D'ar 4 a viz Even 1961, nepell eus Pont 'n Abad, pa voe paket boestoù-voterezh gant ur strollad peizanted ha lakaet an tan enno, e voe lakaet un termen d'ur sizhunvezh a vanifestadegoù, feulz lod diouto, pa voe labezet un ti-gar da skouer. Ur sizhunvezh war-lerc'h e voe aloubet ker-Vontroulez, ha kelc'hiet an is-prefeti gant ur 5 000 labourer-douar bennak e kounnar. Difluket diwar kudennoù ar vro, ez eas ar reuz e Breizh a-bezh, ha goude-se e meur a rannvro er Frañs, o kas war-raok er vro un emskiant nevez eus donder enkadenn al labour-douar, un enkadenn ha ne veze spurmantet gant an arbennigourien nemetken betek-henn.
Ar jakerez dibaouez ?
War an taol eo bet souezhet meur a hini gant ar reuzioù arouezius-meurbet. Evit meur a hini, prest da varn hep prederiañ, ne oa aze nemet ur «jakerez» hengounel o tont en-dro, poujadouriezh a-ziwar ar maez. Tud all, lemmoc'h o spered, a welas ur sindikadelezh mod-nevez o tont war-wel. Ha pa seller war-dreñv e c'heller lavaret hiriv eo bet ar feulster eztaolet gant peizanted en nevezamzer 1961 ur feulster arouezius eus an tennderioù degaset gant an doare da zegemer ar beizanted er gevredigezh c'hall a-hiriv. Alese e oa arouezius ivez eus ganedigezh ur framm obererezhioù kaset en-dro gant ur strollad-pouezañ labourerien-douar dindan ar Pempvet Republik. Deomp neuze da deurel sklerijenn war zibarder an endro, a-raok resisaat peseurt stumm a vo kemeret gant ar strategiezh e-keñver ar galloud.
Pouez an endro
Sklaeroc'h eo an darvoudoù c'hoarvezet e Penn-ar-Bed pa gomprener ez int liammet gant lec'hioù resis ha tud resis. Difoupet eo kudenn al labourerien-douar e-kreiz darvoudoù resis e bro-Frañs : ar muzulioù nevez kemeret gant gouarnamant ar jeneral De Gaulle e-keñver al labour-douar (dibenn ibiliadur prizioù produioù al labour-douar, lezenn-stur n'eo ket bet lakaet da dalvezout c'hoazh), muzulioù hag o deus maget c'hoantoù enebiezh digant al labourerien-douar e bro-Frañs a-bezh. Perzhioù dibar ar Vretoned, e Penn-ar-Bed dreist-holl, a lak ar c'hudennoù diazez da vout savet en doare rustoc'h eget e lec'h all. Aze e tispak splann disouezhennoù dispac'h teknikel al labour-douar, da lavaret eo penaos e chom stanket al labourerien-douar o doa modernaet o atantoù, rak mard eo kresket o froduioù, n'eo ket mestroniet ganto ar c'henwerzhelañ ha kaset int bet en un hent-dall. En tu all da-se, lod eus oberourien an dispac'h e Penn-ar-Bed a lak war-wel kemmoù sindikadelezh al labour-douar. Gant an darvoudoù e teu war-c'horre ur framm sindikad dre ganton a bourvez an darn vrasañ eus an izili hag o sternerien. Deuet war-eeun eus adaozañ an doare votiñ er C'hDSLD , tud nevez, renerien yaouank dilennet gant o c'henseurted, hervez o aotrouniezh o tont ha dre m'emañ o buhez heñvel ouzh meur a hini all, ganto ar c'hudennoù bevet gant an holl : Per Hénot e vro vigoudenn, Alexis Gourvennec ha Jean-Louis Lallouet e bro-Leon, kaset war-raok ganto ar sevenadur ar YLK(« gwelet, barn, ober »). Gouest in da sevel enno-holl abredourien, saverien chatal pe lies-gounezerien, un emskiant ledanoc'h eus pegen enklozet eo produerezh Breizh ha pegen direizh emañ c'hoazh marc'had broadel produioù al labour-douar. Met ur strategiezh dezho o-unan ha divoutin a vo kavet ganto.
Ur feulster kenaozet
Pa studier pizh emzalc'h an dud e karg eus al luskad, e verzher eo bet meret strizh mammennoù ar feulster, hag en em gav pell en tu-all da «gounnar» boaz al labourerien-douar. Da gentañ e verzher ar sevel darvoudoù ingal evit kas boued d'ar mediaoù ha d'ar galloud, en ur embann sav-poentoù hag en ur reiñ kement a don dezho, ma teue ur gudenn lec'hel da vout ur gudenn vroadel (da skouer en emvod kelaouiñ bet dalc'het e Karaez d' ar 25 a viz Mae pa voe lavaret «pa n'eo ket efedus ken ar skiant vat e ranker direzoniñ»). Ha goude-se ez eo meret ar gourdrouz, tamm-ha-tamm, adalek an 30 a viz Mae : reuz a vo, ret-mat eo, ur ministr o pourmen dre ar vro a c'hellfe bout skrapet, danvez-kannaded evit an dilennadegoù kanton a vo sontet... Netra ne c'hoarvez war ar prim koulskoude, klask a reer sachañ evezh ar bobl gant darvoudoù dic'hortoz, leurennet a-zoare evit dedennañ ar mediaoù a bep seurt. Met evel-just en em gav bac'het ar vanifesterien o-unan gant ar gourdrouz hag ar feulster kaset pelloc'h-pellañ : pa vez diskouezet er mediaoù an taolioù kentañ (stankañ hentoù ha straedoù) e kas muioc'h a dud betek al luskad. Kreskiñ a ra neuze e rediennoù : goulenn a ra ma vefe bodet raktal an FHRML, un emgav gant ar ministr e-unan, ha krisaat a ra e obererezhioù ivez (an ti-gar, ar boestoù-voterezh, an is-prefeti). Un dra c'hoazh : ar c'hoant d'en em ziskouez ingal evel ur strollad dileuridi an departamant, ar rannvro, an dud a vicher a-bezh, o stourm evit «ma vefe ur politikerezh labour-douar dereat da vat».
«Cinq colonnes à la une» d'ar 7 a viz Gouere 1961, ORTF - INA
Un darempred nevez etre micherioù al labour-douar hag ar Stad
E-doug e emvod-meur, dalc'het d'an 28 a viz Meurzh 1962, e voe resisaet gant KDSLD Penn-ar-Bed e oa «gwir dalvoudegezh» an nerzh eeun bet implijet er bloavezh kent, nemet un «tu» da zont a-benn da gaout ur gwir bolitikerezh labour-douar hag «ar c'hemer e kont ganeomp-ni eus an heñchadur hag an emdroadur». Daou vloaz goude lezenn 1960 war hentañ al labour-douar, e vo votet un adlezenn a vo lakaet e pleustr er bloavezh 1962. Diouzh e du e oa KLLS (SICA) Kastell-Paol o vont da loc'hañ gant e droioù-kaer ekonomikel. Hag aze emañ geneliezh istor an darempredoù da zont etre al labourerien-douar hag ar Stad, o skoulmañ war an dro kaozeadegoù gant an dud e karg (ken-verañ gant ministrerezh al Labour-douar), hag ar feulster a-eneb arouezioù ar pennadurezhioù publik.