1800 : « muzet », violoñs, taboulin hag all
N’eo ket testeniekaet ar c’houblad sonerien biniou-bombard, er stumm m’emañ bremañ, a-raok ar bloavezhioù 1790. Ur renabl eus ar binvioù a veze sonet e gouelioù ar bobl a c’heller sevel avat diwar rentaoù-kont melestradurel gouelioù an Dispac’h. Ar « vuzet » an hini a vez meneget an aliesañ, ur binioù anezhañ gwechoù zo, un oboe gwechoù all. Kaoz zo ivez eus bombard, « vèze » (muse / beuz) ha biniou… mont a ra un hanter eus ar menegoù-se gant binvioù o tennañ d’un oboe pe d’ur c’horn-sac’h. En eil renk e kaver menegoù eus ar violoñs, a veze sonet un tamm e pep lec’h, hag eus an daboulin. Rouesoc’h eo menegoù ar gimbard, ar viell, an dreujenn-gaol, ar fleüt hag an daboulinig. Anv ebet eus an delenn avat pa oa dilezet gant ar bobl abaoe ar XIVvet kantved.
1900 : a bep seurt gizioù eus an eil bro d’eben
Anavezet-mat eo avat doareoù ar sonerezh hag he binvioù e deroù an XXvet kantved ; ken mat ha ken munut ken ez eus bet savet kartennoù o renabliñ kantadoù a sonerien evit pep benveg sonerezh a oa e Breizh neuze. Degas a ra ar c’hartennoù-se div dachenn vras war-wel : tachenn ar c’houbladoù biniou-bombard (asambles gant un daboulin a-wechoù) en em lede war Bro-Gerne en he fezh ha Bro-Wened war-bouez al lodenn c’hallo anezhi dre vras, ha war broioù Loudieg ha Moñkoñtour e departamant Aodoù-an-Hanternoz. Evit ar veuz, ar c’horn-sac’h breizhek all, ne veze kavet nemet war ribloù genoù al Liger ken. Tachenn ar violoñs a oa an eil tachenn, distag-krenn diouzh an hini gentañ : Bro Dreger, e Breizh-Izel (e lec’h ma oa ar violoñs war an diskar), bro Bondi ha Breizh-Uhel en he fezh a yae d’he ober. Bro an dreujenn-gaol a oa Kerne-Uhel, e lec’h e veze sonet stank gant koubladoù, tra m’he c’haved c’hoazh, distankoc’h avat, er Mené ha e broioù Gwitreg ha Felger. Evit ar viell, n’he c’haved, bras he brud eno, nemet e lodenn c’hallo departamant Aodoù-an-Hanternoz. Un nebeud sonerien pif zo bet renablet ivez. E Plœuc / Ploheg, etre Sant-Brieg ha Loudieg, emañ kroaz-hent holl binvioù Breizh. War-dro 1900 e kaved eno sonerien biniou, bombard, biell, taboulin - ha violoñs nepell alese – D’ar c’houlz-se e veze sonet a-unan pe daou-ha-daou peurliesañ.
1900 : donedigezh an akordeoñs
Krouet e voe an akordeoñs diatonek (daou son dezhañ, evel an harmonika) war-dro 1830 ha savet e voe ar benveg nevez-se a-gantadoù adalek ar bloavezhioù 1870. Aloubet e voe ar maezioù gante adalek 1890, o kavout bod e lec’h ne oa ket bet kavet o flas gant ar binvioù a-c’hiz kozh, evel er Menez, ha pennbouzellet e voe gante an harzoù etre ar sonerezh kanet hag ar sonerezh sonet. Asambles gant an akordeoñs en em ledas giz an dañsoù daou-ha-daou, aezet c’hoari o zonioù gant ar « voest » nevez-se. Hag ar folkloristed d’ober bil neuze : « Tamm-ha-tamm emañ ar binvioù estren o klask kemer plas hon re » a skrive Loeiz Herrieu e miz c’hwevrer 1914 e Dihunamb. Ha mont a reas kement-se da wir : er bloavezhioù 1920 e tapas an akordeoñs bezañ trec’h war an holl vinvioù all nemet hag un nebeut toleadoù e vije ; rak bev-mat e chomas ar violoñs er Mené, kement all evit ar viell e su Sant-Brieg, an dreujenn-gaol e Kerne-Uhel, ar binioù hag ar vombard e el lec’hioù ma oa sonerien brudet a-gozh o terc’hel ganti.
Div nevezinti e-kreiz an XXvet kantved
Ul lañs nevez avat e tapas sonerezh Breizh e 1930 pa zegouezhas daou venveg nevez war un dro.
Buan-tre e kavas an akordeoñs kromatek (ur son dezhañ, degouezhet e Paris war-dro 1900) e blas e Breizh. E Breizh-Uhel e kemeras ar sonerien akordeoñs-se plas ar « bouezous » diniver ha kas a rejont an tonioù kozh d’ar blotoù ; e Breizh-Izel e voe dibabet gante c’hoari an tonioù kozh diouzh o mod-int. E BroWened koulz hag e Kerne e voe savet koubladoù akordeoñs ha saksofon, war batrom kozh ar c’houbladoù sonerien. Tro-dro da Skrignag, war atiz If Menez e voe krouet ur stumm dibar da seniñ dañs-tro Kerne gant ar sonerien akordeoñs. Hag ar re-se da aozañ lazioù-seniñ bihan neuze, dezho ur « jâse » (taboulinoù) hervez ar c’hiz a oa e Bro-C’hall d’ar c’houlz-se.
Biniou bras Bro-Skos eo an eil benveg a ziflukas e Breizh e 1930, broudet e implij gant folkloristed ar c’hêrioù koulz ha difennerien sevenadur Breizh KAV (Kenvreuriezh ar Viniaouerien). Ugent vloaz war lerc’h e oa aet o huñvre da wir, a-drugarez da labour pennek BAS (Bodadeg ar Sonerion) krouet e 1943, bet savet ar bagadoù ganti, strobadoù binvioù dibar anezhe, o vodañ binioù bras ha taboulinoù bro-Skos gant ar vombard. Ouzhpenn 1000 soner a zibunas evel-se e Kemper e 1956 da goulz « Trec’h meur ar sonerien ».
2000 : an distro d’ar mammennoù ha trec’h al liested
Na pelec’h omp arru ganti bremañ neuze ? Diwanet mat eo an had bet serret digant ar sonerien gozh e-pad un hanter-kantved. Savetaet eo bet ar pep brasañ eus ar modoù hag eus ar stummoù da seniñ a oa war-dro 1900, gant an azginivelezh-se. Kantadoù a goubladoù sonerien biniou ha bombard, daou venveg heverk eus Breizh, zo bremañ. Ha n’eo ket chomet muzikanerien Breizh da straniñ evit afer-se : tennet o deus o mad eus binvioù all ar bobl en XXvet kantved, ar gitar paneveken. Ha derc’hel a reont hiviziken da seniñ forzh peseurt benveg deuet eus penn all ar bed, asambles gant binvioù kozh ar Vro.