Joseph Pleyber, ur Breizhad e servij adsavidigezh Salonika

Aozer : Gwendal Piégais / Mae 2022
Etre an 18 hag an 19 a viz Eost 1917, e-kreiz ar Brezel Bras, e voe drastet gant an tan kêr Salonika, e Gresia (a reer outi Tesalonika hiriv an deiz), d’ar mare ma oa dalc’het ar gêr gant soudarded Frañs ha Bro-Saoz. Goude ma oa bet distrujet un drederenn eus pezh a raed «Jeruzalem ar Balkanioù» outi, e oa bet ur gomision etre-kevredidi o kenurzhiañ adsavidigezh ar gêr. Ar Breizhad Joseph Pleyber a gemeras perzh er gomision-se evit brasañ chanter an adsevel kêr e-doug ar Brezel Bras.

Un ijinour e servij strivoù brezel ar Frañs

E Montroulez a oa bet ganet an ti-savour hag ijinour Breizhad Joseph Pleiber er bloaz 1866. Er morlu en doa labouret da gentañ e-pad 22 vloaz, ha tro en doa bet d’ober meur a vrezeliadenn en Ijinerezh ar Verdeadurezh Vroadel, en o zouez en trevadennoù ar Frañs, en Tonkin hag er Senegal. E labour eo en doa talvezet dezhañ bezañ anvet marc’heg al lejion a enor e 1910, ha goude-se en doa kroget er vicher a ijinour e meur a chanter en Amerika ar Su lec’h ma reas berzh.

En 1914 e tarzhas ar brezel, ha Joseph Pleyber da guitaat Arc’hantina evit distreiñ d’ar Frañs gant e vab, a oa bet mobilizet ivez. Ur wech distroet d’an Europa ez eo bet galvet da zont e kamp kaeet Pariz, lech m’eo bet anvet kabiten en Ijinerezh, ha lakaet en doa e varregezhioù e servij difenn ar gêrbenn. Aon bras a oa da neuze e vefe bet lakaet seziz war ar gêr, evel ma oa c’hoarvezet er bloaz 1870.

Gweled kêr Salonika, miz Du 1915. La Contemporaine: VAL 514/002.Adalek 1916 koulskoude eo bet anvet en Arme ar Reter, e kêr Salonika lec’h ma oa soudarded Frañs ha Breizh-Veur o kenlabourat abaoe 1915 evit reiñ skoazell d’o c’hevredidi Serb, pa oa bet freuzet talbenn ar re-mañ gant soudarded Bulgaria. Ne zeuas ket a-benn ar gevredidi da dalañ ouzh o enebourien a oa o tont war-raok, hag evel ma oa bet e Pariz e penn-kentañ ar brezel, e oa ar gêr o prientiñ bezañ dindan seziz.

Eus arme an Oriant da adsavidigezh Salonika

Tremen a reas porzh Salonika e-biou d’un darvoud-fall a seurt-se, evel pezh a oa c’hoarvezet e kêrioù all evel Przemyśl war dalbenn ar Reter, pe lec’hioù-kreñv evel Kut-al-Amara er Reter Nesañ. Ha n’eo ket bet dister al labourioù kreñvaat ar gêr evit kement-se, gwelet a reer roudoù anezho war ar maez e Tesalonika hiriv an deiz c’hoazh. Pell e oa Joseph Pleyber eus an talbenn, met daoust da-se e chome war e garg e lu ar Reter, betek ma erruas tangwall ar gêr en hañv 1917. Ha da heul ar gwallzarvoud-se e oa aet da gemer perzh er gomision etre-kevredidi e‑karg eus reneveziñ ar gêr, koulz lavaret evit he sevel en-dro a‑nevez. Er skipailh-se e veze kavet ti-savourien hag ijinourien eus Breizh-Veur, eus ar Frañs hag eus Gresia, ha gant ar Gall Ernest Hébrad e oa renet. Gantañ eo bet gour-sellet ouzh tres adsevel ar gêr makedonek evit ma teufe da vezañ an hini a anavezer hiriv an deiz.

Ar gomision e-karg eus an adsevel Salonika, miz Meurzh 1918. Joseph Pleyber a weler en tu dehou war ar skeudenn. Thessmemory.Evel-se en deus kenlabouret Joseph Pleyber gant Konstantinos Kitsikis hag Aristotelis Zachos eus Gresia, met ivez gant an ti-savour ha kêraozer Saoz Thomas Mawson. Karget eo Pleyber da renabliñ tresoù an hentoù hag ar rouedadoù yac’haat an dourioù en holl garterioù Salonika. E‑keit ma oa tapet gant al labourioù-se e oa deuet e vab a‑benn da vezañ anvet en arme ar Reter, e miz Kerzu 1917. En artilherezh e servije Jean-Baptiste Pleyber, hag evel‑se en doe bet tro da welet e dad e‑pad e brantadoù koñje. Da drugarez evit e berzhiadur e‑doug ar chanter divent-se ez eo bet lakaet Joseph Pleyber e renk ofiser al Lejion a enor er bloaz 1918, un arouezenn bet roet dezhañ gant ar jeneral Guillaumat.

Goude-se c’hoazh e voe bet roet dezhañ arouezenn Urzh ar Salver gant ar C’hresianed. Gant an arouezenn‑mañ ez eo lakaet sklaer pegen politikel e oa bet an adsevel Salonika : ur porzh savet a-nevez a oa bet adtapet nevez a-walc’h e oa gant Gresia diwar daouarn an Impalaeriezh Otoman er bloaz 1912, hag ur maen‑bonn e oa en adstagañ Makedonia d’ar stad Gresian yaouank, hag e diazez Bro-Hellaz a-vremañ. Abaoe 1430 e oa ar ger‑mañ dindan dalc’h an Otomaned, da lâret eo 23 bloaz a‑raok Konstantinopolis, a veze gwisket gant minaredoù dreist an toennoù c’hoazh pa zilestras arme ar Frañsizien. Gant chanter an adsevel goude an tan‑gwall e voe peurechu helennegerezh ar gêr, gant skoazell pep hini eus izili ar gomision. Ha dre ma oant tud bet kelennet dezho sevenadur Gresia ha Roma e oa bet digoret hentoù ledan war‑zu ur blasenn Aristoteles e‑tal ar mor, e traoñ ur forom roman bet lakaet er gouloù ha lakaet da hêrezh ar ger, en ur reiñ ur gweled eeun war‑zu menez Olympus, war ar ribl e‑tal pleg‑mor Salonika.

Mont war-raok gant e vicher ha dibenn e vuhez e Gresia

Pa voe echu ar brezel e kinnigas Joseph Pleyber ma vefe graet labourioù bras evit diorren ar gêr, hag evit-se e embannas ur studi anvet «Kudenn an anneziñ e kêr Salonika ha war ar maez». Divizet en doa an ijinour Montroulezad en em staliañ da vat e Bro-C’hres, goude ma vefe bet o labourat eus trevadennoù ar Frañs da dalbenn ar Reter en ur dremen dre Amerika ar Su. Gant ti‑savourien all eus Bro‑C’hres pe eus broioù all e kavas digarez a‑walc’h da leuskel e roud en adsevel tamm-ha-tamm kêr Salonika en ur gemer perzh er chanterioù evel hini al leti Ekselsior pe savadurioù Mallah ha Nahmia.

Savadur Karadimos-Statmoulis & Mallah, gant an ijinour Joseph Pleyber, 1925, Dielloù kêr Tesalonika, Renerezh kêraozañ ha studi an tisavouriezh, Departamant ar steuñviñ kêr.Pa weladenner Tesalonika hiriv an deiz e c’heller gwelet c’hoazh an talbennoù uhel bet savet e doare eklektek ar bloavezhioù 1920. Mont a ra Pleyber betek kinnig ur raktres evit sevel ur greizenn touristelezh etrevroadel e Chortiatis, pezh ne voe savet gwech ebet. An tisavour hag ijinour Breizhat a echuas e vuhez e Bro-C’hres e 1947.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gwendal Piégais, « Joseph Pleyber, ur Breizhad e servij adsavidigezh Salonika », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/05/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/joseph-pleyber-ur-breizhad-e-servij-adsavidigezh-salonika

LEVRLENNADUR :

Kalogirou Nikos, « La contribution française au réaménagement de Thessalonique », in Souvenirs de Salonique – Histoires françaises d’hier à aujourd’hui, catalogue de l’exposition du même nom organisée à l’Institut français de Thessalonique du 15 mars au 25 avril 2019, Thessalonique, Institut français de Thessalonique, 2019, p. 99-109.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité