E Breizh eo bet merket stourmoù ar bloavezhioù 1968 gant kalz a strolladoù maoour o deus kavet eno o lec'h kreñvañ e maez eus Bro Bariz. Ken abred ha 1967 e kav an UJC-ML tud digor d'he mennozhioù e-touez pennoù an Unef e Roazhon. Met e miz Mae 1968 eo e krog al luskad da ledanaat da vat. Dic'hortoz eo ar berzh en deus graet pa glever komzoù ar re o deus stourmet eno. Kontañ a reont bremañ o deus bet erez pe disfiz da gentañ-penn ouzh ul luskad a seblante dezho bezañ leun a greañsoù, strizh, kopiet hep kalz a breder war ar pezh edo o c'hoarvezout e Sina. N'eo ket evit mont a-du gant o zeorienn hag o ideologiezh e teu lod eus levierien ar studierien da vezañ « mao » neuze. Kavout a ra dezho kentoc'h eo ar vaoourien ar re a ya ar muiañ war-zu ar vicherourien hag ar bobl, ar re a striv ar muiañ evit « servijout ar bobl », evit ober gant unan eus o luganoù.
Skritell evit gervel da vanifestiñ evit souten micherourien ar "Joint" hag ar bobl viêtnamanad
Hent ul luskad
Ne vo ket kontet amañ ped gwezh eo bet merket ar bedig-bed-mañ gant strolladoù o tisrannañ hag o kendeuziñ. Met gallout a reer tresañ tri nerzh pennañ o deus kaset an traoù e Breizh en un doare disheñvel diouzh lec'hioù all. Dont a ra unan anezho eus ur strollad « lec'hel », Rennes Révolutionnaire (Roazhon dispac'hel), bet ganet e 1970, a zeuio da vezañ Drapeau Rouge ha da heul Organisation communiste de France (marxiste-léniniste) (Aozadur komunour Frañs (marksour-leninour)), hag a grouo strolladoù pell eus Breizh. Mont a ra kalz eus e stourmerien da labourat en uzin, hag evel-se e teu a-benn ar strollad da vont maez eus bed al liseidi hag ar studierien yaouank. Ennañ e vez implijet teoriennoù marksour-leninour evit en em soñjal war forc'hellegezh tu-kleiz ar programm boutin, talvoudegezh ur gefridi a embreger pe geopolitikerezh an « tri bed », ha n'eo ket evit lavar komzoù reizhkredenn nemetken. Bezañs ar vaoourien e Breizh a deu da heul eus emdro re yaouank ar PSU. Bodet e oant en ur rann anvet Gauche révolutionnaire (tu kleiz dispac'hel) ha tamm-ha-tamm eo deuet al lodenn vrasañ anezho da guitaat ar strollad ha da sevel un aozadur dizalc'h gant mennozhioù maoour. Da echuiñ, adalek 1973 eo deuet ar strollad Humanité Rouge (denelezh ruz, tu reizh hervez al lezenn ar PCMLF dindan guzh) da vodañ an dud. Meur a stourmer kozh eus ar PSU hag a ezel eus strolladoùigoù evel Le Travailleur (al labourer) en deus emezelet neuze. E 1975 e kaver e rann vreton an aozadur ur c'hard eus an holl izili a zo e Frañs, sur a-walc'h. Gall a reer kinnig un displegadenn all, a sell ouzh statud ar proviñsoù e Frañs dre vras, ha n'eo ket ouzh Breizh nemetken. Pa 'z eo kreizennet buhez-spered ha buhez skol-veur Frañs e Pariz betek re, ar fed ne vefe ket kavet ur gwir vetoù-spered stank hag araokaour e Breizh a c'hell bezañ un abeg evit ma vefe bet bravoc'h d'ar stourmerien tostaat ouzh ar vuhez wirion kentoc'h eget drailhañ Pateroù teorikel... dreist-holl pa ya da stourm en tu kleiz pellañ kalz muioc'h a vugale eus ar bobl aet war-raok eget a vugale eus a renkadoù uhel o klask c'hoari o mestroù war an danvez-spered.
Skeudenn : golo l'Humanité Rouge, Mirdi Breizh 977.0053.24.17
Alies e lenner eo deuet fin al luskad maoour e dibenn ar bloavezh 1973 p'eo bet em-divodet ar Gauche prolétarienne (tu kleiz proleterel), ur strollad a zo bet bihan atav e Breizh, e oberioù pennañ o vezañ aozañ « kerzhadegoù hir » evit kas studierien ha micherourien yaouank da labourat war ar maez e-pad an hañv. Met diboell eo an deiziataer-se pa ne soñjer ket emañ harzoù tiriad Frañs tro-dro da garter latin Pariz. Er c'hontrol emañ en em gavet niver ar stourmerien vaoour d'e boent uhelañ e Breizh e-kreiz ar bloavezhioù 1970. E 1978 eo e krog da zigreskiñ. Disoc'hoù mezhekaus d'an dilennadegoù (0,78 % en ur bastell-vro eus Roazhon a servije da arnod dezho) a zo unan eus an tarzherioù o deus lakaet ar strollad Humanité Rouge Bretagne d'en em soñjal asambles evit dibab an em-divodañ ur bloavezh war-lerc'h. M'eo bet embannet niverenn ziwezhañ Drapeau Rouge e 1984 e chomo ar strollad oberiant war dachenn ar mennozhioù e-pad pemp bloavezh ouzhpenn gant e gelaouenn Arguments.
Kazetenn L'Humanité rouge © Dastumad prevez an oberour
Trakt gant ar PCMLF : C'est le capitalisme qu'il faut détruire (Ar gapitalouriezh an hini a ranker distruj), Dastumadoù Mirdi Breizh 977.0124.11
Perak e Breizh ?
Perak eo bet kreñvoc'h al luskad maoour e Breizh ? Pouezus-tre eo gwelout ez eus kalz a gatoliked kozh e-touez ar vaoourien ma ne chomer ket gant an displegadur lezireg e vefe bet cheñchet « feiz » ganto. Meur a gatolik eus an tu kleiz a oa prederiet gant mont en-dro ar gevredigezh ha gant an Trede Bed da vare sened Vatikan II. Hep torr ebet int deuet neuze da soñjal e « servijout ar bobl ». A-belloc'h e sell ar vaoourien ouzh ar sevenadur reizh - pa vefe klasel pe giz ar skol - hag ouzh ar sevenadurioù nevez a ziwan er bloavezhioù-se (rock, stourmoù ar merc'hed, doareoù-bevañ « disheñvel ») eget ma ra o c'henseurted drotskour. Evito eo pouezusoc'h kas ul labour hirbad war-zu ar bobl eget stummañ o izili war an deorienn.
Ne oa ket diseblant kalz a dud bet savet war ar maez ouzh ar fed e oa deuet Sina da vezañ komunour da heul un dispac'h kaset da benn gant peizanted. Ma lamer kement tu normativel a c'hell kaout an droienn « enep-komunourien komunour » e komprener ivez perak e vez desachet lod gant komunouriezh sinaat an Dispac'h sevenadurel. Soñjal a reer eo diazezet war stourmoù ar bobl, gouest da vurutellañ kement aotrouniezh a zo, pa vefe el labour, er skol, en darempredoù etre paotred ha merc'hed, met e penn ar strollad komunour ivez. Er c'hontrol eo bet tuet ar re yaouank dizehan a-enep d'ar strollad komunour gall ha d'an Unvaniezh Soviedel gant ar veleien, o zud ha kelennerien ar skol kristen, pezh a zo ur gwander diremed evito. Dindan sac'hadur Brejnev e seblant louet ha karc'har an URSS. Dont da vezañ maoour a dalvez mont d'an tu kleiz pellañ hep sevel a-du gant ar patrom soviedel a zistaoler evit abegoù mesk-ha-mesk, bezañ glanoc'h ha modernoc'h gant un doare birvilh ha buruteller, libertaer memes, da welout ar gomunouriezh.
Ma laker a-gostez strolladig bihan ar Gauche prolétarienne, a ra dave da yezh ha sevenadur Breizh en e gazetenn Gwirionez Vérité Bretagne, n'eo ket bet gwall zedennet ar redoù-mañ - nebeutoc'h atav eget o enebourien drotskour - gant stourmoù an Emsav (sevenadur, c'hoant e vefe emren ar rannvro, c’hoant da adkemer an istor). Kinnigomp e weler amañ efedoù meur a dra stag-ouzh-stag : nebeutoc'h a liammoù gant an dud hag al lec'hioù a groue sevenadur nevez e Breizh er bloavezhioù 1970, strolladoù lec'hiet e Breizh-Uhel dreist-holl, hag ur sell muioc'h chadennet gant ar reizhkredenn varksour war ar stourmoù a renk kentañ hag ar re a eil renk. Met deuet eo en-dro ar pezh a oa bet gwasket warnañ. Kalz eus ar stourmerien gozh a lako o gwriziennoù breton war-wel diwezhatoc'h. Lod anezho a vo oberiant e Diwan evit o bugale, lod all a lako asambles ekologiezh ha tiriad, hag al lodenn vrasañ anezho a vevo o buhez-pad e Breizh, ur vro a dalveze kalite ar vuhez hag an darempredoù evito.
Dilennadegoù kannaded miz Meurzh 1978 Trakt : "Liste d'Unité Ouvrière et Populaire" an OCF(ML) Dastumadoù Mirdi Breizh 978.0044.3.1
Bilhed-vot : Dominique Techer, war ar renk evit an OCF(ML) e dilennadegoù kannaded miz Meurzh 1978. Dastumadoù Mirdi Breizh 978.0044.3.2
Ur pennad troet gant Lena Catalan.