Maouezed en tourioù-tan : an eil-diwallerezed

Aozer : Jean-Christophe Fichou / Gouere 2026
Ar baotred eo, ez ofisiel, a vez lakaet da ziwallerien a-vicher an tourioù-tan e dibenn an XIXvet kantved. An dra-se a dalvez koulz evit an tourioù-tan en donvor hag an tourioù-tan bras war zouar, lec’h ma ne vez anvet nemet paotred gant Servij an Tourioù-tan. Diouzh un tu all, en tourioù-tan a eil renk, el lec’h ma vev an diwaller nemetañ gant e familh, e vez goulennet muioc’h muiañ gant o gwagez da gemer perzh.

En XIXvet kantved e teu da vezañ stankoc’h-stankañ gwregeladur ar vicher. Koulskoude, ne reer ket kalz anv eus kement-se d’an ampoent. Evit ar wech kentañ eo reolennoù 1889 an diwalerien a ro ofisialded d’ar blegenn-mañ.

« A c’hell bezañ fiziet dre goumanant, e tud nann-renket evel diwallerien tour-tan, servij an tanioù a eil renk pe an tanioù lec’hiet dibar ; evit an implijoù-se e c’hell bezañ tutaet maouezed dibabet kentoc’h e-toue

z intañvezed gwazourien ar velestradurezh. »

Diouzh an dielloù e ouezer diarvar e oa niverusoc'h-niverusañ ar merc'hed adalek ar bloavezh-se : koulz lavaret ingal e vezent anvet da wardez « nann-rummet » evit erlec'hiañ gwarded « rummet » o vont war o leve. Resisaet e voe ar reolennoù e 1919 :

« Ma ve fiziet ar postoù-labour war un dro en ur gward rummet hag en ur wardez nann-rummet ne c'hell houmañ bezañ nemet gwreg, mamm, merc'h pe c'hoar d’ar gward rummet. En degouezh-se e talvez servij boas ha ret an diwallerez-nann-rummet-se, da genlabourat gant an diwaller rummet e servij ar goulaouiñ ha da erlec’hiañ anezhañ penn-da-benn evit ar servij-se, e kenkas e ve savet skoilh dre wallzarvoud pe e-pad e brantadoù diskuizh gant hemañ. »

Ur statud bresk mat

Ar merc’hed-se a zalc’h o roll hep kudenn ebet hag erlec’hiañ a reont spletus ar baotred zoken : talvoudus eo ar skoazellerezed-se e meur a abeg evit ar Servij rak e chom atav o gopr izeloc’h eget hini ar wazourien rummet. Ouzhpenn-se n’o deus morse, peurvuiañ, ijinourien servij an Tourioù-tan, da « glemm abalamour d’o fleg-fall a zegas anezho d’an evaj, ar pezh n’eo ket evit a-sell ouzh kalz eus diwallerien hon arondisamant », evel m’en diskouezas pennijinour Kemper, Henri Willottee 1908.

Ouzhpenn da-se, er-maez eus framm hollek ar velestradurezh foran, n’int ket kargiadezed, n’o deus ket a leve retred hag e c’helled reiñ o sac’h dezho ken aes ha tra eta. Un arouez a fiziusted eo bezañs ur vaouez en un ti-tan : soñjal a ra da ijinourien ar mare-se e oa kalz barrekoc’h ur vaouez da zerc’hel diabarzh an ti eget ur gwaz. Diwar-se, skarzhet e vez ingal ar warded dizimez diouzh an tourioù-tan bihan, lec’h ma ranker lakaat paotred dimezet par ma c’haller, hervez an ao. Reynaud, rener servij an Tourioù-tan hag ar Balizennoù.

Marie-Perrine Durand eo ar vaouez kentañ o vezañ bet tutaet, tri bloaz a-raok ma voe embannet reolennoù nevez 1889. Intañvez un diwaller aet d’an anaon e-p

ad e servij, karget eo, karget e voe hi, e 1886, da enaouiñ tour-tan ar Rozedoù en Enez-Vriad. Tutaet eo bet dre goumanant, ur statud dister a-walc’h da vezañ adnevesaet bep bloaz betek 1889.

 

Pennad diwar ar gazetenn Ouest Eclair o kemenn eo aet Marie-Perrine Durand d’an Anaon, embannet d’ar 21 a viz genver 1933.  Mammenn : Gallica.

 

An eil, Marie-Perrine Messager, a gemeras lec’h he gwaz marvet e tour-tan Brignogan-Pontuzval e Penn-ar-Bed d’an 8 a viz Kerzu 1889 ha gouzout a oar penaos ez a ar benveg en-dro. Anvet eo da ziwallerez maez rummad ha chom a ra war he fost betek 1910 rak eo diaesik dezhi, d’an oad a 76 vloaz neuze, d’ober war-dro he servij ; he merc’h, Joséphine Perrot, a gemer he fost-labour ; dimezet gant ur gward eo ivez, hag ez a gantañ da dour-tan Beg Enez-Konk (Kermorvan) un nebeud bloavezhioù goude-se. Ar stumm koublad-se a gaver peurliesañ gant ar skoazellerezed, evel ma c’hoarvezas moarvat evit ar wech kentañ e istor ar Servij, e tour-tan Lost Pik-Ploueg en Aodoù-an-Hanternoz a oa bet enaouet e miz Eost 1894.

Bloaz war-lerc’h e miz C’hwevrer 1895, e oa bet degemeret ar penn-gward Donnart e tour-tan ar Moelez er Glenan, da lakaat e wirioù war e leve da dalvezout, hag evit e erlec’hiañ voe bet kinniget gant ar pennijinour envel Henri-Noël Colin hag e wreg da zont war an enezenn. « En degouezhioù-se hon eus soñjet e c’hallfe marteze digreskiñ pouez an implijidi hep lakaat ar goulaouiñ en arvar. En ur erlec’hiañ unan eus ar warded gant ur c’houmanantour paeet 360 Lur gall ar bloaz e vefe graet un espern bloaziek eus 440 Lur gall. Graet ez eus bet berzh gant an aozadur-se en un nebeud tourioù-tan war vor. Gwelet ez eus bet an aozadur-se o vont en-dro e Lost-Pik Ploueg e-kichen Pempoull. »

Skarzhet e voe post labour an eil gward e 1895. D’an deiz-se e voe anvet gwreg Henri-Noël Colin, Marie-Catherine ganet Goyat, da wardez maez rummad. Dre forzh bezañ uzet he c’horf gant al labour e rankas-hi kuitaat an enezenn evit e vefe graet war he zro war zouar. Neuze eo he merc’h, Joséphine, a gemeras he flas. E 1900 e roas homañ he dilez hag e voe erlec’hiet gant ur vaouez all, Jeanne-Marie Larsonneur, eil merc’h Henri ha Marie Colin anezhi ! Hiviziken, kerkent ha ma c’halled ober e voe graet en doare-mañ en holl zepartamantoù an arvor. Evel-se e oa bet anvet Martien Bontonnou e Penn-ar-Bed e 1902 hag echuiñ a reas e respetad e tourioù-tan Gwaien. Aotreet da lakaat e wirioù war e leve da dalvezout e miz Genver 1930, mervel a reas un nebeud devezhioù a-raok, d’an 9 a viz Kerzu 1929. E intañvez hag e vugale a c’houlenn prim ur skoazell evit ma c’hellfe krakvevañ an tiegezh. A-benn ar fin e kav gwelloc’h d’an ijinour tuta ar vamm hag ar verc’h henañ a rae c’hoazh war-dro an enaouiñ hag an evezhiañ abaoe mizioù hir, rak an tad hag ar gwaz a oa klañvidik-mat d’ar mare-se ha ne oa ket evit ober e servij.

Diwezhat-mat e teuout da c’hounez an titlañ

Anvet e vez ingal koubladoù dimezet gant servij an Tourioù-tan evit erlec'hiañ ar warded rummet treustaelet, war o leve pe roet o dilez ganto. Dre-se e espern ur gopr a bezh. Goude ma z’eas kuit ar gwazour Gourvil e 1909 e kinnigas an ijinour, evit servij an enez Zu, e bae Montroulez, « ar c’houblad Skornet, hon eus titouroù brud a zaoare diwar o fenn, ha dav eo deomp ouzhpennañ ez eo an itron Skornet merc’h d’an diwaller a-vremañ hag homañ a anavez mat ar servij c’hoazh. » Un darvoud mantrus all a zeuas da gadarnaat, un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, e veze fiziek-tre peurliesañ servij ar merc’hed. Er Gerveur e veze ar c’houblad Matelot oc’h ober war-dro tan Kerdoniz. D’an 18 a viz Ebrel 1911 e varvas ar gwaz, Alexandre-Désiré, en nozvezh a-raok mont d’e servij. Harpet gant he bugale e teuas a-benn an intañvez kalonek da zerc’hel ar 5 luc’hed skedus ruz bep 25 eilenn a c’haller gwelet mat ouzh an dremmwel (sellout ouzh al luc’hskeudenn en Unan).

D’an 31 a viz Here 1983 e sachas Gisèle Halimi, hag hi kannadez an Isère, evezh ar sekretour-stad karget eus ar mor war stad ar merc’hed-se e-keñver Kod al labour war vor : goulennet e veze ganto kaout ur statud titlet, ar pezh a voe graet da-vat ar bloaz war-lerc’h. E 1984 e voe digoret kenstrivadeg an tredanmekanikerien d’ar merc’hed. Div int en holl d’an holl : Françoise André, anvet da dredanmekanikerez tour-tan e 1984, a voe kaset da savlec’h an DECCA en Aurillac, ha goude-se da liorzh Lezardrev ; ne voe kaset en un tour-tan war vor nemet e miz Genver 2001 avat, er Jentilez. Gant Sylvie Chalumeau-Brousse e voe Françoise André an hini gentañ eus an div dredanvarc’hegerez nemeto a zo bet anvet e Frañs.

Hervez marilh an diwallerien tourioù-tan emañ ar Greizenn vroadel Tourioù-tan oc’h echuiñ bremañ, diwar ar 5 800 anv renablet ez eus 550 a zo diwallerezed skoazellerezed, da lavaret eo 1/10vet (o tegas da soñj ne veze ket kemeret hini ebet e kont ez-ofisiel a-raok 1886 !). Ma chomas e-pad pell amzer ar merc’hed er-maez eus ar servijoù melestradurel e ranker merzhout pegen bras eo o fouez er vicher studiet. Uheloc’h e vez an dregantadoù-se bepred eget en domanioù gwelet evel miret, evel an deskadurezh, ar gwarez sokial pe ar PTT. En enep, amañ ivez e chomont kenfinet gant rolloù a-is, skoazellerezed a c’haller korvoiñ didrugar, hep surentez a implij, hep leve, hag evit goproù kalz disteroc’h.

 

 

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Christophe Fichou, « Maouezed en tourioù-tan : an eil-diwallerezed », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 7/07/2026.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/maouezed-en-touriou-tan-an-eil-diwallerezed

LEVRLENNADUR

Fichou, Jean-Christophe, Gardiens de phares, Presses universitaires de Rennes, 2002.

FILMOU

Poltred Anna Le Bail : https://www.ina.fr/ina-eclaire-actu/video/rxc9711055880/gardienne-de-pha...

Poltred Honorine Le Guen, e Rianteghttps://www.ina.fr/ina-eclaire-actu/1983-honorine-le-guen-personnage-pha...

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité