Kerse Karaez

Aozer : / Du 2016

E-kerzh dilennadegoù ar stadoù meur e voe strollet Karaez gant peder senesaliezh all ha dilennet daou gannad, unan eus Kemperle hag egile eus Kastellin. Dre ma ne oa den en anv Karaez e Pariz n’hellas ket mirout ouzh bevenn an departamant, tost-tre ouzh fabourzhioù kêr, da zisrannañ anezhi diouzh ar c’heinvro (senesaliezh). Re ziwezhat ec’h erruas an arguzennoù war ment Rostrenenn “ re vihan evit ober un distrig ” pe war an disheñvelded yezh gant Sant-Brieg. Touelletoc’h c’hoazh en em sante Karaez abalamour d’ur fazi war ar gartenn a zistage trev Trefrin (170 ha) eus he farrez pennañ, chomet e Penn-ar-Bed. E-keit ma oa an afer o straniñ hag o vont betek Pariz, e c’hounezas Karaez ur gwir brezel melestradurel a roas dezhi an tu da dapout kêriadenn gKerwazou, war an harzoù.

Dre ma oa gwanaet gant an departamanteladur e talc’has Karaez da c’houlenn Kallag ha Mêl-Karaez, a oa a-du. Da vare ar goñsuliezh hag an impalaeriezh ivez, e c’houlennas Karaez kaout an isprefeti, a oa e Kastellin. C’hoantaat a reas goude-se krouiñ ur bastell e raktres departamant ar Blavezh, troet war-zu Napoléonville (Pondi)... en aner. Etre 1817 ha 1818, pennek ma oa, e kinnigas maer Karaez, ur bastell nevez e Penn-ar-Bed enni Kastellin, Gourin ha Rostrenenn, a oa neuze a-du. Asantet e voe gant ar Mor-Bihan (a vire Langoned, sez ar greoù). Sant-Brieg ha ministr an Diabarzh a stourmas a-enep. Betek ar bloavezhioù 1840 avat, e kendalc’has Penn-ar-Bed da c’houlenn adstagidigezh Gourin hag Ar Faoued.

Abaoe ar bloavezhioù 1990 e kendalc’h Karaez da labourat evit kevreañ diazad bevañ Kornôg Kreiz Breizh war an tri departamant, er GALCOB hag er c’hCOB da c’houde, ha war ar memes tachenn astenn ar gumuniezh kumun war an departamant e-kichen.

Partage de la sénéchaussée de Carhaix entre départements de Saint-Brieuc et de basse-Bretagne 1790