Un tregont bennak a friturioù-pesked a oa e Konkerne e deroù an XXvet kantved. Plezhet e veze boutegoù evit friturioù, pesketourien ha saverien-istr ar c’horn-bro gant Yann ar Gall, mestr-kantenner hag e zaou vicherour, Loeiz Stefan ha Julien Lerest. Kas a raent boutegoù a vil-vern ivez da gement porzh ar Meurvor, betek Maroko zoken. Fred a veze neuze gant ar gantennerien, bep ma yae ar friterezh hag ar pesketaerezh war gresk. A-benn ma krogas an Eil Brezel Bed avat ne chome nemet un dek bennak a gantennerien e Konkerne. E 1947 e teuas Roger ar Gall, a oa 16 vloaz a-benn neuze, da sikour e dad en atalier. Adalek 1952 e veze gounezet kement o werzhañ 1 200 man-chalud hag a oa bet gounezet ar bloavezh-se o werzhañ 4 000 bouteg-fritur. Pep bloaz e koazhe an urzhioù-prenañ digant ar friturioù. E 1958 e oa bet plezhet 4 000 man evit ar besketourien pa ne oa bet nemet an hanter anezhe evit ar friturioù. E 1961, pa gemeras Roger penn an atalier, ne voe plezhet nemet 1 000 man evit ar friturioù. En e varr e oa ar pesketaerezh d’ar c’houlz-se. Betek 1 200 bag-chaluter a oa er porzh neuze.
Da lâras Roger ar Gall e veze nav batimant nevez bep bloaz er porzh, ha paramantiñ anezhe a oa d’ober, manioù hag all. E 1965, evit ar wech kentañ e plezhas Roger ar Gall rotin war orjal-houarn d’ober ur man-chalud diwar ur patrom manioù skañv ha solut war un dro hag a rae berzh bras d’ar c’houlz-se, bet krouet gant Pêr Gwernaleg, ur c’hantenner-rotin staliet e Rosporden.
Eus 1975 da 1991 ne veze urzhiet nemet manioù-chalud ken, ha koazhet o niver ivez : war-dro 2 500 man ar bloaz hepmuiken. E 1988 avat e voe gwerzhet 3 000 anezhe gant Roger pa rankas pourveziñ pratikoù Robert Losthouarn, kantenner diwezhañ Pont ‘n Abad dihanet ar bloaz-se abalamour d’e yec’hed fall. E 1991 e yeas Roger ar Gall war e leve d’e dro. Ne zeuas hini ebet war e lerc’h.
En Indonezia e vez plezhet ar manioù-chalud bremañ.