Un diazad harzlammerien aet da vaki
Divizet e oa bet gant ar Re-Unanet kas taolioù tarvañ bras e Breizh evit aezetaat an Dilestradeg e Normandi (taol Overlord) ha mirout ouzh an Alamanted a gas bagadoù harpañ war an talbenn. N’o doa ket ar re-se kalz a fiziañs e rezistanted Breizh avat ; hag int neuze teurel 475 harzlammer gall ar 4th Special Air Service (pe an 2e RCP evit ar Frañsizien), renet gant ar C’horonal Bourgoin, a veze graet ar Mañkard anezhañ, adalek noz ar 5 a viz Even 1944 ; lod anezhe e Duod, e departamant Aodoù-an-Hanternoz (taol Samwest), lod all e Sant-Varsel er Morbihan (taol Dingson) ha 18 skipailh tarvañ an hentoù-houarn (taol Cooney parties) a oa da vezañ perzh eus ar c’houlzad Dingson goude-se.
Renet gant al letananted Marienne ha Deplante, ne dapas an daou stickad SAS kentañ tizhout Sant-Varsel nemet d’ar 7 a viz Even d’abardaez, dre ma oant arru d’an traoñ pell-awalc’h eus an dachenn-zouarañ Baleine, bet sertifiet pell a oa, ha dre ma oant bet taget kerkent gant an Alamanted - Kentañ gwaz bet lazhet da goulz an Dilestradeg e voe moarvat, e Plumeleg, ar penn-kaporal Émile Bouétard, eus departamant Aodoù-an-Hanternoz – Souezhet e voe an SAS o kavout e La Nouette, atant ar re Pondard, ur greizenn-ren bet savet war ar prim ha strolladoù FFI a oa savet diouzhtu da heul galv an emsavadeg, gante ar C’horonal Morice (Paul Chenailler), penn-departamant an FFI.
Miliadoù a rezistanted a zeuas war-zu Sant-Varsel an deizioù war-lerc’h. En e gemennadenn radio gentañ, d’an 8 a viz Even, ez embanne Marienne bezañ « mil entanet gant an aozadur hag e varregezh divent ». An deiz war-lerc’h, bras un tamm e sifroù gantañ moarvat, e tisklêrie da Vourgoin : « 3 500 den frammet evel m’eo dleet a zo ouzh ho kortoz ». Kendeuziñ a reas rezistañs diabarzh Breizh ha harzlammerien SAS, war an dachenn, kuit a raksoñj ebet. Bep noz e kouezhe etre 150 ha 200 endalc’had armoù diouzh an oabl (640 anezhe d’an 13 a viz even, kement ha 170 tonenn en holl), peadra da armañ tri pe bevar mil den eus bagadoù FTP ha FFI ar Morbihan. Ur gwir kamp gwarezet an hini a voe savet e Sant-Varsel, ennañ ur voserezh, ur fornerezh, hag un tredanerez da vagañ ar skingaserioù radio.
Emgann Sant-Varsel (18 a viz Even 1944) ha heskinerezh spontus an Alamanted
Ne c’helle ket kement ar chare chom hep sachañ evezh an Alamanted o doa graet o soñj distruj makioù niverus Breizh, hini Duod da gentañ, d’an 12 a viz Even. Ken arvarus e oa deuet bodañ kement-se a dud armet ken e voe roet urzh gant Londrez, e noz ar 17 a viz Even da zivodañ ar maki ha da stagañ gant ar brezel-hisañ. Re ziwezhat e oa avat : d’an 18 a viz Even 1944, abred diouzh ar beure e voe arsailhet kamp Sant-Varsel (1 600 devezh-arat) gant an Alamanted. 2 400 den a oa eno (diaes goût e gwirionez) o vont d’ober tri bagad FFI sterniet gant 200 SAS. An devezh-pad e padas emgann Sant-Varsel, gant harp kirri-nij ar Royal Air Force zoken. War-dro dek eur noz e tapas paotred ar strouezh diskregiñ ganti hag en em streviñ gant sikour tud ar vro. Lazhet e voe 28 rezistant, 6 SAS en o zouez (60 den a voe gloaziet, 15 a voe tapet gant an enebourien) tra ma vije bet kollet etre 300 ha 560 eus o soudarded gant an Alamanted hervez kont, kuit a resisadenn ebet digante. An deizioù war-lerc’h e voe kaset rastelladegoù bras gant an alouberien, harpet gant archerien c’hall gwisket e mod an harzlammerien ha gant milisianed c’hall ha vreizhat ar Bezen Perrot. Paket e voe gante lod eus ar c’huzhiadelloù armoù, plantet tan e atantoù hag e kêriadennoù zo (Sant-Varsel), harzet, jahinet, heskinet ha lazhet didruez harzlammerien, rezistanted ha tud diarm.
Ur c’hwitadenn e oa strategiezh ar Re-Unanet sevel makioù bras bodañ enrollidi, pa oant savet war ar prim dreist-holl, evel hini Sant-Varsel, ha pa dapas ar pep brasañ eus ar stourmerien en em dennañ e-maez ar roued memestra ; bras e voe efed sikologel emgann Sant-Varsel evit afer-se rak diskouez a reas, evit ar wech kentañ er parzh-norzh, e c’helle ar Rezistañs, armet ha frammet gant soudarded a-vicher derc’hel penn ouzh an Alamanted en un emgann tal-ouzh-tal. Siellet eo bet eñvor ar Rezistañs hag an Dieubidigezh e Breizh gant maki Sant-Varsel. Eno emañ mirdi ar Rezistañs e Breizh abaoe 1984, ul lec’h kreñv anezhañ evit an eñvor hag an istor, troet d’an deskiñ, hag a zo da vezañ nevesaet ha resisaet en ur mod skianteloc’h.