Koadoù, metalouriezh ha lec’h a liderezh : chapel Santez Varc’harid e Ploueg-Grifed

Aozer : Victorien Leman / Du 2021
Chapel Santez Varc’harid a zo el lec’h anavezet en deiz hiziv dindan anv an hevelep santez, etre La Ville-Bressay ha La Vallée, e kumun Ploueg-Grifed, e departamant ar Mor-Bihan. En tu norzh emañ, war-dro 1,3 c’hilometr eus ar vourc’h. Emañ en ur c’hroashent etre daou hent a gas betek Ploueg-Grifed : an eil adalek Kerzhin er gwalarn, egile adalek Roc’han en norzh, a-hed traoñienn ar stêr-Oud hag ar ganol eus Naoned da Vrest. War-dro 4,5 c’hilometr er mervent d’ar c’hoad a reer hiziv koad Lannoez anezhañ emañ ar chapel, gant ar stêr-Oud o redek etre homañ hag ar c’hoad. Un hevelep lec’h zo stag outañ perzhioù ekonomikel ha sokial eus ar spisañ…

Ur chapel eus an XVIIIvet kantved adimplijet e-pad ar Grennamzer

Savet eo bet chapel Santez Varc’harid diwar ur plañ pevarc’hornek reteriet, dezhañ 11,2 metr a hed ha 17,8 metr a led. Implijet eo bet an hevelep plañ alies a-walc’h en trowardroioù en XVIIIvet kantved, da skouer e chapel Sant Maloù e Regini ha c’hoazh e chapel Sant Mark e Brec’han. Ar savadur zo div zor outañ, ar pezh zo ordinal a-walc’h : an eil en tu kornôg hag eben en tu kreisteiz. Honnezh zo a bep tu dezhi pep a zigor pevarc’hornek a ro e-giz-se simetriezh d’an tal su. A-us an nor en tu kornôg ez eus ur c’hloc’hdi mod impalaer, bihanik tra, ur ral a-walc’h dre ar vro.

Ar c’hloc’hdi bihan, mod impalaer, war chapel Santez Varc’harid. Foto : Victorien Leman, 2019.En tu reter, an digor er c’heur a zo ennañ ur pasturaj, flourdilizet al lodenn uhelañ anezhañ. En digor-se e weler a-hend-all un uhel-volz he gwareg torr hag he skizhadenn gleuziek, heñvel ouzh sternioù an div zor. An elfennoù arkitektouriezh-se, kenkoulz hag ar gargouilh e stumm ul loen a zo bet miret er c’horn biz eus ar savadur, a zo kontrol d’ar gizioù a oa en XVIIIvet kantved hag a c’heller gwelet e lec’h all er c’hontre. E Sant Mark e Brec’han eta, hag ivez e Sant Vodan e Kerzhin, ez eo war hantergelc’h e oa bet plijet d’an dud sevel o gwaregi er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. Neoazh e Sant Maloù e Regini, pa oa bet adsavet ar chapel e 1710, e oa bet adimplijet – marteze – ar wareg c’houzizek ha damblaen-begek a weler a-us an nor su. Iliz Sant Jelan a weler an holl gemmoù-se a-gevred en hec’h arkitektouriezh, rak brec’h su ar groazenn a chom c’hoazh enni un nor eus ar XVIvet kantved he gwareg torr, dezhi un uhel-volz gant skourrennoù kinklet gant delioù kaol. Padal en tal degemer, adsavet penn-da-benn en XVIIIvet kantved, ez eus ur porched war hantergelc’h. Evit a sell Santez Varc’harid e c’hellfed martezeañ ez eus bet adimplijet, evit sevel sternioù an dorioù ha hini an digor a zo er reter, elfennoù eus arkitektouriezh ar XVvet pe ar XVIvet kantved, bet en ur chapel a oa eno a-ziagent, hag adoberiet en XVIIIvet kantved er chapel a welomp hiziv. Diwar studi an dielloù n’eus ket da grediñ e vije bet labourioù all da-c’houde ar savidigezh-se. Peadra zo da grediñ eta emañ ar savadur, dre vras, er stad ma oa endeo en eil hanterenn eus an XVIIIvet kantved.

Ur savadur a liderezh bet dilec’hiet

Souezhus eo penaos, evit a sell chapel Santez Varc’harid, emañ ar savadur e-unan pell-mat eus ar feunteun a zo bet lakaet dezhi anv ar santez ivez. Emañ ar feunteun pevar c’hilometr en tu biz d’ar chapel, en ul lec’h anvet La Boulaie (ar Vezveg). Goude ma tegouezh a-wechoù gant feunteun pe feunteun bezañ pellik eus ar chapel ma ’z eo stag outi, ral a wech e vez muioc’h eget un dornad kantmetradoù douar etre an eil hag eben. Petra zo kaoz d’ar fed-mañ ’ta ? Feunteun Santez-Varc’harid, gwelet eus ar reter. Foto : Victorien Leman, 2019.Ul lodenn gentañ eus ar respont a vez kavet e-barzh skridoù Joseph-Marie Le Mené : hemañ en deus degaset soñj deomp e oa chapel Santez Varc’harid da zigentañ tout el lec’h anvet La Boulaie, evel ar feunteun. Kerkent hag er bloaz 1478 e kaver meneg eus ar chapel, hervez an den gouiziek-se. Menegiñ a ra ul lec’h anvet La Ville Jean, met n’eo moarvat an anv-se nemet un adstumm skrivet fall eus an anv-lec’h Lanvieuzan, nepell eus La Boulaie, al lec’h m’emañ c’hoazh en deiz hiziv ar feunteun gouestlet da Santez Varc’harid. A-hend-all e c’hellfe klotañ an elfennoù arkitektouriezh bet adimplijet er chapel a-vremañ gant re ur savadur eus fin ar XVvet kantved. Bez’ ez eus eta da grediñ e oa bet savet ur chapel gentañ gouestlet da Santez Varc’harid e-kerzh ar XVvet kantved…

Ar feunteun a zo c’hoazh e La Boulaie zo dezhi ul lenn garrezek hag un talbenn tric’hornek, warnañ ur groaz. Ul logennig zo toullet er voger-dal en diabarzh, enni un delwennig : ur skeudenn eus Santez Varc’harid o taoler an aerouant d’an douar. N’eo ket diboell eta soñjal e oa ar chapel e laez an duchenn a zo a-us ar feunteun, war-zu ar c’hreisteiz. O sellet a-dost ouzh kadastr napoleon e weler e oa eno da neuze hentoù ha gwenodennoù kozh, bet dilezet e-kerzh an XIXvet kantved. Ha titouroù a-bouez a gaver c’hoazh o lenn an dielloù diwar-benn ar parselloù bet meneget kentoc’h, ar re a oa e laez an duchenn a zo da grediñ e oa chapel gozh Santez Varc’harid warni gwechall. Endra ma ne gaver ket anv eus lec’hiadur kozh ur chapel e lec’hanvadurezh ar c’hornig-bro (parselladenn 65 : « la Noé Gicquel » ; parselladenn 65 bis : « la butte de la Noé Gicquel »), statud an douaroù-se eo a zo kentelius : skrivet zo ez eo an div, koulz 65 ha 65 bis, e boutin d’an holl dud a zo o chom er Vieille Ville, La Boulaie, Lanvieuzan, Langonan, Klefroc’han ha Kerburel.

Diwar se e c’heller sevel ur vartezeadenn all : e vije chomet heñvel statud an douaroù boutin-se, goude ma voe distrujet chapel Santez Varc’harid en XVIIIvet kantved zoken. An tiegezhioù ez eo aotreet o zud da vont war an douaroù-se a c’hellfe bezañ, neuze, ar re ma veze savet deog diwarno evit ar chapel gwechall. Bez’ e weler c’hoazh, zo kaeroc’h, evel ma soñjed, penaos emañ ar c’hwec’h kêr gwitibunan war douaroù koad Lannoez, evel ma oa ar c’hoad-se d’ar c’houlz ma oa bet treset kartenn Cassini (XVIIIvet kantved). Kement-mañ holl a ya a-du gant martezeadenn al liamm etre ar chapel dilec’hiet hag an dug Roc’han o tapout krog er c’hoadeier a-benn pourveziñ e c’hovelioù nevez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Victorien Leman, « Koadoù, metalouriezh ha lec’h a liderezh : chapel Santez Varc’harid e Ploueg-Grifed », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/11/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/koadou-metalouriezh-ha-lec-h-a-liderezh-chapel-santez-varc-harid-e-ploueg-grifed

BIBLIOGRAPHIE:

 

  • Le Mené Joseph-Marie, Histoire archéologique, féodale et religieuse des paroisses du diocèse de Vannes, 2 vol., Vannes, Galles, 1891-1894.
  • Leman Victorien, Commune de Pleugriffet (Morbihan). La chapelle Sainte-Marguerite : évolutions d’un complexe cultuel (XVe-XXe siècles), rapport tapuscrit, 2016.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité