Testoù koshañ annezadur an dud e Breizh

Aozer : Jean-Laurent Monnier / Here 2017
Gant torosennadur ha geologiezh Kein Arvorig eo bet levezonet an doare m 'eo bet annezet Breizh gant ar pobladoù kentañ, dreist-holl abalamour d'an hin ha d'an endro kemm-digemm e-doug ar pevare hoalad. Ne c'heller ket komz eus a Vreizh evit c'hoazh, met eus framm naturel douarouriezhel penn pellañ kornôg Eurazia. Evit-se ne c'heller ket distagañ e dachenn diouzh hini peurrest Kein Arvorig, na distagañ studi ar ragistor pellañ diouzh hini douarouriezh ar pevare hoalad. Koshañ den a gaver er C'hornog a zo moarvat an Homo heidelbergensis. Neandertaliz, diouzh o zu, a veze kavet stank a-walc'h, evel m'hen diskouez fosiloù relegoù diouto e Jerzenez. Tro 35 000 bloaz zo e voe tapet o lec'h gant hor spesad, an Homo sapiens. Gant an ostilhoù ha roudoù o annez bet diskoachet da geñver furchadegoù e c'heller kadarnaat da vat o bezañs.

Annezidi kentañ Breizh (etre 500 000 ha 300 000 bloaz zo)

War aodoù kreisteiz an Arvor hag a-hed ar stêrioù bras dreist-holl e kaver roudoù an dud a veve da vare Henoadvezh ar maen.

War vord ar stêr Gwilen e kaver gwelead Sant-Maloù-Fili, en eil renk e-mesk al liñvadoù kozh. Diaes a-walc'h e chom da anavezout an ostilhoù war blakennigoù krag. Tro pemp pe c’hwec’h kant mil bloaz kozh e c'hellfent bezañ.

Daou rumm ostilhoù a gaver eno, reoù

maen daoudu

dreist-holl, met ivez ostilhoù un dremm lemm outo, anvet «choppers», pezh a ziskouez liesseurted mare Henoadvezh ar maen izel. An eil strollad, graet «Kolombanian» dioutañ, a gaver dreist-holl war aodoù Su an Arvorig. Tro 400 000 bloaz zo e kaved annez Sant Kolman e Karnag, staliet e goudor un trepas toullet gant krignerezh ar mor, war un draezhenn gozh, e penn-kentañ ur mare a argilerezh-mor. Dindan an uhelvor emañ an deiz a hiriv. Aroueziet eo an ostilhoù bet kavet eno a vez binviji-troc'h kempennet diwar vili hag ostilhoù skañvoc'h diwar skeltrennoù bihan hosket ha dantet munut o dremmoù.

Gwelead Menez Dregan e Ploeneg (Penn-ar-Bed), a vezer o furchal abaoe 1987, a zo ur vougev-vor gozh, kouezhet an doenn anezhi tamm-ha-tamm, ha leun-barr a ouelezennoù. Ar mod m'eo bet leuniet a c'hell testeniañ eus argemmoù an hin a-vareadoù, hag eus kemmoù bras eus live ar mor. Tro 465 000 bloaz eo annez kentañ an den. Bili kempennet a ya d'ober an ostilhoù : «chopper» dreist-holl, hag un nebeud maen «rak-daouduek»a-gevret gant skeltrennoù bet implijet pe «adaozet». Moarvat e oa tud Menez Dregan eus ar spesad Homo heidelbergensis. Anavezet eo dreist-holl Menez Dregan abalamour d' ar «frammoù» oaledoù a veze dalc'het a-ratre gant an dud, oaledoù e-touez ar re goshañ anavezet an deiz a-hiriv.

Ur gwelead mod acheulean da vat a zo bet studiet e kêriadenn Ville Mein e Plangonwal (Aodoù an Arvor). Diwar dolzennoù krag eoken eo savet an ostilhoù, an darn vras anezho maen daoudu e stumm hueg pe hirgelc'hiek.

Neandertalianed e Breizh (etre 300 000 ha 35 000 bloaz)

Skeudennoù: Goareva - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier

Eus mare krenn henoadvezh ar maen emañ an ostilhoù chomet ganto war o lerc'h. Estreget ar gweleadoù bras diwar-c'horre, liammet gant danvezennoù resis, dreist-holl kragoù eus mare an eoken, e kaver darn vras dafar henoadvezh krenn ar maen a-hed aodoù hanternoz Breizh. Ha kement-mañ abalamour d'ar c'hailhastr ha da reier ouzhpenn 'zo, abalamour ma kaver meur a c'houdor e troad an tornaodoù, goudorioù digor abaoe deroù an argilerezh-mor, hag abalamour ma veze, dreist-holl er pleg-mor Norman-Breizhat takadoù ec'hon diveuzet e penn-kentañ ar marevezhioù yen, pa vezent goloet gant glasvez ar stepennoù, debrerien-geot bras o peuriñ warno.

E gwelead Piegu (Pleneg-Nantraezh, Aodoù-an-Arvor) eo bet diskoachet un aridennad gwiskadoù stratigrafek luziet, met ivez daou pe dri frantad annezadur e mare henoadvezh ar maen.

En Il-ha-Gwilen e kaver lec'hienn Grainfollet e Sant-Suliav, ur goudor e troad un tornaod evel ma vez kement war Aodoù-an-Arvor. Tro 170 000 bloaz zo e veze annezet, e-pad ur mare ma veze kerreizh an hin. Aze e kaver ostilhoù kailhastr dreist-holl, ostilhoù disheñvelaet, gant o bordoù kengerc'hus adkempennet alies a-walc'h. Nepell eus Grainfollet, ar gweleadig bet furchet er Gastines (Sant-Per-Poualed) e c'hell bout kenstaget ouzh an hevelep pobladur. Lakaet eo bet anat un doare annezadur eno.

Gwelead arouezius Menez-Dol (Il-ha-Gwilen), tro 110 000 bloaz zo, a zo e goudor ur mell roc'h greunit. Al loened a veze debret da neuze Menez-Dol a oa dreist-holl debrerien-geot bras a gaved stank er pradennoù ec'hon, da lâret eo mammouted, kezeg, frikorneged, loened-korn bras, kirvi bras, demmed, yourc'hed, moc'h-gouez, kirvi-erc'h, kragvouc'hed, arzhed, pantered, lern, bleizi. Relegoù ar bronneged bras, evel re ar grignerien bihan, a ziskouez e veze un hin doare artek, hag un dremmwel digor, evel stepennoù gant lodennoù toundra, taiga pe koadoù boreel.

 

Gwelead Goareva (Aodoù-an-Arvor) a zo ur goudor e troad un tornaod, e speurenn o vezañ unan eus ar mogerennoù greunit en ur chadenn dolerit, hag ur balirig, hag un tu-diskouez war-zu ar mervent. A-live gant resed krenn al lanv emañ gwiskad‑dindan ar goudor. Tro 70 000 bloaz kozh e vefe, hervez an deiziatañ geologel. Mein-kailhastr eo hanter an ostilhoù, dolerit an hanter all, rakloueroù liesseurt savet a-feson, met nebeut eus outo, hag hoskoù ha dentigoù dentigoù outo.

Ur strollad bet studiet mat, a vez graet «Strollad Koad ar Roc'h» eus outo a-wechoù, a vod lec'hiennoù a veze dindan an amzer, ec'hon a-walc'h (war veur a zevezh-arat, betek meur a gant devezh-arat). Tro ar c'hrec'hioù e vezont holl, alies-kaer lec'h ma kaver danvezioù krai stank a-walc'h (krag eoken). Darn vras ar gweleadoù bet kavet a zo reoù Koad ar Roc'h hag ar C'hloz Ruz (Aodoù-an-Arvor), ha Ker-vouster (Penn-ar-Bed) Posupl a-walc'h e vefe diwezhat a-walc'h an annezioù-se, tro 40 000 bloaz zo, da lavaret eo tro ar c'hemm etre Henoadvezh ar maen krenn/Henoadvezh ar maen uhel.

Ar perzh splannañ eus al labouradegoù-se a chom an ostilhoù daou-duek (maen daoudu, ostilhoù adkempennet war daou du leun-barr, ostilhoù war ur sol daou-duek), Pezhioù benet war skeltrennoù int, o gorreennoù keinek peurvuiañ, stumm vioù, kalon pe tric'hornioù. Gwelet a reer enno ul lodenn pe lodennoù «dornell» ha lodennoù «dremm».

Mare an Homo sapiens en Henoadvezh uhel ar maen (etre 35 000 ha 10 000 bloaz)

Skeudenn: Plasen al Lomm - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier

N'eo ket gwall anavezet mare Henoadvezh uhel ar maen e Breizh, moarvat dre m'eo lec'hiet war deun mor-Breizh hag e oa kresket live mor Breizh goude marevezh ar skornegi bras.

Aroueziet eo gwelead Beg-ar-C’hastell e Kerlouan (Penn-ar-Bed) dre m'eo bet didroc'het mein a-lavnennigoù. Kar eo da zoare an Aorignakian, haGravesian a gaver eno ivez. Gant furchadeg lec'hienn Plasenn-al-Lomm war Enez-Vriad eo bet diskoachet un annez ec'hon a-walc'h, dindan an amzer, gant roudoù frammoù, relegoù ur c'hamp war ur savenn a-us da hen-draoñienn an Drev. Kenframmadur bloc'hoù 'zo a c'hell bout komprenet evit bout skoroù peulioù, pezh a dalvez e vije bet foukennoù vi-gelc'hiek. Ur c'hamp rannvloaziek e vefe, gant e ostilhoù arbennikaet-tre. Da vare e annezadur, tro 25 000 bloaz zo, ne vefe ket bet al lec'hienn e-tal ar mor, met tost ouzh an Drev, a veze e draoñienn o vont war-zu deun Mor-Breizh dizouret d'ar c'houlz-se.

Ne c'heller ket stagañ gant istor Henoadvezh uhel ar maen e Breizh hep menegiñ mougevioù traoñienn an Erve e departamant ar Mezven, hag a voe bet e kalon ur steuñv enklaskoù hir. Eno e kaver dija roudoù ar sevenadur solutrean, pa veze ar mare krisañ eus ar skornvezh diwezhañ, tro 20 000 bloaz zo. Ur «goudor» eo bet an draoñienn-se, ha moarvat e penn treuzvroadegoù rannvloaziek o doa laosket roudoù kampoù chaseourien bet adkavet e hanternoz Breizh. Unan eus ar mougevioù-se (Mougev Mayenne-Sciences) a zo ivez unan eus ar mougevioù kinklet (tro 25 000 bloaz zo) a zo bet kavet er penn pellañ eus gwalarn Europa.

Henoadvezh ar maen uhel pellañ en em ziskouez er C'hornôg e mare dibenn ar skornvezh diwezhañ, ur mare a gaver ennañ luskelladoù hin prim a-walc'h a gas d'an Holoken, hor mare «etreskornvezhel». En deizioù-mañ emeur o reneveziñ ar bras eus ar ouiziegezhioù skiantel. E mougev Roc’h-Toull ez eus bet kavet elfennoù (begoù kein kromm) arouezius eus mare an hen-Azilian ; moarvat e c'heller lec'hiañ an annezadur se en etre‑pazenn an Alleröd, da lavaret eo tro 12 da 11 000 bloaz a-raok hon deizioù.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Laurent Monnier, « Testoù koshañ annezadur an dud e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/10/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/testou-koshan-annezadur-an-dud-e-breizh

LEVLENNADUR

  • Bourdin Solène, Le Moustérien à outils bifaciaux du Massif armoricain au Pléistocène récent dans son contexte européen : vers une définition d’un faciès régional, thèse de doctorat Université de Rennes 1, 2006, 434 p.
  • Huet Briagell, De l’influence des matières premières lithiques sur les comportements techno-économiques au Paléolithique moyen : l’exemple du Massif armoricain (France), thèse Université de Rennes 1, 2006, 523 p.
  • Laforge Marine, Le cadre chronostratigraphique des peuplements pléistocènes de l’ouest de la France. Eustatisme, changements climatiques et occupations humaines, thèse Université de Rennes 1, 2012, 263 p.
  • Monnier Jean-Laurent & Molines Nathalie, « Le Paléolithique armoricain et l’essor de la préhistoire en France », Actes du Congrès de la Société préhistorique française : Un siècle de construction du discours scientifique en Préhistoire, Avignon, 2004, Congrès Préhistoriques de France (Congrès du Centenaire), vol. 1 « Des idées d’hier… », 2007, p. 351-357.
  • Monnier Jean-Laurent, « Le Paléolithique de la Bretagne dans son cadre géologique », Travaux du Laboratoire d’Anthropologie, Rennes, 1980, 607 p.
  • Monnier Jean-Laurent, « Le Paléolithique de la Bretagne, des précurseurs aux recherches modernes ». Revue archéologique. Ouest, suppl. n° 2, 1990, p. 53-60.
  • Monnier Jean-Laurent, « Les premiers groupes humains en Armorique, des origines au cinquième millénaire », in : Giot, Monnier & L’Helgouach, Préhistoire de la Bretagne, Éditions Ouest-France, coll. Université, 1998, p. 39-87.
  • Monnier Jean-Laurent, « Les premiers hommes en Ille-et-Vilaine dans le cadre géologique et paléo-environnemental des plus anciens peuplements de l’ouest de la France », Bulletin & Mémoires, Société Archéologique et Historique d’Ille-et-Vilaine
  • Monnier Jean-Laurent, « Les premiers peuplements de l’ouest de la France. Cadre chronostratigraphique et paléo-environnemental », Bulletin du Musée. d’Anthropologie et Préhistoire, Monaco, 2006, n° 46, p. 3-20.
  • Monnier Jean-Laurent, « Les premiers peuplements en Armorique », ArMen n° 168, 2009, p. 30-37.
  • Naudinot N., Dynamiques techno-économiques et de peuplement au Tardiglaciaire dans le Grand Ouest de la France, thèse Université de Rennes 1, 2010, 731 p.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité