frañs. Kendeuzet e oant bet mui pe vui da goulz an Eil Impalaeriezh dre forzh meskañ anezhe gant yer Azia, annez dezhe koll o holl berzhioù kaer memestra. Gant ar sevel-yer a-vras an hini e oa bet kaset tost da get ur braz anezhe e eil hanterenn an XXvet kantved. Ur ouenn a Vreizh zo bet savetaet avat, Yer-koukoug Roazhon o anv. War ton bras ar c’halite e vez savet ar re-se hiviziken tra m’emañ ur ouenn all, Re Zu Janze, o sevel o c’hribenn.

Chas rouz Breizh ha reoù all

Ki Rous o choukañ da glujarigoù. Foto gant Wikimedia - JL Gwazdoue

Gant ar chas e vo achuet ar pennad-mañ, o vezañ ma zo div ouenn vrudet anezhe e Breizh. Chas Spagn Rous – pe Chas Rous Breizh – da gentañ, chas kouchant brudet er bed a-bezh hag a vez douget kalz a bri dezhe. Ha pa oa aet ar ouenn-mañ, ur c’houlz zo bet, war hent truezus ur seurt « setter », ez eo deuet d’e berzhioù-kaer en dro. Chas Ruz Breizh, ur ouenn gozh a chas kouchant eo an eil, tri skourr anezhi : Chas Ruz Bras, Brikeded ha Chas-Douar. Hiviziken ne chom nemet Brikeded Ruz Breizh, mat d’ar chase ha da bep seurt traoù er menajoù, ha Chas-Douar Ruz Breizh, priziet koulz evit ar chase hag evit o c’hompagnuniezh. Bras eo glad Breizh evit a sell ouzh al loened-doñv. Diouzh an dibaboù a vo graet gant ar vevezourion avat e vo eus ar gouennoù-se c’hoazh. En tu all d’ar blijadur a vez ouzh o c’havout war ar maez en-dro, e c’heller mont d’o gwelet, bodet war dachennoù savet a-ratozh d’ober war o zro ha da verañ o c’hresk, Ekomirdi Bro Roazhon paneveken.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Denis, « Gouennoù loened doñv Breizh : Ur c’haer a c’hlad bev », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/09/2018.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/gouennou-loened-donv-breizh-ur-c-haer-a-c-hlad-bev

LEVRLENNADUR

  • Beaulieu François de, Ronné Hervé, Les Bretons et leurs animaux domestiques, Spézet, Coop Breizh, 2000, 127 p.
  • Denis Bernard, Races bovines, Histoire, aptitudes, situation actuelles, Castor & Pollux, 2010, 319 p.
  • Dubois Philippe-Jacques, Périquet Jean-Claude, Rousseau Élise, Nos animaux domestiques : le tour de France d’un patrimoine menacé, Lonay, Delachaux & Niestlé, 2013, 305 p.
  • Beaulieu François de, Ronné Hervé, Le mouton d’Ouessant, Morlaix, Skol Vreizh, 2015, 120 p.
  • Beaulieu François de, La poule Coucou de Rennes – Patrimoine vivant de la Bretagne, Rennes, PUR, 2015, 128 p.
  • Beaulieu François de, Ronné Hervé, Les animaux des Bretons, un patrimoine préservé, Morlaix, Skol Vreizh, 2015, 84 p.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité