Jacques Kerhoas, skolaer, stourmer hag ijinour ar c’hlasoù-mor

Aozer : Malo Camus-Le Pape / Ebrel 2021

« Ha pa ne vefe ket tonket bugel pe vugel d’ober e vicher diouzh ar mor, ne c’hell hini ebet anezhe chom hep anavezout ar pezh ac’h a d’ober lodenn vrasañ ar blanedenn-mañ. » Dre ar c’hrennlavar-mañ e tisplegas Jacques Kerhoas talvoudegezh e emouestl d’ar c’hlasoù-mor. O tilec’hiañ ar c’helennadurezh eus ar skol d’an arvor e tape ober unan diwar zaou, gwriat e emouestl d’ar c’helennadurezh hag e garantez ouzh ar mor an eil ouzh egile.

C’hoant gantañ krouiñ ul lec’h gouestlet d’ar verdeadurezh ha digeriñ frank an dudiamantoù d’an dud yaouank, ec’h adkempennas pourpezioù ur vengleuz dilezet gant sikour un nebeud kamaladed. Disklêriañ splann e venozhioù a rae an den a breder hag a ober anezhañ : « Petra zo kaoz ez eo bet distaget ar skol diouzh an diduamant ? Daoust hag-eñ ne dalv ket an eil koulz hag egile da deskadurezh ha da diorroadur personelezh ar vugale vihan ? Evitomp-ni avat, kalz gwelloc’h e kavemp ober un dra bennak evit ar re yaouank, evit bezañ oc’h ober trouz dezhe dibaouez… »

E 1964 e voe digoret kreizenn Logonna-Daoulaz d’ar klas-mor kentañ. Aet e oa hunvre Jacques Kerhoas da wir ha derc’hel a reas-eñ d’e ziorren goude-se, o stourm evit ma vije anavezet gant an Deskadurezh-Stad, evit tapout skoazell, sachañ yalc’hadoù ha gwriat ur rouedad klasoù-mor. Doujañs vras a vage tud ar verdeadurezh ouzh Jacques Kerhoas evel ouzh un diouganer, « ijinour ar c’hlasoù-mor » anezhañ, gwriziennet-mort e raktres e luskad deskadurezh ar bobl a ra eus an ober sichenn kement deskamant zo.

Pa oa bet pedet da gomz diwar ar c’hlasoù-mor dirak ministr an Deskadurezh-Stad en ur c’hendiviz ofisiel diwar an doareoù pedagogel nevez, e tisklêrias Jacques Kerhoas kement-mañ krenn-ha-krak : « Amañ zo 42 a dud o kousket ! kement-all a vez graet gant ar voused pa vezont bet c’hwec’h eurvezh-pad o selaou kentelioù. Sell aze abalamour da betra em eus ijinet ar c’hlasoù-mor. Echu eo ma c’hanaouenn ganin ». Un hêrezh divent an hini zo chomet war-lerc’h ar pedagogour a-galon-se ha deuet eo ar c’hlasoù-mor ul lod prizius eus glad Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Malo Camus-Le Pape, « Jacques Kerhoas, skolaer, stourmer hag ijinour ar c’hlasoù-mor », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/04/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/jacques-kerhoas-skolaer-stourmer-hag-ijinour-ar-c-hlasou-mor

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité