« Brasañ gwiraour breizhat an oadvezh modern a-bezh » (A. Croix)
Ganet e oa Bertrand d’Argentré e Gwitreg d’an 19 a viz Mae 1519 en ur familh tudjentil. E dad, Pierre d’Argentré, a oa senesal e Roazhon, da lavaret eo ofisour e karg eus ar justis er gêr-se ha war-dro. Ganet ma oa bet en ur familh ofisourien, n’eo ket souezh ma voe roet da vBertrand un deskadurezh en sell da vont war micher ar gwir.
Senesal Gwitreg e voe da gentañ, ha senesal Roazhon da c’houde pa voe dilezet e bost gant e dad e 1547 pe e 1548, da lavaret eo pa voe divizet gant hennezh reiñ ar garg d’e vab war e lerc’h. Neuze, pa voe savet ar prezidialoù gant Henri II, en em gavas etre 1552 ha 1589 e penn ur prezidial, sed ul live etre ar senesaliezh hag ar Breujoù, war skeul al lezioù-barn. Gant ar garg-se eo e kemeras perzh e 1580 e adreizhadur kustum Breizh. Bras-tre e voe e levezon e stadoù Ploermael pa skrivas Kustum nevez Breizh gant pevar c’homiser all.
Puilh e breder hag e oberoù, Bertrand d’Argentré en deus skrivet meur a oberenn liammet ouzh e vicher den a lezenn. E 1568 e voe embannet gantañ e Roazhon Coutumes générales des pays et duché de Bretagne, revues et corrigés sur l’original des commissaires réformateurs de l’an 1539, an addispleg kentañ diwar-benn kustum kozh Breizh hag ar stumm ma oa bet lakaet dre skrid e 1539. A-drugarez d’al labour kaset da benn gantañ e 1580 dre e gefridi e stadoù Ploermael en deus gallet skrivañ Aitiologia (embannet e 1584), un danevell ma rent kont eus ar ren-dael a oa bet diwar-benn ar c’hustum nevez. Hervez meur a istorour ez eo anavezet mat ar skrivagner d’Argentré, ha lennet e oberennoù.
Un den kurius e oa Bertrand d’Argentré, hag ivez un humanist, evel a c’heller meizañ dre sellet ouzh e levraoueg. E 1580, moarvat, e oa homañ brasañ levraoueg a c’helled kaout e Breizh, enni 2 600 levrenn war meur a dachenn : ar gwir, an istor, lennegezh an henamzer hag hini e amzer met ivez ar « skiantoù » (mezegiezh, fizik, steredouriezh, etc). Diwar e labour evel istorour Breizh an hini eo ez eo chomet bras heklev e oberenn avat, dreist-holl en XIXvet kantved.
Istorour Breizh
Sachet eo bet Bertrand d’Argentré gant istor Breizh hag eñ yaouank c’hoazh : d’an oad a 23 bloaz e troas e galleg oberenn Pierre le Baud, bet aluzenner Anna Vreizh hag hendad dezhañ. E 1580 avat e voe goulennet outañ gant stadoù Breizh skrivañ un Istor. Setu ma teuas war wel e 1582 embannadur kentañ an Histoire de Bretagne des Roys, ducs, comtes et princes d’icelle, l’establissement du royaume, mutation de ce titre en duché, continuité jusqu’au temps de Madame Anne, dernière duchesse et depuis Royne de France, par le mariage de laquelle passa le duché de la maison de France. Met an oberenn a voe berzet ha tapet krog warni kerkent hag embannet, ken ma voe ret da vBertrand d’Argentré kinnig un eil embannadur e 1588. An destenn orin a oa enni 1174 pajenn, lemm-lemm e bluenn enno, o lakaat uhel brud e vro-Vreizh hag izel oberoù rouaned Bro-C’hall. Setu an dezenn difennet gant Bertrand d’Argentré : Breizh n’eus ket anezhi ur proviñs e dalc’h kurunenn Bro-C’hall hepmuiken ; un orin diforc’h a zo d’an dugelezh. Kentelezh a vez deroet da Vreizh diwar gement-mañ, dre lakaat un deroù a-gozh da istor ar vro, gant ur roue diazezour : Konan Meriadeg. Gwall ordinal ar seurt embreg, a gaver e boutin e-barzh kement teorienn eus rouantelezhioù ar XVIvet kantved, sed diazezañ evit kement pobl mojenn ul lignez a-gozh, ken kozh hag an henamzer peurvuiañ. Abegiñ kreñv a ra d’Argentré dreist-holl ouzh stagidigezh Breizh ouzh rouantelezh Bro-C’hall e 1532 : hervezañ n’eus bet gallet en ober nemet dre brenañ o mouezhioù digant un dornad pennoù bras.
Un enebour d’ar roue ?
Bertrand d’Argentré zo bet poltredet evel un difennour eus Breizh dizalc’h gant istorourien an XIXvet kantved, dreist-holl en askont d’ar choaz en doa graet e 1589 da vont da heul gouarnour Breizh, Philippe Emmanuel de Lorraine, dug Mercœur, emsavet a-enep ar roue Henri III. Dibab a ra d’Argentré kosteziñ gant ar C’hevre Katolik, ha mont a-du eta gant ar gostezenn enebet ouzh ar roue. E oberenn eo a sachas klod ha gloar warnañ koulskoude, ha dreist-holl ar fed ma voe tapet krog enni gant ar galloud kreiz e 1582. Dav eo sellet a-dost ouzh kenarroud ar mare-se avat evit kompren perak e voe berzet an oberenn-se. Reuziet e oa bet ar rouantelezh gant ar Brezelioù a Relijion abaoe 1562, ha bec’h o doa bet ar rouaned, an eil war-lerc’h egile, o klask lakaat doujañ d’o aotrouniezh.
Kosteziñ gant ar C’hevre Katolik a rae eus Bertrand d’Argentré un enebour d’ar roue. Bloaz hepken a-raok mervel e 1590 en deus embannet e soñj avat, sed n’en deus ket bet tro da gemer ur perzh oberiant er brezel. Ouzhpenn-se e embann didro, el lizher d’ar roue lakaet gantañ da zigeriñ e oberenn, e chom-eñ feal da hennezh : « Aotrou Roue, nebaon a-walc’h eo e kasan deoc’h ma oberenn, a zo test d’am servij uvel-kenañ ha d’ar youl am eus lakaet enni (…) pa ’m eus savet anezhi en anaoudegezh vat eus meurded, enor ha talvoudegezh ho re hag eus gwad hoc’h hendadoù (…) ».
Arlivañ a ranker eta poltred un enebour d’ar roue, seul vuioc’h ma ne wel ket ken an istorourien a-vremañ ar C’hevre Katolik evel un darvoud « dizalc’hour » eus istor Breizh.
Troet diwar ar galleg gant Stefan Moal