M’eo bet merket memor Talbenn ar Reter gant ar jeneraled Sarrail ha Franchet d’Esperey, n’heller ket lavaret an hevelep tra evit pezh a sell ouzh Adolphe Guillaumat, daoust m’eo bet a‑bouez-bras e brantad tremenet e penn Armeoù Kevredidi ar Reter. Goude ma vefe bet diskouezet e dalvoudegezh e penn meur a arme, en o zouez hini an 2vet arme e Verdun, e oa bet kaset Guillaumat da Salonika evit tapout plas ar jeneral Sarrail, pa oa bet arvarus doare hennezh da verañ emgannoù Makedonia, ha pa veze klasket abeg outañ muioc’h-mui, koulz e Pariz hag e-touez ar Gevredidi.
Ur wech erru war al lec’h e miz Kerzu 1917, e kemer warnañ e-unan da adaozañ arme ar Reter. Evit-se e rank reneveziñ ar sternerien renerien, plediñ a ra gant kudenn ar pourveziñ, hollekaat a ra stummadurioù evit holl ofiserien an armeoù kevredidi ha lakaat a ra da vale moan ar re a laka reuz, evel ar soudarded rusian bet ebarzhet en arme ar Reter.
Met daoust m’eo bet bras strivoù ar Frañsizien e veze kavet estregeto war dalbenn ar Reter. E‑tal arme ar Reter e oa al lu serb renevezet, un nebeud mad a soudarded eus Breizh-veur, met ivez eus Italia ha Gresia. Klasket en doa neuze Guillaumat adkavout fiziañs digant e geneil eus Breizh-veur, ar jeneral Milne, ur fiziañs bet distrujet a‑galz gant Sarrail.
Dre ma oa aet war-wellaat an darempredoù etre ar gevredidi gant an adreizhañ arme ar Reter e voe trec’h an dagadenn kaset gant soudarded Frañs ha Gresia e Skra di Legen, etre ar 27 hag an 31 a viz Mae 1918. Ha moarvat ez eo ar fiziañs bet lakaet ennañ gant Clemenceau en deus talvezet dezhañ koll lore an trec’h, rak galvet eo bet da vont da Bariz d’ar 6 a viz Even 1918, pa felle d’an «Tigr» kaout anezhañ en e gichen d’ar mare ken dañjerus-se ma oa an Alamaned o tostaat. Rak e soñj Clemenceau e oa lakaat Guillaumat e plas Pétain… Guillaumat a laoskas neuze ur benveg brezel adsavet, renevezet ha sur etre daouarn e heulier, ar jeneral Franchet d’Esperey. Ha diskouezet eo bet talvoudegezh ar benveg-se pa voe toullet an talbenn bulgarek e miz Gwengolo 1918, un dagadenn a voe breutaet gant kalon gant Guillaumat e‑doug an hañv 1918.