Ar sevel mein-veur en e varr uhelañ
Test eo ar savadurioù-se, a bep seurt kefridioù dezhe, eus ur boblañs niverus. Savet e oant bet a-hed 2 500 vloaz ha bezañ zo eus lod dioute ar c’hoshañ savadurioù mein-veur er bed.
Tier ar re varv koulz ha tier ar re vev zo bet savet er mod-se gant pobladoù an neolitik etre 4 500 ha 2 000 kent JK ha lakaet o doa miliadoù a vein-veur en o sav, unan-hag-unan pe a-stroll, lec’hiet an eil e-keñver egile e doareoù luziet, steudadoù pe sernioù (kromlec’hioù) paneveken.
Ar steudadoù mein-sav
Steudadoù Karnag (4 000 maen-sav a-hed 4 km) eo al lec’hienn gevrinusañ moarvat pa n’eus ket bet tapet kompren evit c’hoazh da betra e talvezent. Un istor luziet eo hini ar savadurioù-se, eus tri da nouspet mil maen-sav, meur a adkempenn dezhe, an eil war gorre egile alies. Arvestoù kaer ha gweledvaoù dic’hortoz a zeu war-wel d’ar c’hantreer o vale e-touez ar regennadoù mein-sav-se, ha n’eo ket dre zegouezh moarvat.
« Ramz er manio » a vez graet eus uhelañ peulvaen Karnag, ken bras ez eo. Ramzel eo ivez steudadoù hir-divent Kêrzhero, a-hed maezioù komun Erdeven. A bep seurt ment eo ar peulioù-maen-se, ha war dostaat ez a o regennadoù diouzh un tu, dres evel reoù Karnag.
Ne c’hell ket an dremenidi chom diseblant avat ouzh mein-sav Lokmariaker, bet torret a-ratozh-kaer pa ne oant ket azeulet ken, da vezañ adimplijet da daolioù-maen. Arouezus eo savadurioù Taol ar Re Varchand hag Er Wrac’h, o c’hefridioù hag o adimplijoù, eus istor cheñch-dicheñch ar vein-veur. En diskouez a ra mat Peulvaen Bras torr Er Wrac’h, test divent ur steudad mein-sav bet taolet d’an traoñ. Un tamm eus unan eus ar peulioù bras-divent-se, bet diskaret ha didammet, eo moarvat taol vras taol-vaen ar Re Varchand. Klotañ a ra dres ar c’hizelladurioù a weler war he gorre gant reoù an eil tamm a zo aet d’ober taol krugell Gavriniz e pleg ar Mor-bihan. Ur marzh eo pa soñjer e oa bet stlejet ar maen plat bras-se a-hed meur a gilometr hag a-dreuz ur stêr ledan-mat !
Cheñchet doare ar vro
Ne oa ket pleg ar Mor-bihan en em ledet ken pell ha bremañ c’hoazh d’ar c’houlz ma oa bet lakaet ar vein-veur en o sav. War-dro 9 000-8 000 bloaz zo e oa savet ar mor buan awalc’h pa oa c’hoazh e live 6 pe 7 m dindan al live a-vremañ. En diskouez splann a ra kromlec’h Er Lannig, un hanter anezhañ soubet er mor p’emañ an hanter all war ar sec’h.
Turumelloù divent
Abafet e vezer gant ar bras m’eo turumell Sant-Mikael Karnag. Tri bez a ya d’ober an durumell-se, meur a savadenn anezhi e gwirionez, an eil war gorre eben. Div eus ar bezioù-se zo en he c’hreiz p’emañ an trede e penn pellañ reter ar savadur. Dafar arkeologel dibar zo bet kavet e unan eus an daou vez kreiz. Miret eo an dafar-se war-wel an holl e mirdi ar Ragistor e Karnag hag e hini Kevredigezh Liesgouiziek Gwened. Dafar arkeologel eus ar rouesañ zo bet kavet ivez e krugell vras Mane er Wrac’h, e Lokmariaker.
Tro war-dro pleg ar Mor-bihan
War ragenez Rewiz emañ lec’hienn ar Mont bihan o valirañ a-us da ode pleg ar Mor-bihan. Meur a-wech eo bet diskaret hag adsavet ar savadur a zo eno. Bezañ zo anezhañ ur voudenn-zouar ken kozh ken ez eo karrekaet dindan ur grugell n’eus bet kavet bez ebet enni evit c’hoazh. Un eil krugell a oa bet savet sko ouzh an hini gentañ, un daol-vaen drepasek enni. A-benn ar fin e oa bet goloet pep tra gant ar savadenn ziwezhañ, div daol-vaen dezhi war-zu ar reter. Aet eo an holl savadennoù-se, an eil o lakaat kresk war eben d’ober un dosenn bempkostezek a-benn ar fin, ken dibar ar savadur-se hag ar gwel a zo alese.
Nepell eus beg ar ragenez-se emañ turumell Tumieg a weler a-bell ken bras ez eo. Ront eo honnezh, ken uhel ha 15 metr hag un hanter-kant metr bennak he zreuzkiz. N’eo ket bet furchet ar savadur-mañ penn-da-benn evit c’hoazh. Ur bez skouergornek zo bet kavet ennañ, trepas ebet o kas betek ennañ met un nor-vaen outañ hag a c’heller serriñ ha digeriñ. Emañ ar bez dindan ur grugell goloet gant un tolzad morbri. Dafar arkeologel eus ar c’haerañ zo bet kavet enni ivez.
Gwall zishañval e oa doare ar vro da vare an neolitik : kalz izeloc’h live ar mor paneveken. Adkempennet, diskaret ha kresket e oa bet meur a wech ar savadurioù mein-veur a gaver stank eno. Tud vev a veze azeulet neuze war un dro gant ar re varv, ha liesseurt eo ar savadurioù gouestlet dezhe, diouzh ma veze azeulet an eil re pe ar reoù all gant ar meuriadoù bet o vevañ eno an eil war-lerc’h egile.