Kenwerzh an holen

Aozer : Gildas Buron / Eost 2020
Dastumet e silinoù aodoù Breizh ha treuzdouget dre girri, war stêrioù ha dreist-holl war vor etre porzhioù Breizh hag Europa, eo bet an holen un danvez hollbouezus evit mirerezh ar boued abaoe ar Grennamzer. En XIXvet kantved vez dasparzhet mat holen Breizh bepred, daoust da gevezerezh an industriezh ha da zigresk an aocherezh, met treuzkaset vez dre girri dreist-holl, a-drugarez da ziorren an hent-houarn.

Holen Breizh, un danvez ezporzhiañ evit ar boued

Tennet eus ar plankenn 106, « Pesketaerezhioù war vor, pesketaerezh ar moru » engravet gant Bernard, Feur-skrid ar pesketaerezhioù gant Duhamel de Monceau, embannet e 1769-1782. An tres niverenn 2 a ziskouez « ur stal, hag en ur penn an Troc'her  d pennoù ha bouzelloù a zo en ur barilh gant e davañcher vras lêr […] ; e penn all an daol emañ ar C'hempenner e, en e varilh ivez gant un davañjer vihan ; en e gichen ez eus un duellenn goad  f, ma taol enni ar moruennoù en deus kempennet, ha kouezhañ a reont e strad ar vag […] ; c, zo ul linenner pe ur moruetaer dre linenn en e varil b, a zo al lisenn ma harp e linenn warni […] » ;Tres niverenn 3 « A Ur saller o lakaat e voruennoù er c'hentañ salladurezh. B – Ar voused o kemer holen diwar paletennoù evit e zegas d’ar saller. » Dastumad prevez

Kenwerzh an holen en deus degaset, evit ul lodenn vras, pinvidigezh da Vreizh. Hollbouezus eo an holen evit mirout ar c’hig hag ar pesked abalamour d’e berzhioù enepbakteri ha hygroskopek (desunañ ar glebor).

A-hed ar Grennamzer hag ar mare Modern eo kresket an ezhommoù, abalamour da lañs pesketa an harinked en Europa ar gwalarn, hag adalek ar XVIvet kantved gant pesketa ar moru, hag ivez gant ar salañ kig a oa ezhomm evit ar beajoù hir war vor.

Dasparzh an holen zo bet graet dre an hentoù boutin : hentoù, stêrioù ha mor.

Gouzout a reer e veze treuzdouget an holen dre ar stêrioù abaoe ar Grennamzer abalamour d'an distelloù tonlieux, a reseve an ilizoù hag an abatioù war al lestradoù o tont eus silinoù ar Bae hag a verdee war al Liger hag an adstêrioù. An tremeniri-se dre ar stêrioù etrezek Naoned, dor rouantelezh Frañs, o tont eus silinoù Norzh ha Kreisteiz al Liger, a chomo a-bouez betek ar XVIvet kantved.

Abred eo bet anavezet an tachennoù produiñ

Etrebroadel e teu kenwerzh an holen breizhek da vezañ adalek an XIIIvet kantved, da gentañ gant Breizh-Veur, hag adalek dibenn an XIVvet kantved, gant Alamagn, Flandrez, Brabant ha Zeeland. Savet oa bet ar c’henwerzh-se diwar intrudu kêrioù-kenwerzh mor an Hanternoz hag ar mor Baltek, liammet kenetrezo e Kevre an Hansa. Dont a ra al lestrazoù da gargañ ar Baiesalz e porzh ar c’hCollet e bae Bourc’hnevez.

Paludoù-holen Norzh al Liger a zo chomet e diavaez kenwerzh al lestrazoù estren. Daoust da-se e veze kaset holen da Vreizh-Veur. Treuzkaset ’veze an holen asambles gant gwin Bourdel gant martoloded eus ar vro da porzhioù Kernev-Veur ha Devon, ha, gwech-ha-gwech-all, da Flandrez ha d’an Izel-Vroioù. Brudet oa holen Breizh e Breizh-Veur : er gronikenn dizanv Le vroy Gargantua, skrivet e 1482, e lenner en deus Arzhur ha Marzhin, c’hoant gante salañ kirvi, goulennet digant Gargantua mont da gerc’hat holen « jusques en Guerrande ».

Porzhioù arbennik hag hentoù dibabet

Abred a-walc'h eo bet rannet an treizhid etre porzhioù ar Groazig hag hini ar Poulgwenn, int-i a ren war mont e-barzh ar paludoù-holen :

etrezek Norzh Europa evit ar Groazig hag etrezek al Liger ha Norzh ledenez Spagn evit ar Poulgwenn.

Penc’herieg ha Mesker a gemer ivez perzh e dasparzh an holen war aodoù Breizh hag e diabarzh ar vro dre ar Gwilen, ha salorjoù meur vez kavet e rakporzhioù pourveziñ Roazhon, ar Roc’h-Bernez ha Redon (e abati Ar Salver da skouer).

Porzh ar Groazig, gwelet eus plasenn an Armoù war-du ar Reter, engravadur gant Y.-M. Le Gouaz hervez N. Ozanne, «ouzhpennet da dastumadeg porzhioù Bro-C’hall treset evit ar Roue e 1776 gant an aotrou Ozanne, ijinour morlu he Meurdez ». Dastumad Mirdi ar paludoù-holen, n° inventaire 99.24.4

Tachennoù kenwerzh holen Gwenrann

Ar treizhid gant Norzh ledenez Spagn zo bet kreñvaet gant an emglev kenwerzhel etre Spagn ha Naoned. Betek dibenn an XVIIIvet kantved e chom kreñv an eskemmoù gant porzhioù Breizh-Veur evit gwerzh an holen, betek m'eo kroget eno ar gounid holen er mengleuzioù en un doare industriel.

E gwirionez e fin ar XVIvet kantved emañ treizhid an holen, evit al lodenn vrasañ,  e dalc'h bigi porzhioù Devon ha Kernev-Veur, Kembre, Skos, ha re aodoù Iwerzhon. Bep a vare e teu Flandreziz, Hollandiz ha dileuridi broioù an Norzh, Spagnoliz, Portugaliz hag Euskariz, int a vez gwelet kalz ingaloc'h. Tamm-ha-tamm ez eo aloubet ar marc’had gant an Hollandiz abalamour d’ar blegenn bolitikel. E kreiz an XVIIIvet  kantved e teu ar Groazig da vezañ eil porzh-kenwerzh Atlantel ar rouantelezh gant broioù ar mor Baltek. Diwezhatoc'h e kemero ar Skandinaviz plas an Hollandiz.

Digresk an treuzdougen dre vor en XIXvet kantved

Goude an disparc’h e chom bras treizhid holen Gwenrann e porzhioù-mor an Hanternoz. Goude bezañ  puraet e Belgia ha Zeeland e vez adkaset an holen da varc’hadoù norzh Europa. War ar memes tro e vez ezporzhet betek broioù Skandinavia. Klask a zo ivez war an holen gant porzhioù-mor Breizh, Bro-C'hall hag aodoù Mor Breizh arbennikaet war salladurezh ar besketaerezh keinvor.

Aoz ar pesked sallet. Tennet eus L’histoire du sel, ur plankenn warni c’hwezek vignetenn, skeudennaoueg Épinal, niv. 3827, heuliad hollek Glucq skeudennaouet evit ar skolioù, 1905.  Dastumad Mirdi ar paludoù-holen, n° inventaire 2001.55.1

Met digreskiñ a ra kalz ar marc’hadoù hengounel hag obererezhioù porzhioù-mor Bro-Wenrann, gant kevezerezh an holenoù industriel dasparzhet gant Naoned ha Sant-Nazer, aesaet gant Blokus ar c’hevandir.

Treuzdougen an holen a zo neuze addasparzhet war hentoù-departamant ar c’hornôg ha gant an hent-houarn. Adalek 1880 e kresk muioc'h-mui ; dre-se e chom kreñv plas holen Breizh er marc’hadoù lec’hel, ar pezh a gompez koll ar marc’hadoù etrebroadel.

Trokerezh ha treuzdougen dre girri

Paluderien Bourc’h-Baz o veajiñ, Taolennaoueg an Arvorig. Gwiskamantoù ha taolennoù heverk eus Breizh, [1845], plankenn 5, François-H. Lalaisse. Dastumad Mirdi ar paludoù-holen, n° inventaire 91.7.3

Keñveriet gant an treizhid dre vor ha dre ar stêrioù eo chomet diaes ha dister treizhid an holen dre girri. Treuzdougen holen gant kirri zo bet graet er Grennamzer ha testenniekaet eo. Gouzout a reer kalz muioc'h diwar-benn kenwerzh an holen e-pad ar mare Modern, dreist-holl e-keñver an aozañ eget ar c’hementadoù. Ar c’henwerzh dre girri a zo afer tud ar paludoù-holen, ar baluderien, hag an holenerien, arbennik war an treuzdougen, ar pezh a zo disheñvel evit ar c’henwerzh dre vor, a zo e dalc'h   braswerzherien.

Paluderein hag holenerien a werzhe dre drok, un doare eus ar c’henwerzh rannvro distag diouzh ar moneiz lakaet da dalvezout gant frankizioù an dug Yann V. Kaset e veze gant tud ar paludoù, eus ar Groazig, ar Poulgwenn ha Mesker, barkoù karget a holen etrezek porzhioù-stêr aberioù Kernev ha Bro-Wened. Mont a rae ar fredadourien d'al lec'hioù mirout an holen gant karaouanoù loened-samm a-raok mont eus un atant d'egile, dre hentoù mul hag holen war ar maez e diabarzh ar vro evit eskemm o marc'hadourezh ouzh ed, heiz ha segal. Degaset veze an edaj-se da vro Wenrann dre vor pe gant mirc’hi-mul ha muled.

E 1790 eo difennet an trokerezh gant ar vodadenn vonreizhañ. Aotreet e vo en-dro e 1816 gant Loeiz XVII evit hanter-kant vloaz gant divizoù na zeree ket d'an drokerien. Diaesoc’h e teuas an traoù  da vezañ e 1806, pa voe lakaet un dell war dremeniri an holen betek 1945. E-pad ar prantad hir-se n’heller ket, er paludoù-holen, tremen hep ar valtouterien, lesanvet « gabelourien » e koun tell ar Renad kozh, degemeret fall-tre gant ar boblañs, rak betek neuze ne oa diouti e Breizh.

Ur maltouter gant e gi dirak ur gabanenn savet gant pri war ur framm plenk koad. Kartenn-bost niv. 39, Ar Groazig – Paludoù-holen, a-raok 1914, Lassalle embanner. Crédit : Dastumad G. Buron

Illustrations

 

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Kuzul ar Brezhoneg (KAV)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gildas Buron, « Kenwerzh an holen », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kenwerzh-an-holen

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité