Ur vougev-mor a-gozh
Tamm-ha-tamm eo kouezhet en he foull toenn ar vougev-mor gozh. Ar mod m’eo bet leuniet a ziskouez ur bilañs gouelezennel dister a-walc’h, enni gouzedoù kozh diwar an aod, gant meur a doull en abeg da grignadur ar mor. Tri gwiskad stratigrafek (gwiskad 9, gwiskad 7 ha gwiskad 5&4) a ziskouez mat annezadur an dud, gouzedoù diwar an aod etrezo a ziskouez splann ar mareoù ma n’int ket bet annezet. Ar gwiskad 5 dreist-holl a zo ennañ meur a live annezadur (gwiskadoù moan ferennek deuet diwar c’hrignadur ha diwar an ad‑kempennadurioù savet gant an annezidi). Gant an amzeriadurioù e c’heller lakaat an annezadur kentañ etre 500 000 ha 400 000 bloaz. Lec’hiet e vefe an annezadurioù ar gwiskadoù 4 ha 5 etre 300 000 ha 400 000 bloaz.
Ostilhoù diwar reier benet
Anavezet eo ganeomp ar strolladoù tud zo bet o chom e Menez Dregan a-drugarez d’an ostilhoù savet diwar mein kalfichet a zo chomet war o lerc’h. Daoust d’ar furchadegoù eo dianavezetoc’h re ar gwiskadoù koshañ (9 ha 7). Ostilhoù ar gwiskadoù uhelañ (gwiskad 5) a zere ouzh pezh a reer Kolombanian E-tal un niver mat a skeltrennoù ha tosoù maen e kaver ivez bili kalfichet (« choppers » dreist-holl), bili frailhet ha bili savet diwar dilemel tammoù un-hag-un, hag ostilhoù skañv, reoù hosket pe reoù dantet munud dreist-holl, met ivez raklouerioù damheñvel an darn vras anezho. Ar mod da zibezhiañ a veze hini klaktonian». met kavout a reer ivez a-wechoù doareoù « dibezhiañ kantek ».
Frammoù an oaledoù savet a-wiskadoù
Dedennus eo lec’hienn Menez Dregan ivez dre ar « frammoù » a c’hell testeniañ eus oaledoù graet war o zro gant an dud, oaledoù e-touez ar re goshañ bet kavet er bed. Frammoù tanoù ma kaver en o c’hichen restachoù glaou-koad hag eskern e-leizh, met ivez mein kailhastr ha mein bet en tan, setu pezh a gaver stank er gwiskadoù 9, 7 ha 5. Er gwiskad 9 e kaver un takad ruziget a c’hellfe bout un oaled kozh « kampoullet », deiziadet tro 450 000 bloaz. Er gwiskad 7 ez eus bet kavet ivez un oaled all kampoullet. P’eo bet furchet ar gwiskad 5 ez eus bet kavet tri oaled frammet : en diaz (5e-6) e kaver neuze bili bet en tan gant danvezioù karbonek e-leizh (deiziadet tro 380 000 bloaz). E 5c e kaver ur framm savet mat diwar daroùigoù en ur c’helc’h, darn eus un dant olifant en e greiz; displeget eo e vefe un oaled kozh bet skarzhet e ludu, ha kadarnaet eo bet an displegadenn-se gant muzulioù fizikel. E 5d eo bet lakaet war-wel traoñ un oaled kampoullet. Rouez-tre an « oaledoù » bet adkavet diouzh ar mare-se ; e gwelead Terra Amata e Nice, eus an hevelep mare pe seig, ez eus bet kavet unan ivez. [http://www.musee-terra-amata.org/]
En holl ez eo 6 live annezadur war gwiskadoù disheñvel d’an nebeutañ zo bet lakaet war-wel e Menez Dregan, marevezhioù a live-morioù uhel kenetrezo. Pa soñjer pegen krignet eo bet al lec’h a-hed ar milvedoù e c’heller soñjal n’eus dirazomp nemet relegoù gwiskadoù kalz niverusoc’h.
An eskern bet kavet
Ouzhpenn an darn dant olifant-mañ ez eus bet kavet eskern bronneged meur er gwiskad 9, asambles gant ostilhoù maen all. Met ar stad fall ma ’z int bet miret n’eus lakaet ar furcherien da staliañ ur programm paleo-genetek evit termeniñ an ADN kozh bet kavet. Evel-se eo bet lakaet war-wel e oa eus ur perisodaktil. Evel-se ez eus bet gellet prouiñ e veze debret geotdebrerien bras gant pobloù ragistorel Menez Dregan, dre ar chase pe debriñ gagnoù. Heverk eo memestra ez eus bet kavet roudoù ur galedenn diwar un arvevad bouzelloù karrekaet (Toxocara canis) pezh a lak anat e oa deuet bleizi-broc’hed war un dachenn annezet gant an dud ur 400 000 bloaz zo.
Doareoù hin klouar
War vord an aod a-vremañ eo bet kavet holl gweleadoù ar strollad-mañ, hag an holl anezo e gwasked torosennoù uhelennoù-mor kozh. An holl anezho a oa staliet war danvez traezhennoù kozh, pezh a c’hellfe diskouez e oa bet eus ar staliadurioù-se nebeut amzer goude ma krogfe live ar morioù da vont war-draoñ, dindan hin klouar a-walc’h neuze. E Menez Dregan e c’heller lec’hiañ an annez en ur marevezh paleo-hinel klouar a-walc’h ha meurvorel, met o vont tamm‑ha‑tamm war yenaat. Hervez an ardremez dindan-vor, ne zlefe ket bezañ bet gwall bell an aod er mare ma oa annezet al lec’h gant an dud, moarvat etre 5 ha 10 km pelloc’h nemetken.
Relegenn ebet
Diouzh pezh zo bet kavet er furchadeg betek-henn, ne gaver ket a eskern tud. Posupl eo kaout ur soñj eus o neuz koulskoude, pa geñverier gant an eskern bet kavet e gwelead Caune an Arago (Tautavel, Pireneoù ar Reter), bet annezet tamm-pe-damm d’an hevelep mare [http://www.tautavel.culture.gouv.fr/]. /]. War a seblant e vefent bet tud « rak‑neandertal » hag o morfologiezh a zo bet studiet hag adsavet en ur mod dedennus dija.