Ar c’hustum a zo ur gwir ha n’eo ket skrivet, ur gwir diazezet war an implij a vez graet anezhañ a-gozh – « kiz ha kustum » – hag a zo anavezet gant izili ur gumuniezh. Evit ma vefe lakaet ar c’hustum da dalvezout e ranker kaout un anaoudegezh anezhañ e-touez izili ar gumuniezh-se.
Un adlañs a voe roet gant Charlez VII, roue Bro-C’hall, da lakaat ar c’hustumoù dre skrid e fin ar Brezel Kant Vloaz. Pal un hevelep politikerezh a oa degas da soñj e oa roll ar roue e-unan bezañ gward ar c’hustumoù. An dud a laboure dindan ar roue eo a voe fiziet enno ar braz eus ar skrivadur-se e deroù ar XVIvet kantved. E 1539 eta, lakaat dre skrid kustum Breizh a voe perzh eus al lusk-se.
Daou bal diazez a oa a-benn neuze. Kentañ tra, kreñvaat beli ar roue war ur vammenn a wir a oa bet chomet er-maez eus e grog betek-henn. Eil tra, dav e oa lakaat gwir ar c’hustum da vezañ sklaeroc’h.
E-kreiz ar XVIvet kantved e voe roet lañs d’un adreizhadur war-dro kement kustum a oa, lusket dreist-holl gant ar Stadoù Meur e Blois e 1576, a c’houlenne ma vije adkempennet ar c’hustumoù kozh. Anv zo neuze eus adreizhadur ar c’hustumoù, a vez graet anezho "kustumoù nevez" hiviziken, evit lakaat kemm etre ar re-mañ hag "ar c’hustumoù kozh". Alese ur c’hustum nevez evit Breizh e 1580, ul labour aozet ar peb brasañ anezhañ, ur wezh c’hoazh, gant komiserien ar roue.