Ur wech echu Tro Frañs e 1958 e skriv Roger Glémée gant keuz war Ouest-France « n’eus ket un den en hor rannvro » a gement a c’hellfe bezañ warlerc’hiad da Louison Bobet, ha gant-se ez eo planedenn ar marc’hhouarnerezh e Breizh « eus an teñvalañ ». Anaoudek-bras eo ar c’hazetenner, ha n’eo ket faziet. En desped d’un nebeud taolioù-kaer pe gaeroc’h, ne vo reder ebet genidik eus Breizh evit dont a-benn da bouezañ war ur redadeg etrebroadel bennak kent ar bloazioù 1970, pa zeuio war-wel Cyrille Guimard ha neuze Bernard Hinault. M’en deus graet berzh an eil, pelloc’h, n’haller ket e zispartiañ diouzh egile, rak un daouad a zo anezho. Asambles o-daou o deus kaset ar marc’hhouarnerezh breizhat betek al laez uhelañ a zo war ar bed, e-giz m’o doa graet Louison Bobet ha Jean Robic 25 bloaz kentoc’h.
Ur c’huzuliad eus an dibab e teu Cyrille Guimard da vezañ evit Bernard Hinault, a-raok mont da rener sportel dezhañ zoken. Naturel-tre eo eta da hennezh, yaouank-flamm ha talantet-bras dija e 1976, lavaret « ya » evit chom e-barzh skipailh Gitane a zo o paouez lakaat an Naonedad en e benn. Ur c’henlabour spletus-bras zo boulc’het. Peurvat eo an emglev etre an daou zen, evel alkimiezh, eme Roger Glémée kerkent ha 1977. Gant Cyrille Guimard, emezañ c’hoazh, Bernard Hinault « en deus kavet ur rener sportel diouzh muzul e demz-spered ». Rak Bernard Hinault zo talant ennañ, sur, met Cyrille Guimard eo a ro dezhañ ur framm parfet evit lakaat e dalant da splannañ. Ha dreist-holl e teu paotr an Naoned a-benn da zerc’hel war buanegezh e gampion. Gouzout a oar sevel a-enep Hinault, hep daousoñjal, bep tro ma kav dezhañ e ra kement-mañ evit e vad. E-kerzh Tro Frañs 1979 e ro urzh e-giz-se d’e skipailh – un abadenn a zo poan o krediñ ez eus bet anezhi ! – da ruilhañ a-enep ar « Broc’h » evit dizaliañ hennezh hag e lakaat da zilezel un achapadenn diezhomm. Hegaset ha pa vez gant Guimard koshoc’h egetañ, e oar re vat Bernard Hinault evelkent ez eo a-drugarez d’e rener sportel ez eo bet trec’h, ouzhpenn ur wech. E-pad tost da seizh vloaz e ren an daouad war bed ar visiklet.
Echuiñ a ra trumm an istor e 1983 koulskoude. Gloazet ma oa Bernard Hinault, ez eo bet bountet Laurent Fignon e-kreiz al leurenn, ha Cyrille Guimard zo dirazañ ur choaz tu-pe-du : etre ur mailh da zont hag unan bet mailh na oar den pe e vo barrek pe ne vo ket da zistreiñ d’al live uhelañ. Trenket eo ar soubenn etre an daou zen, hag an hini zo bet trec’h peder gwech e Tro Frañs a embann un ultimatom da renerien skipailh Renault. Gwell e kav ar re-se dalc’her o rener sportel ha kadarnaat a reont an disparti etre an daou Vreizhad. Daou vloaz goude, come-back ha trec’h ar « Broc’h » a ziskouez « e c’helle c’hoazh Bernard Hinault kutuilhañ un dornad loreoù hep Cyrille Guimard », diouzh ma lavare Cyrille Guimard e-unan. Prouet zo bet e oant gouest da spletiñ an eil hep egile, padal e chom c’hoazh an daouad-se, 40 vloaz goude, arouez an eil « oadvezh aour » zo bet d’ar marc’hhouarnerezh e Breizh.