Gwerzioù da gentañ
Priziet evel ma veze ar gwerzioù dreist pep tra, sed aze-e-touez abegoù all-perak ne voe ket e Breizh a zastumad marvailhoù heñvel ouzh Kontadennoù ar bugaleaj hag an oaled gant ar baotred Grimm, kerkent ha deroù an XIXvet kantved. Diembann e oa chomet an dornad kontadennoù bet teskaouet gant Aymar de Blois (1760-1852) hag an Itron de Saint-Prix (1789-1869) war-dro 1820-1830, koulz hag ar re bet kouchet dre skrid gant Kervarker (1815-1895) e-tro 1840, daoust ma oa anezho ar c’hentañ re bet dastumet.
O klask war-lerc’h traoù kaer ha kurius
Hervez tud evel Corentin Tranois (1799-1873), Émile Souvestre (1806-1854), embannet gantañ e Foyer breton e 1844, Alfred Fouquet (1807-1875), Ernest du Laurens de la Barre (1819-1881), Amable Troude (1803-1885), Gabriel Milin (1822-1895), ha reoù all c’hoazh, e ranked « kempenn » ar c’hontadennoù just evel ma voe graet d’ar gwerzioù ha d’ar sonioù bet embannet gant Kervarker en e v/Barzaz-Breiz, a-raok o reiñ d’an dud da lenn, ha tud desket anezho evel just. Diouzh ur pleg implijet stank dre al lennegezh dre vras, e veze leurennet an istorioù a seurt ma ’n em gavjent en ur Vreizh livus ha kurius. Un nemedenn a voe koulskoude : Elvire de Preissac, an itron gontez a Cerny (1818-1899), daoust dezhi bezañ adveret hag adaozet he zestennoù ivez.
Oadvezh aour an dastumerien
N’eo ken met e diwezh ar bloazioù 1860 ma voe degaset gant Fañch-Mari an Uhel (1821-1895) ur mod strishoc’h ha spisoc’h da zaspugn ha da embann : gant e levr Contes bretons (1870) e voe boulc’het, evit ar Frañs, an hent d’an doareoù « skiantel » da labourat, ha digoret un oadvezh aour evit an dastum hag an embann. Paul Sébillot (1843-1918) an hini e voe den meur an oadvezh-se, kelennet ma oa bet gant an Uhel. Ouzhpenn kas da bennvat e Breizh-Uhel un dastumadeg diouzh an druilh ha diouzh an dibab war un dro, hennezh zo bet bras-kenañ e berzh, e diabarzh Frañs koulz hag en diavaez, evit a sell anavezout ha skignañ al lennegezh dre gomz. A-drugarez dezhañ dreist-holl emañ Breizh-Uhel e-touez ar rannvroioù pourvezet ar gwellañ war an dachenn-se : klokaet e voe e zastumadeg pelloc’h gant tud evel Adolphe Orain (1834-1918), Oscar Havard (1845-1922), François Duine (1870-1924), ha reoù all c’hoazh.
Luzel, Sébillot et Renan
E 1884, Sébillot, a-gleiz, poltredet gant an Uhel, a-zehoù, hag ar skrivagner Ernest Renan : tri den ez eo bet savet ganto studi al lennegezh dre gomz da renk ar skiant. Ouzhpenn bezañ bet oberour ur mell dastumadeg vras, Sébillot an hini eo ivez en deus danzeet ar c’hentañ binvioù klaskerezh (goulennaoueg, levrlennadur...), embannet oberennoù sintezenn, roet lañs e 1881 d’an dastumad « Lennegezhioù pobl eus an holl vroioù », unan eus dastumadoù meur al lennegezh pobl, krouet ar Société des Traditions Populaires hag, e 1886, ur gelaouenn dezhi ar memes anv. Lavaret a c’heller ez eo bet Sébillot un tad evit studi ar c’henelioù er Frañs, ma ’z eo perzh Breizh unan pennañ enni. Dastumadeg prevez.
Folklor hag Emsav
E Bro-Gwened, bet laosket a-gostez un disterañ gant an dastumerien veur, e savas dudi gant dale : dastumadegoù brav a voe graet avat gant Pierre-Marie Lavenot (1836-1895), Jérôme Buléon (1854-1934), Frañsez-Mari Kadig (1864-1929), Zacharie Le Rouzic (1864-1939), Joseph Frison (1887-1968), hag Iwan an Diberder (1887-1959). Lod, « emsaverien » anezho kentoc’h, a embanne o youl da zerc’hel bev ur sevenadur dre gomz en arvar evel ar yezh.
Chomet an dastum a sav etre an daou vrezel : Kristof Jezegoù (1864-1953), Ivon Krog (1885-1931), Yann ar Floc’h (1881-1936), Erwan ar Moal (1874-1957, Dirnador), Klaoda ar Prat (1875-1926), etc., a ya a-wechoù da glask o awen e-barzh hengoun ar bobl evit krouiñ oberennoù brezhonek. E-giz-se ne gav ket abeg enno tud an eil Emsav, na welont er « c’hontadennoù bugale » (Manifeste de Gwalarn, 1925) nemet ul lennegezh eus an amzer dremenet ez eo dav en em zieubiñ diouti.
Adkrog an teskata er bloazioù 1950, e-barzh ur framm spis a-fet skiant : pep a eostad kaer a zeu gant Ariane de Félice (1921- ?) er Briver, ha Geneviève Massignon (1921-1966) koulz er Briver hag e Bro-Dreger. Marcel Divanac’h (1908-1978), diouzh e du, zo bet o tastum er Vro Vigoudenn.
« Hep konter n’eus ket a gontadenn » (Per-Jakez Helias, Le Quêteur de mémoire)
Un arz dre gomz
Tre betek eil hanterenn ar bloazioù 1970 avat, emañ c’hoazh an testennoù e-kreizig kreiz ar jeu evit an darn vrasañ eus an dastumerien hag ar glaskerien : « lennegezh dre gomz » ya laouen, met « lennegezh da gentañ ». Padal deskiñ, eñvoriñ, kelenn ar c’hontadennoù, kement-se holl a vez graet diouzh ur mod dre gomz, diazezet war troioù-micher resis da geñver un drovezh ispisial (beilhadegoù ha kement zo). Reiñ fed d’ar c’henarroud, evel lodenn eus ar gontadenn da vat, sed unan eus ar perzhioù pennañ a vo degaset da studi al lennegezh dre gomz e-doug ar bloazioù 1970. Jean-Louis Rolland (1904-1985), bet goulennataet gant Donatien Laurent - a-douez tud all – ez eo prizius an titour en doa roet diwar-benn ar mod m’en doa desket kontañ, ha penaos e veze eñvoret, merzhet ha klevet ar c’hontadennoù gantañ. Betek ober e soñj e-unan war orin ar re-se zoken. Diwar ar blazig-se e c’heller faltaziañ hepken pegen pinvidik ha soutil e tlee bezañ arz ar gonterien.
Dastum
Dre hentoù ar muzik e oa deuet da gentañ an emsav sevenadurel er bloazioù 1970, ha diwezhatoc’h hepken dre re ar marvailhoù. Mont a ra ar Yann gonter da zastumer p’en devez tro d’en ober, evel Jude Le Paboul (1920-2001) pe Albert Poulain (1932-2015). Diwar an dudi nevez savet e-mesk an dud abaoe ar bloazioù 1980, ez eus bet embannet meur ha meur a deskad kontadennoù, pe e vijent bet diembann betek henn pe diaes da gavout. Da geñver festoù, beilhadegoù, eur ar marvailh, ha kement zo, e vez galvet konterien eus ar rummad nevez, lod a vicher, lod all a youl vat, mennet holl da genderc’hel gant arz dre gomz ar marvailhat ha d’ober ton dezhañ. Bez’ e ranker lavaret evelkent n’eo ket stank ar re a vez o varvailhat e brezhoneg pe e gallaoueg evit c’hoazh, nag ar re a gustum kontañ marvailhoù meur an hengoun dre gomz.
Troet gant Stefan Moal