Hyacinthe Cordier o sevel al labouradeg vodern kentañ e 1878

Aozer : Jérôme Cucarull / Genver 2017

Don e spered hag e mojennerezh ar sevel botoù e Felger, ez eus un den en deus roet buhez d’ar startijenn ha d’ar spered embregiñ ar mareoù kentañ : Hyacinthe Cordier eo (1825‑1894). Haroz gwirion en defe bet e blas en ur romant gant Balzac ez eo pimpatrom ar mevel deuet da vestr aet da Bariz d’e zaouzek vloaz, hep na vefe ur gwenneg toull en e chakod. Eno e teuio da vout frammer bragerizoù, a-raok mont d’an Amerik e 1848. Den ne oar pezh a raio eno, un dra vat evit ma vefe savet mojennoù diwar e benn. Pezh zo sur, pinvidik-mor e teuio en-dro 20 vloaz war-lerc’h, e 1868.

E Felger eo e savo gant e nized, ar re Chantepie, al labouradeg mekaniket kentañ, hag a vo ur gevredad dre gevrannoù (SA). E 1878 e vo staliet eno an nerzh loc’hañ dre aezhenn, pezh a roio tro da vekanikat al labour en ur staliañ mekanikoù e pep post labour. Arouez modernelezh al labouradegoù war « blasenn Felger » ha brud vat ar ger a vo d’al labouradeg boteier maouezed « fichet-kaer ha solut » produet a-steud.

E 1890, goude un tan-gwall, e adsavo Cordier e labouradeg en ur gemer harp war     tresoù awenet gant labouradegoù ar re vodernañ a gaver er broioù all. War e lerc’h e chomo  skeudenn an araokaour en deus kaset industriezh ar boteier war-raok e Felger.

Bibliographie

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù