A-drugarez da Charles Danielou e oa bet anvet Jean Moulin da is‑prefed e Kastellin. Met an darempred a oa etrezo e oa aet buan‑tre en tu all eus ur stern micherel, evit mont war‑zu ur vignoniezh gwirion ; ret eo lavaret e oant o‑daou mignoned bras an arzoù. Hag evel‑se e oa c’hoarvezet da Jean Moulin ober anaoudegezh gant Max Jacob, e ti Charles Danielou, a oa bet en e yaouankiz ur barzh tost d’al luskad Parnasian.
Mignon an arz hag an arzourien eo ar c’hargad, ha plijout a ra dezhañ daremprediñ anezho. Gwir eo en em gleve gant ar barzh Saint-Pol Roux, un arzour a vez graet outañ unan eus ar re o deus awenet an Dreistrealourien. Gwir eo ez eus un dra all boutin etrezo, en tu all d’ar garantez evit al lizhiri, ar garantez evit ar brovañseg. Er yezh‑se eo e veze eskemmoù p’en em gavemp asambles, rak kustum e veze Jean Moulin d’en em gavout e Coecilian, maner Saint-Pol Roux, e Lagad Yar e Kameled.
Plijout a rae ivez d’an is‑prefed brastresañ, ha dindan al lesanv Romanin en doa sinet un toullad mat a flemmskeudennoù a ziskouez pegen aketus e selle ouzh e genvroidi. Tresour ampart e oa ivez, hag ingal eo bet embannet e dam-dresoù, betek diskouez anezho e Saloñs ar fentourien e 1931. En degouezh‑se e teu war-wel war bajenn gentañ kelaouenn bemdeziek Roazhon L’Ouest-Eclair : moarvat ne oa ket bet kalz a lennerien o defe divinet piv a oa kuzhet a‑dreñv an anv kevrinus‑se : Romanin… Met kaerañ oberenn Jean Moulin zo hep mar na marteze embannadur Armor, dastumad barzhonegoù Tristan Corbière, p’en doa graet anaoudegezh ganto d’ar mare ma oa e Kastellin o chom. Skeudennaouet eo bet ar barzhonegoù‑se gantañ dre eizh dour-kreñv. Gant an oberennoù‑se e tiskoach an arzour e dro‑spered teñval ha trubuilhet, pell-mat eus skeudenn anavezet‑mat