20 vloaz e oa Hélène Parizot e 1940 pa zeuas da chom gant he gwaz e Sant-Brieg. Ha hi deuet da vezañ mamm ne voe ket seizhdaletoc’h oc’h embann bezañ a-du gant an Alamaned hag o taremprediñ metoù ar genlabourerien eno. Sekretourez an RNP e teuas da vezañ e 1943 zoken. Ha hi ha kas propaganda dezhi par ma c’halle. Er bloavezh-se c’hoazh e kasas d’un ezel eus Komite Stourm ouzh ar Volchevisted (CAA) e Roazhon, ur « roll saloparded » da ziskuilhañ pemp kargad hag a laboure asambles gant he gwaz, frañmasoned anezhe hervezi. Kaset e voe ar roll-se d’an Alamaned. Da heul dieubidigezh Brest e miz gwengolo 1944 e voe kavet e sez ar Gestapo ul lizher - bet skrivet ganti moarvat - o tiskuilhañ hec’h amezeien, komunourien anezhe hervez kont.
Ne voe ket trawalc’h dezhi flatouilhat gwech-ha-gwech all avat. Hervez an enklaskourien e teuas-hi da vezañ titourerez ar Gestapo, dre hanterouriezh he c’haredig moarvat, ezel an RNP anezhañ ivez. Dindan urzhioù polis an nazied ec’h eas betek tuta Frañsizien (Bretoned ?) oc’h ober al liamm etreze hag un enseller polis alaman a gustume-hi daremprediñ e wele ivez, war a seblant. Tec’hout a reas kuit un nebeut deizioù a-raok donedigezh an Amerikaned e Breizh. Ne voe harzet nemet e miz mae 1945 er « Côte-d’Or », he departamant orin. Kondaonet e voe d’ar marv gant lez-varn Sant-Brieg un nebeut sizhunioù war-lerc’h ha grataet e voe gant de Gaulle a-benn ar fin. Kemmet e voe he c’hastiz d’ar marv el labourioù dre heg da viken. A zistaol da zistaol e voe laosket da vont e 1951 a-benn ar fin – lakaet ar brid dezhi memestra- pa gavas da varnerien zo ne oa ket bet termenet splann gant an enklask pehini a oa bet he ferzh er fedoù bet tamallet dezhi.