Bretonezed er c’henlabourerezh

Aozer : Fabien Lostec / Mezheven 2021
N’o deus ket miret an dud kalz a soñj eus perzh ar merc’hed er golaborasion en tu all eus ar re bet oc’h en em dommañ ouzh un Alaman pe eus ar re bet o flatouilhat. Ha pa zo bet eus ar re-se, zo bet abegoù all ivez da golaborasion ar merc’hed gant an Alamaned pe gant renad Vichy, e Breizh koulz hag e lec’h all. Bout ne oa ket soudardezed anezhe, ez eas lod, koulz ha gwersed zo, da harpañ an ac’huberien war tachennoù an ekonomiezh, ar politikerezh hag ar polis. Evit goût hiroc’h war ar maouezed-se, n’eus ket gwelloc’h titouroù evit ar re a gaver en dielloù diwar pilerezh ar golaborasion bet kaset gant lezioù-barn an Dieubidigezh.

Merc’hed hag a denne o mad eus an ac’hubidigezh

Kenlabourat a reas lod eus ar Bretonezed gant an ac’huberien peogwir o devoa aon rake, dre laoskentez alies, dre interest a-wechoù hag abalamour d’ar garantez a vage lod ouzh un Alaman zoken. « An agomodiñ » a ra an istorourien eus an emzalc’h-se, koulz evit ar merc’hed a oa en em dommet ouzh un Alaman hag ar re a rae aferioù gante.


N’eo ket dav bezañ souezhet gant kolaborasion « ar galon » avat pa oa ur 150 000 bennak a soudarded alaman e Breizh e fin an ac’huberezh, da lâret eo koulz ha 6% eus poblañs ar Vro. Evit ar Vretoned avat, ne oa tost riskl ebet ec’h aje lod dioute d’en em dommañ ouzh un Alamanez bennak, ken rouezh e oa soudardezed ar Wehrmacht. Evit afer-se n’eo ket bet ken bras an niver a vaouezed o vont gant an Alamaned hag en roet eo bet da grediñ gant ar brud savet diwar un ijin entanet. Ha pa n’eus bet kaset nemet merc’hed d’al lez-varn diwar an abeg-se, n’eus nemet ul lodenn dister dioute a oa bet tamallet an torfed-se dezhe ent-strizh : 0,5 % eus ar maouezed bet barnet gant kambr keodedel Il-ha-Gwilun ; 6 ha 7% dioute gant lezioù-barn departamantoù Aodoù-an-Hanternoz, Penn-ar-Bed ha Liger-Atlantel.

Er Morbihan avat eo bet barnet, evit an abeg-se nemetken, ouzhpenn an div drederenn eus ar maouezed bet kaset da lez-varn ar purañ. Netra souezhus e gwirionez, en-dro da grugellad Alamaned an Oriant e lec’h en em gavas kalz a vaouezed o-unan, gronnet gant soudarded betek miz mae 1945. Ken stank ken e tiskêrias ur plac’h yaouank, da goulz an Dieubidigezh, e oa bet o c’hoari bemdez gant Alamanted eno « ha pa ne oa biskoazh en em gavet brazez a-berzh unan dioute ».

Ne dalvez ket an dregantad vras-se a vaouezed bet oc’h en em dommañ ouzh un Alaman er Morbihan e vije bet nebeutoc’h anezhe el Liger-Atlantel e lec’h e oa ur grugellad Alamaned all e Sant-Nazer. Ma tiskouez o niver bezañ izeloc’h ez eo kentoc’h abalamour ne veze ket lennet, komprenet ha lakaet an testennoù reolenniñ e pleustr er memes mod gant barnerien ar purañ eus an eil departamant d’egile, ken diresis e oa an testennoù-se, a-ratozh-kaer just-awalc’h evit ma c’hellje ar varnerien plediñ gant fedoù ken dibar ken ne c’helled ket renabliñ ent-strizh an holl anezhe. Ne soñjas ket da varnerien Naoned eta e c’hellent, evel ma reas o c’heneiled e Gwened, lemel he broadelezh digant kement hini bet, mod pe vod, e darempred gant an enebourien, war-zigarez e tenne an darempredoù-se d’«ur skoazell war-eeun pe dieeun da Vro Alamagn », evel ma voe termenet an tamall gant ar c’hambreier keodedel. Taeroc’h  e voent avat gant emzalc’hioù lakaet a-ratozh war-wel d’an holl hag a c’helled sellet oute evel d’un hisadeg ouzh ar bobl ac’hubet pe d’ur mod-bruderezh evit an ac’huberien.

Kalz muioc’h a Vretonezed zo bet tamallet dezhe bezañ bet o kenlabourat a youl vat gant an ac’huberien. Mont a ra ar re-se d’ober etre ur c’hard hag un drederenn eus an holl vaouezed bet barnet gant lezioù-barn an Dieubidigezh. Tost eo ar sifroù-se d’ar re bet renablet diwar al labourerien a youl vat dre vras : goût a ouzer ez eas ar maouezed d’ober un drederenn eus ar 1 110 a dud bet kuitaet Breizh gante da vont da Alamagn eus 1940 betek miz eost 1942. Ne oa ket diazezet an harlu-se war abegoù politikel evit al lodenn vrasañ anezhe. Aet e oa lod dre heg, merc’hed dilabour en o zouez, bet kinniget oute lemel o skoaziad-arc’hant ma nac’hjent mont eno. Reoù all a glaske pellaat diouzh o familh deuet diaes o darempredoù ganti. Darn c’hoazh a soñjas dezhe e tapjent en em dennañ eus ar vizer er mod-se. Ul lod bras anezhe avat a guitaas ar vro da gaout un amourouz alaman pe o gwaz, prizoniad-brezel pe labourer a youl-vat zoken, o leuskel o bugale war o lerc’h a-wechoù. Mont a rae an dilec’hiadennoù-se a-du gant goulenn groñs an ac’huberien kaout muioc’h-mui a vicherourien. Ur c’hwitadenn e oa avat evit Stad Vichy a glaske mirout ouzh ar maouezed a labourat. A-benn ar fin e tapas gouarnamant Vichy dislavarout unan eus mennozhioù-stur e « Zispac’h broadel » oc’h en em sankañ donoc’h-donañ er c’henlabourerezh gant an ac’huberien.

Flatouilherezed

N’eus ket eus ar flatrerezh un torfed heverk d’ar merc’hed ; ur perzh heverk d’an ac’huberezh an hini eo avat. Abalamour ma oa muioc’h a vaouezed o taremprediñ Alamaned war o femdez, pa oa ar wersed prizonidi pe micherourien tapet gant Servij al Labour dre-ret (STO) zo bet muioc’h a vaouezed o flatrañ evit a baotred. N’eo ket souezhus eta ez eas ar maouezed d’ober an div drederenn eus ar flatrerien bet kaset da lezioù-barn an Dieubidigezh e Penn-ar-Bed. Flatrerezh a oa an tamall pennañ bet graet dezhe zoken : 40% eus ar maouezed bet kaset da lezioù-barn ar purañ el Liger-Atlantel.

Skubet e vez un tamm mat a soñjoù graet-ha-tout avat pa studier pizh teuliadoù ar barnedigezhioù ; kentañ tra, n’eo ket o-unan ez ae ar maouezed da flatrañ ; asambles gant unan nes en graent, gant o gwaz pe gant ur c’har dezhe peurliesañ. D’an Alamaned e kavent gwelloc’h flatrañ evit da servijoù Vichy ; ha dre gomz kentoc’h evit dre ul lizher sinet pe get. Neuze ez aent da gaout an den e-karg war-eeun, kement a vezañ sur e vije resevet mat an diskuilhadenn ha kaset an taol betek penn.

Drastus e oa efedoù an diskuilhadennoù-se a-wechoù. El Liger-Atlantel e veze efedoù da heul eizh diwar dek anezhe, hag evit unan diwar zek e veze deportet pe kaset un den d’ar marv. 40% anezhe ne oa abeg politikel ebet oute : kaset e oant gant merc’hed hag a glaske en em zizober eus un amezeg, eus o fatron pe eus o gwaz. Evel-se e voe kont gant Valentine ac’h eas da flatrañ he gwaz d’an Alamaned abalamour ma rebeche hennezh outi bezañ re domm oute. Disklêriañ a reas honnezh, d’ar jañdarmed c’hall da gentañ ha da feldjañdarmed Naoned goude-se, e talc’he he gwaz ur fuzuilh dre guzh. Alies-tre e klaske ar flatrerezed tennañ o mad eus an ac’huberezh evit ingaliñ kozh kontoù. Abegoù prevez a oa e gwirionez da galz a ziskuilhadennoù war zigarez e oa hemañ-hen kumunour, rezistant pe enep-alaman. Digarezioù toull, peurliesañ.

Evit afer-se zo bet maouezed o flatrañ diwar abegoù politikel nemetken, dre m’ac’h aent a-du, mui pe vui, gant ideologiezh an ac’huberien. Neuze e kemeras ar re-se o flas en ur perzh a oa sañset bezañ hini ar wersed hepken : an emouestl hag ar stourm zoken, er genlabourelezh evel ma ra an istorourien anezhañ. Ha pa n’eus bet nemet ur niver bihan a vaouezed o vont gant an hent-se, d’ur c’houlz ma n’o devoe ket droed da votiñ c’hoazh, e tenn an emzalc’h-se d’un emouestl ideologel war dachennoù ar polis hag ar politikerezh.

Merc’hed oc’h en em añgajiñ

Nebeutoc’h evit 2% eus ar maouezed bet barnet gant lezioù-barn Naoned da goulz an Dieubidigezh a oa kenlabourerezed reoliek ar polis anezhe. Ha pa n’eo ket ken splann-se, e ranker ober kemm memestra etre an daou rumm anezhe : an diskuilhourezed hag ar spierezed.

Emañ ar re gentañ war harzoù an diskuilhañ diouzh ma teu hag an diskuilhañ « a-vicher ». Derc’hel a raent o flas e-touez an dud ha diskuilhañ a raent da servijoù an Alamaned seul wech m’o deveze tro d’en ober, anez bezañ perzh anezhe na bezañ gopret ez reoliek evit en ober. Ur yalc’had avat a veze roet dezhe a-wechoù, ma kave d’an Alamaned e oa prizius an titouroù bet degaset gante. Blaz an arc’hant an hini a vroude ar seurt flatrerezed-se, kalz muioc’h evit un abeg politikel bennaket.

Ar spierezed avat, bout na raent ket fae war an arc’hant kennebeut all, a oa diazezoù all d’o choaz. Enrollet e oant e strolladoù ar c’henlabourerezh ha/pe e servijoù titoura an Alamaned, ha dre urzh e vezent kaset da ditoura, diwar ar rezistanted peurliesañ. Goude bezañ sinet ur gevrad gante e veze roet un niverenn enrollañ dezhe ha cheñch anv a raent alies. Yalc’hadoù a veze roet dezhe ivez, diouzh disoc’hoù o c’hefridi, ouzhpenn ur gopr reoliek. Heuliañ hiniennoù dre guzh, en em silañ e-touez strolladoù tud, skrivañ notennoù ha rentaoù-kont, herzel tud – dre nerzh an armoù a-wechoù –

kemer perzh en atersoù feuls zoken, aze e oa kefridioù ar maouezed-se, laosk awalc’h ar brid war o moue en tu all d’an urzhioù a veze roet dezhe.

Evit ar c’henlabourerezed politikel, da lâret eo ar re bet oc’h ober bruderezh evit an enebourien pe ar re bet ezel ur strollad a-du gante, kalz anezhe zo bet klevet gant lezioù-barn an Dieubidigezh : tost un drederenn eus ar maouezed bet barnet e Naoned, da skouer. E Bro-Frañs en he fezh e vije aet ar re-se d’ober 15% eus izili ar strolladoù kenlabourerien.

Emezelañ a rae ar pep brasañ eus ar c’henlabourerezed dre interest ha n’eo ket diwar abegoù politikel : gant ar soñj hastañ distro ur prizoniad brezel d’ar gêr pe kavout ur post-labour paneveken. Evel-se e voe kont gant Leonie a emezelas d’ar PPF evit kaout labour buanoc’h pan erruas e Breizh e 1942 ; ha hi tutaet kerkent da vatezh e Soldatenheim Lambal, diwar erbedadenn un ezel all eus ar strollad. Reoù all avat a emezele diwar abegoù politikel ha pa n’o deveze tost oberiantiz ebet er strollad a-benn ar fin.

En tu all d’ar maouezed a embanne bezañ bet oc’h emezelañ dre ma oant arru faezh gant bombezadegoù ar Re Unanet, d’ar re a vage istim ouzh Pétain (ar marechalourezed) ha d’ar peoc’hourerezed - a bellaas buan diouzh ar strollad pa veizjont pehini e oa talvoudegezh e obererezh – e oa maouezed ne ouient ket e oant bet enrollet dre laer gant o gwaz. An dra-se an hini a voe disklêriet gante bepred evit klask en em zidamall da vare an Dieubidigezh.

Stourmerezed a oa ivez, a-benn ar fin, maouezed oberiant anezhe, ouzhpenn bezañ mennet. Kemer perzh en emvodoù, dispakañ o soñj a vouezh uhel enne, dibunañ en o lifre, streviñ traktoù ha kazetennoù ha klask tuta izili nevez a raent. Rouezh eo bet avat ar re anezhe a dapas bezañ sterniadezed ar strollad, war-bouez ar re a oa e-karg war an dachenn sokial. E gwirionez ne oa tomm da vat da mennozhioù renad Vichy (petenistezed) ha d’an nazied nemet ul lodenn dister awalc’h dioute.

A bep seurt doareoù zo bet d’ar c’henlabourerezh e-touez merc’hed Breizh. Arabat eo bezañ touellet eta gant skeudenn ar vaouez hegredik ha sentus bet fardet gant kenlabourerezed zo evit klask en em zisac’hañ da goulz an Dieubidigezh. Arabat eo nac’hañ oute ar perzhioù a zegemerer dibistig digant ar wersed : bezañ kat d’ober o soñj o-unan ha d’ober diouzh o soñj kement-all.

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fabien Lostec, « Bretonezed er c’henlabourerezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/06/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/bretonezed-er-c-henlabourerezh

Levrlennadur :

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité