Ar boudoù ijinet

Aozer : Dominique Besançon / Gouere 2020
E Breizh ez eo enkrezus ha forc'hellek ar boudoù noz ijinet, ha pell-mat int diouzh mibiliezh a c’heller gortoz. Ha peadra zo : hêred a-boan disteraet speredoù kozh an natur ez int. Ha daoust da enebiezh ar veleien int bet e-pad pell amzer e-mesk kredennoù ar bobl.

Ene kuzh ar bed int

Korriganed, boudiged, morganezed, loened burzhudus, speredoù c’hwitellerien pe sklerijennerien … diniver ar boudoù ijinet e Breizh a vefe hêred  folklorelaet speredoù an natur. Ur meizad relijiel rak‑kristen a c’houlenn e vefe e pep elfenn an hollved un nerzh kuzh a ro buhez dezhi.

Evel an tasmantoù, en em ziskouezont kentoc’h diouzh noz, rak er bed all emaint, pezh a dalvez e Breizh ar bed en tu all d’an hini a weler, ha n’eo ket dre ret hini ar marv. Tud ha boudoù ar bed all a c’hell rannañ an hevelep lec’hioù met en tu-enep an amzer, rak an noz eo a zo gouestlet dezho.

 

Arc’houereed al lec’hioù

Hanterourien int etre an doueed hag an dud a vez o rentañ enor dezho hag o deus aon dirazo. Netra reizhoc’h, pa vezent amañ en o raok, perak ne rofent ket o ziriad hep un tamm digoll bennak ?

Ar re a vez doujet outo ar muiañ a ro korf da ene un natur gouez, dic’hortoz alies, met drouk n’int ket. Ganto e vez darempredet tachennoù digenvez, pe brudet evit bezañ dañjerus : koadoù, ribouloù dindan-zouar, pontoù, lennoù, lanneier, kroaz-hentoù, met gwelloc’h c’hoazh lec’hioù gleb. Al lec’hioù-se eo a gas eus ar bed anavezet d’ar bed dianav, eus ar bed-mañ d’ar bed-all, eus un amzer d’unan all, lec’hioù a-gostez, lec’hioù tremen. Ar Gornandoned, korriged ar feunteunioù, ar Vorganezed hag hucherien an aodoù a vez er rummad-se. Ha ma gaver korriganed tost ouzh ar vein-veur ez eo abalamour ma chomont stag ouzh ur relijion kent. Anavezetoc’h eo ar c’hrouadurioù evel ar polpeganed (boudiged pe lutuned), stag ouzh an tiez, ouzh al loened hag ouzh an eostoù. Feal, met gidas hag annoazhus, peurvuiañ e c’hortozont kaout damant hag anaoudegezh vat digant ar re a vez diwallet ganto.

Skeudenn.4 Taol-vaen ar gorriganed e Goulc’hen (Penn-ar-Bed) Diwar: Cartolis AC00000425Skeudenn.4 Taol-vaen ar gorriganed e Goulc’hen (Penn-ar-Bed) Diwar: Cartolis AC00000425

Kenvevañ a-dost : en eurvad hag en drougeur

Korriganed laeron bugale, boudiged pared ar re varvel, morganezed o veuziñ an dud a‑wechoù pa vez reoù all o tiarbenniñ anezho diouzh ur gwallzarvoud. Ezhomm o deus eus an dud evit treuzvevañ hag az-genel. Met gwir eo ar c’hontrol ivez : ezhomm o deus an dud eus ar boudoù‑se, ne c’hellont ket ober hepto, ha gouest int da seveniñ o c’hoantoù kuzh : pinvidigezh, karantez, kened.

Barzhed ha dañserien, sonerien hag artizaned pe medisined, gouest int da cheñch o stummoù evel ma fell dezho, ren a reont an danvez, kazi divarvel int, ha teñzorioù kuzh a vez ganto. Laouen nep zo deuet mat ganto, rak prizius e vo ar profoù diganto, met gwa d’an hini a rofe keuz dezho, spontus e vefe o veñjañs ! Meret eo o darempredoù dre un toullad mat a arabadoù hag a redioù kenetrezo, ur gevrat, en ur mod, hep an disterañ dis-dalc'h.

 

 

Skeudenn.4 Taol-vaen ar gorriganed e Goulc’hen (Penn-ar-Bed) Diwar: Cartolis AC00000425
Repuet er c’hoad goude ma vefe bet drouklazhet diwar gwallzarvoud e kej kont Poatev, Raymondin a Lusignan gant teir flac’h yaouank e-tal ur feunteun. Melusina eo unan anezho. Touiñ a ra-hi e raio ma vefe lakaet digablus,hag e teuio da vezañ un aotrou galloudus, ma asant dimeziñ ganti ha chom hep klask gwelet anezhi da Sadorn.  Derc’hel a ra-hi d’he ger, met ur sadorn bennak e spi anezhi dre doull an alc’hwez. Gwelet a ra e wreg en noazh er gibell, ul lost pesk outi. Tec’hel a ra kuit en ur yudal. N’eo bet gwelet en-dro ken met da goulz obidoù he diskennidi.

Kasit an drouksperedoù kuit…

Dre ma n’eo ket bet gouest da ziswriziennañ relegoù pagan chomet e feiz ar bobl, he deus ranket an Iliz Gatolik enframmañ anezho pe diaoulekat anezho. Azasaet eo evel-se deiziataer ar gouelioù kristen war hini ar gouelioù keltiek kozh, ha gouestlet d’ar Werc’hez ar «feunteunioù boudiged». Krouadurioù daou‑duek ha ne oant ket evit bezañ enframmet a droas da wall‑voudoù a oa bet roet anvioù a-ratozh evito : diaoul, drougael, gwrac’h, sorserez. Gwall dagus e teu ar re-mañ pa guzh an heol, ha pa vihana evezh ar spered. Diouzh an noz eo e tifoup ar gwall-soñjoù hag an drouksperedoù, ha diouzh an noz e c’hoarvez gouelioù al loar, graet outo hiviziken sabadoù an diaoul. An noz, deuet da vezañ enebet ouzh gouloù Doue a voe skoet gant arabadoù niverus, ha dont a reas da vout ur prantad a zañjerioù liesseurt, reoù naturel, reoù an dud, reoù an hud ivez.

Gant gwask ar veleien e voe kemmet emzalc’h an dud, hep na vefe kemmet feiz don ar bobl, na dilamet diganto dougidigezh ar Vretoned ouzh ar marvailhoù. Enoriñ a raent Doue hag ar sent, met kendalc’het o deus da enoriñ nerzhioù an natur, hep na ‘z afe kontrol d’o feiz.

Boudig an Aod gant Paol Feval  Diwar: tablezennoù Roazhon, Levraoueg Meurgêr Roazhon , mentlizh Ms 1327.
« O vrañskellat evel ur vogedenn dindan skleur al loar. Ul lamm a reas war he fenn er mor glas a fulennas raktal ». Paol Feval, Boudig an Aod, 1850.

En tu all d’ar faltazi : ur gentel a furnez?

Unan eus kefridi pennañ ar boudoù-se a vefe reiñ un displegadenn war an dianav, en ur bed leun a arvarioù gwirion pe faltaziek. Piv eo a lak an treflamm da darzhañ er mengleuzioù, ma n’eo ket al lutun o tiwall e zeñzorioù dindan zouar ? Met diwallerien int koulskoude, pe en ur  gemenn an dud diouzh an dañjerioù, pe en ur virout outo da vont en argoll e lec’hioù dañjerus. Hucherien an aodoù da skouer a vez o c’harg kas an dud kuit en ur silañ spont e kalon an dud, a-raok kastizañ ar re zisentus en ur veuziñ anezho.

Uhel‑tre eo o buhezegezh, «archerien ar bed all» a c’hellont bout ouzhpenn‑se. Kas o deus ouzh an dud lezirek, al vezvierien, ar frioù-furch, ar re berr o botoù, ar falsleourien hag ar  vallozherien zoken. Arouezius eo evit‑se istor an daou dort hag an daou gorrigan : eeun evel un ganabenn e vo an tort sichant e dibenn an istor, met div wech tort e vo an hini drouk.

E fin ar gont e tegasont da soñj d’an dud n’int ket mistri war ar bed, hag ez eo diaes d’an natur gouzañv lontegezh an dud. Doujañs evit «Egile» ? Emzalc’h ekologel a-raok ar c’houlz ? Ur gentel vat a furnez a vez kaset deomp gant ar marzhoù a‑wechoù.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Dominique Besançon, « Ar boudoù ijinet », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/07/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-boudou-ijinet

DIBAB LEVR-LENNADUREZH 

 

  • Le Braz Anatole, La Légende de la Mort, H. Champion, 1893-1922, ad-embannet gant. Ti-embann Terre de Brume, 1994, kinniget gant Dominique Besançon.
  • Le Rouzic Zacharie, Carnac, Imprimerie bretonne, 1909.
  • Luzel François-Marie, Contes populaires de la Basse-Bretagne, Maisonneuve, 1887.
  • Orain Adolphe, Contes de l’Ille-et-Vilaine, J. Maisonneuve, 1901.
  • Sébillot Paul, Traditions et Superstitions de la Haute-Bretagne, Maisonneuve et Cie, 1882.
  • Sébillot Paul-Yves, Le Folklore de la Bretagne, Payot, 1950

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité