Yec’hed d’ar Vretoned

Aozer : Thierry Fillaut / Genver 2019
Tamm-ha-tamm e tosta esperañs buhez ar Vretoned adalek o ganedigezh ouzh hini tud bro-Frañs (78,8 vloaz evit ar wazed, 85 evit ar maouezed) pa dostaont ouzh 77,7 vloaz ha 84,7 e 2015. En ur ober 150 vloaz eo aet war-wellaat o yec’hed, daoust ma chom kudennoù padus (merventi a c’hellfer tremen heptañ, dizingalded sokial ha dan-rannvroel), pezh a c’houlennfe e vefe lakaet en e sav ur politikerezh yec’hed a zerefe diouzh an ezhommoù.

Pouez arouezennoù ar yec’hed

N’eo ket kement-se e vefe diaes tizhout al lec’hioù remediañ, met ar c’hoñdisionoù bevañ eo (poanius al labour, diyac’h an annezioù, digempouez ar boued, skort ar yec’hedegezh) hag a c’hell displegañ kleñvedoù ha marvelezh penn-kentañ an Trede Republik. Ma’z eo bet kelc’hiet war tachennoù resis kaouadoù kleñvedoù evel ar c’holera a chomas tro-dro d’an Oriant tro ar bloaz 1892 (231 den marvet), memestra ez eo ar c’hleñvedoù-red a gas kalz a dud d’an Anaon : ar vrec’h a lazh 1 770 den er Mor-Bihan e 1889, daoust d’ar vrec’hidigezh. An derzhienn domm hag ar paz-moug a ra reuz ingal er c’hêrioù (tro 900 den marvet e kêr an Naoned tro ar bloavezhioù 1880).

Daveiñ a ra ar gartenn-bost-mañ da unan eus sonioù Teodor Botrel, enni e kont ur gwallzarvoud erruet da heul ma vefe bet eus ar medisin. Kontadennoù ar gwele-kloz, dastumad E. Hamonic) - Cartolis

 Kemennoù e brezhoneg diwar-benn ar c’holera – Dastumad Dielloù Kêr Gemper

Feunteun ar Blomenn e Gwengamp e 1900. Betek penn-kentañ an XXvet kantved e veze pourvezet dour a-drugarez d’ar feunteunioù ha d’ar puñsoù - Wikimedia- Petit

E penn-kentañ an XXvet kantved e cheñch penn d’ar vazh p’emañ ar yec'hedouriezh publik o tiorren (degaset an dour rik, ha skarzhet an dourioù lous), hag heuliet eo a-dost yec’hed an dud, hini ar mammoù hag ar vugale dreist-holl. Pa oa tro 21 diwar 1000 den ar feur marvelezh e 1900, e kouezh da 13 diwar 1 000 e 1950.
Yec'hedouriezh ar babigoù a zo aet war-raok dreist-holl, pa varve unan diwar 6 a-raok e vloaz kentañ e 1900, met unan diwar 40 e 1960. Met ur gwander a chome c’hoazh : ar «gwalennoù sokial». E Breizh eo e varver ar muiañ gant an drouk-skevent, pe an dorzhellegezh, er bloavezhioù 1930, ha dre ar vezventi er bloavezhioù 1960. Hag hiriv an deiz c’hoazh e kaver meur a gleñved a c’hellfed tremen he-bioù dezho a-raok an oad a 65 bloaz (krign-bev, kleñvedoù benvegad red ar gwad) dre ma’z int liammet gant an doareoù-bevañs (boazioù adiktivel, yec’hed war an dachenn-labour, an endro...).

Pell en deus padet an diouer a ginnigoù

Daoust ma kaved peder gwech muioc’h a vedisined en ur ober dek vloaz ha tri-ugent, e 1965 ne gaved ket c’hoazh kement outo e Breizh (8,4 evit pep 10 000 den) pa veze 11,7 e bro-C’hall. Ouzhpenn da-se e vezent kavet er c’hêrioù pennañ dreist-holl. Ar Mor-Bihan zo unan eus an departamantoù lec’h ma kaver an nebeutañ a vedisined e 1954, ha c’hoazh gant 40% outo e Gwened pe en Oriant. Niverusoc’h e vint oc’h en em staliañ er vro a-drugarez da rannvroeladur ar stummadurioù (gant skolioù-meur medisinerezh Roazhon ha Naoned, hag hini Brest goude-se). Tamm-ha-tamm e vezont kavet ingaloc’h dre ar vro, hag er bloaz 2000 emañ 97 % eus ar Vretoned o chom dindan 5km eus ti ur medisin hollek.

Sal vras an oberatañ maouezed, Ospital ar re glañv en Naoned - Cartolis

Bloc’h-oberata hiriv an deiz – Strollad Ospitalioù Su Breizh. www.chbs.fr

Start e oa ar jeu evit ar savadurioù yec’hed goude 1945, pa grede aliesoc’h d’an dud bezañ ospitalaet : 70% eus maouezed Aodoù-an-Arvor a zeue d’an ospital pe d’ar glinikenn da wilioudiñ e 1960, abalamour ne oa ket diouzh ar reoladoù ken. Ret e oa bet modernaat anezho (al leurennoù teknikel), ha gwellaat an degemer. Ezhomm oa eus ur skoazell arc’hant digant ar Stad ; e vad a raio Breizh er bloavezhioù 1960 ha 1970 dreist-holl, gant ar raktres mezegel hag ospitalioù.

Adpaket an dale gant Breizh tamm-ha-tamm, hag e 2012 e oa kevatal niver tud a-vicher war yec’hed ar sikourioù kentañ diouzh keidenn ar Frañs, obererezh an ospitalioù dindan ar geidenn, hag ar feur aveiñ an tiez mezegiezh-ha sokial en tu all d’ar geidenn. Met kudennoù nevez a sav neuze : ne vez ket erlec'hiet ar vedisined hollek en tachennoù ha n’int ket ken dedennus, hag e kaver nebeutoc’h-nebeutañ eus spesialisted zo. Hag ouzhpenn da-se ne ya ket war-raok ingal war pep tachenn, ha dizingalded etre ar rummadoù sokial a gaver ivez. Ha disheñvelderioù a weler etre takadoù ar vro, etre ar C’hornôg hag ar Reter, etre an Arvor hag an Argoad, kement hag an disheñvelder etre Breizh ha bro-Frañs.

Ospital Pontchaillou e Roazhon.<br />
An ospital pavilhoñsoù bet treset gant Julien Ballé e 1908 Gwel a-zioc’h des ospital Pontchaillou gant ar chapel. « La France vue du ciel… »</p>
<p>1. Chapel (bet dismantret) ; 2. Kegin (bet dismantret) ; 3. Pavilhon Laenneg ; 4. Pavilhon Pointeau du Ronceray ; 5. Pavilhon Legraverend (bet dismantret) ; 6. Pavilhon Le Bastard (bet dismantret) ; 7. Pavilhon Clemenceau ; 8. Pavilhon Le Chartier ; 9. Pavilhon Ballé ; 10. An «tiegezhioù bihan» (bet dismantret) ; 11. Porzherezh (bet dismantret) ; 12. Kreizenn Eugène Marquis ; 13. Kreizenn addeskiñ d’ar c’horfoù (a vez graet ivez pavilhon Leroy) ; 14. Kouskva.</p>
<p>Luc’hskeudenn gant. Ray, Delvert, Artaud tad ha mab « Gaby », Naoned, XXvet kantved. - Dielloù Roazhon.

Ar yec’hed, afer ar rannvro

E-pad pell eo chomet obererezhioù ar yec’hed ha skoazellerezh e-touez barregezhioù ar c’humuniezhioù lec’hel, an tiez-kêr (ospitalioù ospisoù, burevioù madobererezh), hag an departamantoù (tiez ar re sot, bugale ar skoazell bublik). Ret-mat veze tapout an dilennidi e-barzh ar jeu neuze. A-bouez bras e voe perzh ar c’huzul jeneral etre an daou vrezel evit ma teufe Penn-ar-Bed da vezañ un departamant-skouer evit pezh a sell ouzh ar stourm ouzh an dorzhellegezh.

An dra-se ne blije ket kement-se d’ar yec’hedourien a felle dezho, ha ken abred hag XIXvet kantved, e vefe reolennadurioù kreñvoc’h a-berzh ar galloud kreiz. Ma teu ar reolennadur-se tamm-ha-tamm, e vo ret gortoz ar bloavezhioù 1970 evit ma teufe ar yec’hed da vout afer ar Stad. Dasparzhet eo bet ar barregezhioù da vare an digreizennañ : ar yec’hed d’ar Stad, ar sokial d’ar strollegezhioù lec’hel. E-keit-se ez eo kadarnaet reiñ d’ar rannvro ar galloud divizout ha luskañ (adaozadur melestradurezh an aferioù sokial e 1977), ur perzh a zo bet kadarnaet abaoe pa oa bet savet ajañsoù rannvroel ar yec’hed (2010). Met evit gellout kaout krog war arouezennoù ar yec’hed ha digreskiñ an dizingalded e diabarzh ar rannvroioù ez eus bet ranket lakaat a-unan an ezhommoù war an dachenn gant ar politikerezh broadel : un dae ouzhpenn evit pennadurezhioù demokratiezh ar yec’hed (kuzuliadegoù an tiriadoù ha rannvroel) hag ar strollegezhioù lec’hel (kêrioù ganto un Ofis Ker ar Sportoù, servijoù buheziñ tiriadel ar yec’hed skoazellet gant ar Rannvro).

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Fillaut, « Yec’hed d’ar Vretoned », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 14/01/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/yec-hed-d-ar-vretoned

Liens vers des sites et des documents

Lieux de visites - Expositions

Liens vers des sites sur la santé

Épidémies :

Hygiène publique
Histoire de l'accès à l'eau potable à Quimper : de la borne fontaine à la distribution à domicile [2 pages]. Grenier de la mémoire sur le site de la ville de Quimper :    

Reportages sur le site Ina.fr

  • Les quadruplés de Vannes. Bretagne actualités, 19 janvier 1965 (maternité hop. Vannes) : www.ina.fr/video/RYC9711126472
  • Exercer la médecine à Sein. Situation à 12 ans d’intervalle (arrivée et départ en retraite du même médecin) sur l’ile de Sein
  • L'eau potable (Vannes), Bretagne actualités / ORTF - 28/02/1969 - 00h03m58s : www.ina.fr/video/RXF01017894

Bibliographie

  • Barbançon Yannick (rapporteur), Pour réussir une politique de santé en région, Rennes, Conseil économique et social de Bretagne, 1998, 233 p.
  • Bienvenu André, Le portement en Haote-Bertagne : filomie, maos et deus, rmaedes et ‘herbolées. La santé en pays gallo : anatomie, maladies et médicaments naturels, Rennes, Rue des scribes, 2009, 103 p.
  • Collectif, La santé et la mer en Bretagne, Rennes, Institut culturel de Bretagne, coll. Anthropologie, 1997, 208 p.
  • Collectif, Regards sur la médecine et la pharmacie en Bretagne, Rennes, Institut culturel de Bretagne, coll. Anthropologie, 1991, 190 p.
  • Collectif, Les Bretons et leur santé 1500-1900, Catalogue de l’exposition inaugurée le 23 juin 1995 au château de Kerjean en Saint-Vougay, Château de Kerjean, 1995, 108 p.
  • Fillaut Thierry (dir.), Lieux de soins, lieux d’histoire : la Bretagne. Guide d’histoire hospitalière, Rennes, ENSP, 1995, 224 p.
    • id, « Médecins et société en Bretagne (1892-1930) », Kreiz, Études sur la Bretagne et les pays celtiques, 1999, n° 10 (« Élites et notables en Bretagne de l’Ancien Régime à nos jours »), p. 177-189.
  • Goubert Jean-Pierre, Malades et médecins à Saint-Malo à la veille de la Révolution, Rennes, PUR, 2013, 166 p.
  • Goursolas François « Une épidémie de variole en Bretagne. 1954-1955 », Histoire des sciences médicales, 2004, n° 1, p. 99-108.
    [En ligne sur le site BIUM Santé Paris]
  • Kervella Goulc’han, Médecine et littérature en langue bretonne aux XIXe et XXe siècles. Medisinerez ha lennegez vrezoneg en XIXvet hag en XXvet kantved, Brest, Éd. du Liogan, 1991, 335 p.
  • Léonard Jacques, « La santé publique en Bretagne en 1889 », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 91, 3, 1984, p. 287-307.
    [en ligne sur Persée]
  • Levasseur Gwénola, Schweyer François-Xavier, « La médecine générale en Bretagne », Les dossiers de l’Urcam en Bretagne, n° spécial, septembre 2003, 20 p.
  • Loncle Patricia, « La mise en œuvre des politiques de santé publique au niveau local : "l’animation territoriale en santé en Bretagne" », Sciences sociales et santé, 2009, 27-1, p. 5-31.
    [en ligne sur Persée]
  • Merrien François-Xavier, La bataille des eaux : l’hygiène à Rennes au XIXe siècle, Rennes, PUR, 1994, 164 p.
  • Observatoire régional de santé de Bretagne, La santé en Bretagne, Rennes, ORSB-ENSP, 1989, 244 p.
  • Pecker Jean, Avril Jean-Loup et Faivre Jean (dir.), La santé en Bretagne, Paris, Hervas, 1992, 546 p.

Filmographie

  • Le Guérisseur - Film de Yves Ciampi, 1954, 1 h 30. Avec Jean Marais, Danièle Delorme, Dieter Borsche.
    Résumé : À Dinan, l’histoire d’un médecin devenu magnétiseur.
    Fiche cinémathèque de Bretagne
  • L’Amour d’une femme - Film de Jean Grémillon, 1953, 1 h 45. Avec Micheline Presle, Massimo Girotti, Gaby Morlay.
    Résumé : Une femme médecin à Ouessant.
    Fiche cinémathèque de Bretagne

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité