Nec’het eo meur a zen e karg eus kumunioù war ar maez gant an diouer a vedisined, pa vez kement outo o vont war o leve ha diaes kaout erlec'hierien evito, e Kreiz-Breizh da skouer, pe e su Il-ha-Gwilen. Gwir eo ez eus bet meur a vedisin hollek oc’h en em staliañ e kumunioù lec’h ma ne oa hini ebet betek-hen er bloavezhioù 1970 ha 80. Seul aesoc’h a-se en em stalient ma c’hellent bezañ stummet war al lec’h, evel e Penn-ar-Bed, goude ma vefe bet anavezet skol-veur medisinerezh Brest er bloaz 1970.
Pell zo eo anavezet an abegoù evit seurt digarantez evit ar medisinerezh war ar maez : chom e-unan war ar vicher, ober war-dro e bratikoù da eurioù hiroc’h eget er c’hêrioù, e-touez re all. A-viskoazh e oa gwelet ar medisin war ar maez evel ur medisin hollek deuet mat gant e bratikoù, gant ma vefe en em roet penn-da-benn d’e vicher, en un endro ekonomikel ha sokial diaes-mat. Evit-se e kintuze kalzig outo d’en em staliañ pa oa kont evel-se : nebeutoc’h a vedisined o labourat e Kornog Kreiz-Breizh e 1970 eget er bloaz 1959.
Evit desachañ medisined yaouank o deus ranket ar c’huzulioù-kêr lakaat war-raok perzhioù gwellañ o c’humunioù. Ha klasket o deus ar vedisined tremen e-biou d’o boazioù ha kenaozañ o labour, evel daou vedisin an Uhelgoad o doa divizet bezañ e karg eus o fratikoù d’ar Sul, pep hini d’e dro. Hag aet eo war-raok ar mod-se da vont en-dro abaoe un nebeud bloavezhioù, ouzhpenn-se e weler bremañ tiez-yec’hed lies-micher (43 e rannvro Breizh e 2013).