HAG E LEC’H ALL ?

Aozer : Dominique Besançon / Gouere 2020

Hollvedel eo ar c’hredennoù er boudoù dreist-naturel. E-tal an hevelep goulennoù diwar-benn o buhez eo bet degaset respontoù heñvel gant an holl bobloù er bed Korriganed, lutuned, gobilined, trolled, arc'houereed, elfed, efrited, nimfed zo ar re anavezetañ, met diniver int, ha disheñvel-mat an eil re ouzh ar re all, diouzh o gwelet. Disheñvelderioù war o stummoù kentoc’h eget war o diazezoù, koulskoude.

 

 

Diwar: René Jiro, Ma Arc’houere Mat, Eoullivadur war lien, 2015, font prevez.
 "En em lakaat a ran didan warez an Djin,mestr an draoñienn-mañ, evit bout gwarezet gantañ en noz-mañ diouzh pep drouk a c’hellfe en em gavout » a oa gerioù ar beajour dianket".

E Pikardi e kaver goblined, houpezed, fioled hag erminiged o kanañ en dañs-tro, a-raok distreiñ d’o ziez a-raok ma savfe gouleier an deiz.

E Bro-Skos e kaver browniged, stag ouzh ur familh, a dreuzkas anezho .

Diskoachet gant boudoù bihan sichant anvet daktiled (bizied), eo gwarezet mengleuzioù alaman an Harz diouzh lontegezh an dud gant drouksperedoù spontus. E Skandinavia e naeter an tiez derc’hent an Nedeleg, laosker a reer an norioù digor hag ar gouleier war enaou, ha prientiñ ur pred mat evit an elfed, nissed ha speredoù all. En Danmark, eo gwarezet ar bigi diouzh ar gwalldaolioù gant ur spered o chom en ur wezenn anvet Klaboltermand (diwar klabasten : safariñ), keit ma kred ennañ ar vartoloded. Degouezhet e oa war vourzh ar vag dre ar c’hoadaj implijet evit sevel anezhi.

E liamm gant an natur ha tost a-walc’h ouzh ar voudiged e kaver ar peried en Indonezia, met c’hoarvezout a a dezho bout drouk ivez. Damheñvel eo ouzh kefridi ar c’happaed e Bro‑Japan.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Dominique Besançon, « HAG E LEC’H ALL ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/07/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/hag-e-lec-h-all

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité