Industriezh ar pesked sall en Arvorig roman

Aozer : Patrick Galliou / Gwengolo 2022
Adalek an IIvet kantved e voe savet en Arvorig, war aodoù bae Douarnenez pergen, salladurezhioù pesked enno ivez lec’hioù darbariñ, klenkañ ha berniañ. Gant keodediz roman eo moarvat e voe staliet an industriezh sallañ-se, sed gant tud deuet eus kontreoù ar c’hreisteiz ma veze produet a-werso hevelep bouedoù.

Kerkent ha fin ar c’hantved e voe kaset gouzout gant gouizieien eus Penn-ar-Bed perak e oa, e Douarnenez ha war aodoù ar bae, dismantroù kozh e-leizh eus an Henamzer, hag en o zouez grennoù mañsonet, en o-unan pe bodet, sanket en douar er gwiskad dindan, betek o digor. Hervez lod e oa aze relegoù eus bannlev Kêr-Is ar vojenn, hervez lod all e oa restajoù eus kavioù, pe c’hoazh lec’hioù-ged evit ar soudarded roman… Dre geñveriañ gant frammoù heñvel a vez gwelet e meur a lec’h all war-dro ar Mor Kreizdouar, dreist-holl a bep tu da strizh-mor Jibraltar, e Spagn hag er Marok, e voe komprenet buan petra e oa ar grennoù-se, etre tri ha pevar metr o c’hostez, etre daou ha pemp metr o donentez, lakaet enno ur gwiskad tev a indu simant didreizh, ha solennoù evit kreñvaat ar c’hornioù diabarzh hag ar c’hej etre ar mogerioù hag ar strad : bez’ e oa anezho ar pezhioù pennañ eus labouradegoù salladurezh pesked, gant lec’hioù darbariñ, berniañ, ha moarvat annez ivez.

Chug pe toaz aozet diwar emgoazhadur ar pesked

Ar vicher sallañ a oa simpl he diazezoù : degaset e veze ar pesked betek al labouradeg ha diskarget, bouzelloù hag all, gwiskad ha gwiskad, e-barzh ar grennoù. Pep degasadenn a veze dispartiet diouzh an hini gent gant ur gwiskadig tanav a holen (keñver pesked / holen : 8 da 1). Goude laosker ar pesked da emgoazhañ goustadik, dre berzh ar goell boued a zo en o c’hanoù boued dezho o-unan, nemet kej-mej gant un enepbreiner, an holen, a vire ouzh nep breinadurezh a c’hoarvezout, e tisoc’hed er fin gant un aozad a veze kavet e daou stumm, dourenn (garumliquamenmuria : chug diwar meur a seurt pesked) pe toaz (allec ou hallex), hennezh nebeutoc’h a glask warnañ ha gwelloc’h marc’had, met meur a adstumm a oa ivez, diouzh ar pesked a veze implijet. War aodoù an Arvorig ne veze implijet nemet sardin, ha lec’h orin an holen a oa rekiz a vil vern a chom ur gudenn n’eo ket bet diskoulmet c’hoazh. Ar vorserien a vourre kenañ gant an hili pe an toaz-se, kreñv o c’hwez, damheñvel ouzh an nuoc mâm en Azia ar Gevred, hag a yae dreist-holl da demzañ al legumaj, ar c’hig hag ar frouezh. En Azia-Vihanañ eo moarvat e oa bet ganet an industriezh-se er viivet kantved a-raok J.-K., kent en em astenn dre ar bed gresian klasel ha dre ar bed roman war-lerc’h. En Arvorig e oa daou vodad distag a labouradegoù, an hini kentañ ha brasañ ivez etre kornôg ar Mor-Bihan (an Intel, Lann-er-Stêr) ha penn pellañ ledenez Kraozon, an eil nepell eus bae Sant-Brieg (moarvat e Lokmikael-an-Traezh, Porzhig, ha kement zo.). War aodoù bae Douarnenez, eus Morgad da Graozon ha betek bae an Aon, eo avat e kaver ar stankañ al labouradegoù-se, an hini vrasañ anezho, enni un tregont grenn bennak, o vezañ e Plomarc’h e Douarnenez. Gwelet e vez bodadoù labouradegoù en aberioù ar stêrioù Gwaien (e kêr Gwaien) hag Oded (Benoded ha Kombrid), ha moarvat ivez er Pouldu e Kloar-Karnoed, ar pezh a ra ul liamm ouzh labouradegoù bro ar Weneted.

Salladurezhioù heñvel e kreisteiz Galia hag e ledenez Iberia

Anat eo, diwar geñveriañ dre vras saverezh ar salladurezhioù a oa en Arvorig gant an uzinoù a brodue ar memes tra e Spagn, e Portugal hag er Marok, penaos e oa heñvel-mik ar c’havadennoù teknikel bet implijet a bep tu. Un heñvelder e-giz hemañ n’eo ket posubl e vije bet dre zegouezh, na ken nebeut all dre ur mod drevezadur pe « kontammadur » hepken, ken pell evel m’emañ lec’hioù an industriezh-se en Arvorig diouzh al lec’hioù all tostañ eus ar memes feson industriezh (Kreisteiz Galia, ledenez Iberia). Diduzañ a ranker eta, kazi sur, penaos ganedigezh an industriezh-se e penn pellañ al ledenez ne oa ket bet un degouezh, met da vat ur wir choaz ekonomikel mennet. Ur sichenn c’hreunit bet dizoloet e 1948 war aod Ri e Douarnenez, un tamm izeloc’h eget dismantroù bras a-walc’h eus an Henamzer, warni ur skrid dediet, a daol deomp un tammig sklêrijenn war ar perag eus ar choaz-se.

Sichenn, warni ur skrid, bet dizoloet en Aod Ri e Douarnenez. Mirdi Breizhek an Departamant, Kemper. Foto : Patrick Galliou

Da Neptunus Hippius eo dediet ar skrid a zo warni – dizoloet ez eus bet un delwenn eus hennezh nevesoc’h zo, a-ziwar ar memes traezhenn –, un doue a zo anezhañ avatar latin an doue gresian Poseidon Hippios, ha tamm ebet un doue eus ar vro. An hini en deus dediet, Caius Varenius Varus, zo ur c’heodedad roman, padal n’eo ket keltiek na nomen na cognomen an den-se, hag eus gevred Galia eo-eñ. Hervez ar skrid, emañ e penn (curator) kevredigezh (conventus) ar geodediz roman evit ar bedervet gwezh. Hevelep « kleuboù » a oa o fal difenn interestoù boutin o izili. Sevel un obererezh evel hennezh, ha batisoù arbennik, diouzh normoù teknikel anavezet mat e lec’h all, kement-mañ holl n’hall bezañ bet graet nemet gant tud o doa prenet skiant hag a ouie mat-tre diouzh doare an industriezh-se, sed tud a oa orin eus broioù ma veze lakaet e pleustr, divroet d’an Arvorig war-dro 150 goude J.-K., ganto o doueed Neptunus ha Herkulez.

Delwenn Herkulez e maen-raz, dizoloet en ur salladurezh e beg ar Ged e Douarnenez. Mirdi Breizhek an Departamant, Kemper. Foto : Patrick Galliou.

Soñjal a c’heller, hep gallout en prouiñ avat, e oa stag ouzh villae lod eus al labouradegoù bihanañ, nebeut a c’hrennoù enno, ha neuze produiñ hili (pe toaz) pesked, pe pesked sall a oa evit ar villa he c’hounidegezh nemeti peotramant unan all ouzhpenn he gounidegezh diwar al labour-douar. Padal labouradegoù bras Douarnenez, re Plomarc’h ha Ri pergen, a veze meret moarvat gant keodediz deuet eus broioù ma veze produet bouedoù a seurt-se abaoe pell.

Poseve e veze ezporzhiet

Peadra zo da glask gouzout, evel just ha rezon, pere e oa o abegoù d’an dud-se eus ar c’hreisteiz evit kas an industriezh-se da zivroañ ken pell all, betek an Arvorig. Rak ar c’hiz da broduiñ holen, a-hend-all, a oa heñvel e meur a lec’h eus an arvor a-hed mor Atlantel ha mor Breizh, hag ar c’hiz da besketa sardin ivez, penn-da-benn d’an arvor atlantel, adalek pleg-mor Gwaskogn betek beg pellañ Breizh. Martezeañ a c’heller, hep gallout en prouiñ da vat evelkent, e oa bet choazet an Arvorig gant an embregerien-se abalamour ma oa tostoc’h ouzh marc’hadoù sur hag aes : re an armeoù roman e gwarnizon e Breizh-Veur ha war ribl ar stêr Rhein. E-barzh labouradegoù an Arvorig, evel e-barzh re ledenez Iberia, e veze produet sur a-walc’h kalz re a broduioù sall evit ma c’helljent bezañ peurzebret gant tud ar vro nemetken. Kredapl bras eta e veze esporzhiet ul lodenn da vihanañ eus an hili hag eus an toaz pesked, daoust ma n’eus ket bet kavet c’hoazh, neblec’h er-maez eus ledenez an Arvorig, na beñsel na lestr a c’hellje bezañ bet kaset enno ar produioù-se. Endra ma chom c’hoazh kalz a c’houlennoù direspont diwar-benn deroù ha diorroadur an industriezh-se, a yeas war ziskar ha neuze da get e dibenn an IIIde kantved, ar pezh a chom gwir eo ez eus bet unan bennak, en tu bennak en Impalaerezh roman, hag en doa meizet pebezh galloudezh ekonomikel a oa er vro, ur vro ha ne oa ket ken diamen-se, e-keñver ar pezh a soñjer alies.

 

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Galliou, « Industriezh ar pesked sall en Arvorig roman », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/09/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/industriezh-ar-pesked-sall-en-arvorig-roman

LEVRLENNADUR :

SANQUER René, GALLIOU Patrick, « Garum, sel et salaisons en Armorique gallo-romaine », Gallia, t. 30, fasc. 1, 1972, p. 189-223.

SANQUER René, « Une nouvelle lecture de l’inscription à Neptune trouvée à Douarnenez (Finistère) et l’industrie du garum armoricain », Annales de Bretagne, 80, fasc. 1, 1973, p. 215-236.

ÉVEILLARD Jean-Yves, BARDEL Jean-Pierre, « Le site des Plomarc’h en Douarnenez (Finistère, France) : un modèle pour le fonctionnement des usines de salaisons sur la façade nord-ouest atlantique ? », dans L. Lagóstena et al. (éd.), Cetariae 2005. Salsas y Salazones de Pescado en Occidente durante la Antigüedad, Oxford, 2007, p. 151-156.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité