Marc'hadourien spagnol dreistwirioù dezho

Aozer : Laurence Moal / Meurzh 2023

Dreistwirioù bras o deus paket ar Spagnoled war dachenn an tailhoù. Diskarget int eus lod anezho : an daouugentvedenn a vez savet war ar marc'hadourezhioù az a e-barzh Naoned, pe an diner evit lur, un dell a vez savet war ar marc'hadourezhioù gwerzhet, prenet pe troket.

Dreistwirioù-barn o devez ivez hervez feur-emglev 1430. Ur c'hoñsuldi o deus ar Spagnoled, lec'h ma vez diluziet an dizemglevioù a sav etre an div vroad. Tri barner boutin a zo lakaet, unan er Roc'hell, unan all en Naoned, hag un trede e Spagn. Anvet ez eus ivez ur mirour evit an emglev gall-ha-kastilhan : kañseller Breizh an hini eo, a zo anezhañ niverenn 2 an dugelezh. Da echuiñ ez eus lakaet ur c'hoñsul, prokulour ha yalc'had Spagn, evel an hini a zo anezhañ er Roc'hell dija, e vicher gwareziñ gwirioù sujidi roue Kastilha en dugelezh. Ynygo d’Arceo, eus Burgos, a zo anezhañ ar c'hoñsul kentañ.

Tabut a zo ivez war ar gwir peñse. Gant feur-emglev 1430 e promesa an dug d'ar Spagnoled ne gemero nemet ur c'hwec'hvet eus ar peñseoù e-lec'h kemer anezho en o fezh – bras-kenañ eo an dreistwir-mañ.

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Marc'hadourien spagnol dreistwirioù dezho », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/03/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/marc-hadourien-spagnol-dreistwiriou-dezho

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité