Diskoachet gant un tangwall
Mein-sav e-leizh zo dre al lanneier, displegadennoù d’o heul evit ar gantreerien.
Gant François-Marie Cayot Délandre (1848) ha Louis Rosenzweig e oa bet sachet evezh ouzh ar peulvanoù hag ar vein veur strevet un tamm e pep lec’h er strouezh, a oa bet renablet en o raok gant Joseph Mahé (1825),
Losket e oa bet ar gilli-se gant un tangwall er bloavezhioù 1890 ken brav ken e oa bet degaset un toullad meurvein splann war-wel. Raktal e oa bet kaset ur c’houlzad klask el lanneier en o led. Un dek bennak a lec’hiennoù meurvein enne, ha kalzik a roudoù eus ar prantad galian romanekaet hag eus ar Grennamzer a oa bet renablet gant ar furcherien neuze, skoazellet gant Joseph Orhan, maer ar gomun, troet gant an istor hag an arkeologiezh. Goude d’ur c’halz eus ar relegoù-se bezañ aet da fall abalamour d’an amzer, d’an adlodennañ pe d’ar vengleuzerien, zo bet desket kalz a-draoù c’hoazh diwar ar mod ma oant bet savet
Ar Vein sonn
Ar Vein sonn eo ar strollad meurvein meurdezusañ a dra sur. Tost da 2 km zo etre bourk Monteneuf hag ar strollad peulvanoù-se, kouezhet darn anezhe en o foull. Sachet e vez evezh ar weladennourien gant an divent m’eo ar vein-se, gant o niver, ha gant al luziet m’eo ar mod int bet savet an eil e-keñver egile. Titouroù a c’helled soñjal tennañ diouzh al lec’hienn-se, ken treut he douar ken ne oa bet labouret biskoazh, da aesaat kompren talvoudegezh an tachadoù peulvanoù. Sell ma oa bet kaset un heuliad nav c’houlzad furchal eno adalek 1998. Emañ lec’hienn ar Vein sonn war roz su ur bladenn maenglas, ur rummad alezioù taolioù-maen stok outi hag un nebeud peulvanoù all bet savet tro d’he zro.
Alezioù taolioù-maen
Alez taolioù-maen ar Bordouées zo anezhi un dousen a beulioù maen en o sav war ar pezh a chom eus un dosenn. N’eus ken nemet un dar-do zo chomet en he flas. Nepell eus le Clos Bouchet ne chom nemet un dousen bennak a zaroù stlabezet eus an alez taolioù maen a vez graet la Pièce couverte anezhi. Pennbouellet e oa bet ar savadur pa oa bet toullet un vengleuz ennañ ha n’eus chomet nemet tri feul en o flas evit doare. Kibellouigoù e-leizh, toullet gant an amzer pe gant dorn mab-den a weler war div eus an daroù maenglas-se.
N’haller ket chom hep merzout relegoù la Loge Morinais pa yaer donoc’h el lanneier. Test eo ar seizh dar warn-ugent a chom diouti eus ar pezh alez taolioù maen a oa anezhi. Ar pevarzek dar a zo chomet en o flas a ziskouez e oa bet savet an hir a vez-se eus Kornog da Reter, e lec’h e oa toull he zor. Ur gellig digor (cella) zo chomet en he sav e tro-kein dar-sonn foñs ar bez.
Ur bez
Ur bez eus kreiz an neolitik a oa bet diskoachet pa oa bet furchet alez taolioù-maen les Bordouées. Ul logell-sebeliañ 8 m hed hag 1,50 m led a ya d’ober ar bez bihan a-stroll-se. Mont a reer tre dre un nor hanter stanket gant un dar en he sav hag a c’helled stouvañ gant un dar lemlaka pe ur vogerig mein pastur. Stlabezet eo bet he leur : ne chom nemet lod eus he daroù orin, sklentennoù bihan maenglas anezhe. Skoret eo ar savadur gant ar pezh a chom eus ur grugell. N’eus nemet unan eus an daroù-to a zo c’hoazh en he flas. Evel kalz a reoù all eo bet mac’hagnet ar savadur mein veur-se gant ar breizherien. Un nebeud rikoù zo bet kavet memestra da goulz ar furchadeg arkeologel : pemp bouc’hal maen lufr (dolerit ha sileks), pemp bravig kwartzit diwar un dro-goûg ha meur a laonenn sileks torr, asambles gant tammoù priaj a bep stumm.
Pevar c’hant pezh maen war beder regenn
Un dachenn daouzek devezh arat, bet lakaet war-wel gant ar furchadeg, a ya d’ober lec’hienn ar Vein sonn. Renablet zo bet pevar chant karreg a bep stumm hag a bep ment, distag eus ar vammvaen, hag a c’hellje bezañ bet lakaet en o sav. En em ledañ a ra ar strollad mein-se eus Reter da Gornôg a-hed ur gribenn maen-sklent ruz. Bras ha tev spontus eo darn eus ar c’herreg-se, ken uhel ha 7 m unan dioute, bet torret e tri zamm. Diskouez a ra ar beder regennad mein a ya d’ober an dachenn bet studiet, un emdroadur er mod ma oant bet savet. Diwar an ugent peulvan a ya d’ober ar regennad bet studiet ar spisañ e tiskouez lod dioute bezañ bet lakaet en o sav war bep a grec’henn zouar skoret a bep tu gant daroù bihan en o flomm.
Ar mod da zilec’hiañ peulvanoù
E Reter an dachenn-se e verzer ur peulvan bet dilezet pa ne oa ket bet distaget c’hoazh diouzh ar vammvaen. O studial ar vengleuz-se eo bet diskoachet ar mod ma veze chareet ar veurvein bounner-se. E traoñ ar bloc’had-se, war-nes bezañ diframmet diouzh al leurvaen, zo bet kavet pezhioù postoù maensklent prest da reiñ harp d’ar veinveur pa vije bet lakaet war he c’hostez d’he c’has pelloc’h ; sko outañ e weler c’hoazh ur wenodenn palemet, warni relegoù treuzelloù koad karrezet. Kavet zo bet roudoù eus ar mod dilec’hiañ-se war dreuzelloù koad e meur a lec’h sko ouzh poulloù-skorañ ar peulvanoù.
Ul lec’hienn annezet daou vil bloaz-pad
En tu all d’un dornad morzholioù krag ha tammoù priaj a bep seurt, n’eus bet diskoachet el leur arkeologel nemet ur vouc’hal keinet eus oadvezh an arem.
Diskouez a ra ar muzulioù dre radiokarbon bet graet e-kerzh ar studiadenn e oa bet annezet ha kempennet al lec’hienn ledan-se a-hed 2 000 bloaz pe war-dro. Savet e oa bet ar vein gentañ war-dro 4 300 kent JK tra ma oa bet savet ar peulvanoù diwezhañ war-dro 2 500 kent JK. Diskouez a ra niver bras ha liesseurted ar veurvein a gaver eno pegen prizius eo bet al lec’h-se evit ar pobladoù bet ouzh e zaremprediñ an eil war-lerc’h eben a-hed an neolitik. Sikour a reont kompren ar mod ma veze dibabet lec’hioù zo gant sevenadurioù an neolitik ha peseurt kefridioù a oa o re. Lec’hienn Monteneuf zo anezhi, hep mar, un alc’hwez a ro digor da gomprenidigezh doareoù ar pobladoù-se.
Teul bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin