Tost d’ar gerioù coin (korn) ha quignon eo ar ger brezhonek kouign, a dalvez kement ha gwastell, kachenn, katevenn pe bleutenn. Tammoù bouloù toaz a oa dioute er penn-kentañ, a veze lakaet da boazhañ er c’hornioù, da lâret o etre an torzhioù bara. Kouignoù, hañval awalc’h ouzh baraennoù gwellaet o zoaz gant sukr pe uioù, a veze poazhet d’an deizioù gouel pe evit an eureudoù.
Da bep korn-bro ha da bep parroz e oa – hag emañ c’hoazh – he seurt briochenn pe fouasenn. E ledenez Ruiz, da skouer, e vez treuzkaset a rumm da rumm sekred ar gochtial, un dorzh amannennet a vez aozet da deizioù gouel sent ar barroz, gouel Sant-Visant dreist-holl. Da ouel Pask e vez kaset bara dous, poazhet e forn ar baraer, gant tud ar Vro Vigoudenn d’o c’herent divroet da bell vro.
En XIXvet kantved e voe roet lañs da c’hreanterezh ar gwestell. E 1886 e teuas gant Louis Lefèvre-Utile ar soñj ober diouzh ar gwispid-mor, al lod-sec’h a veze poazhet evit ar vartoloded, traoù lipous, sukr hag amann enne. Chomet eo ront gwispid mod Breizh evel ar re gentañ bet fardet e Brest neuze, toulloù bihan enne ivez, graet gant ur fourchetezenn evit aezetaat o disec’hañ.
Kouignoù-amann a veze graet gwechall eus an holl gechenn, amann sof-kont enne, a vez graet gwestell breizhat anezho. Hiviziken n’eus nemet al lipouserezh bet ijinet war-dro 1860 gant Yves-René Scordia, pastezour e Douarnenez, a vez anvet er mod-se. Bezañ zo diouti ur meskaj amann sal ha sukr a vez soubet he zoaz feuilhennek gante pa deuzont. Brudet eo ar c’houign-amann er bed-holl bremañ.
Kouignoù all zo eus an eil kêr d’eben. Gwastell mod Naoned, rom enni hag ur glerenn sukr teuz warni a zegas soñj eus an darempredoù stank a zo bet etre kêr Naoned hag an Inizi. E Roazhon e tegas stumm le Parlementin, ur gatevenn bet krouet e 1999, soñj eus Breujoù Breizh.